C’houæc’hved pennad — V

R. Prud’homme, 1903  (p. 158-167)



V


Hent ar Groaz dre ruio Jeruzalem.


’Vel ma reomp bemde, e chomomp en disheol war greiz an de ha, da daer heur, pac’h eo torret eun tamm an domder, ec’h eomp holl ’trezek ar c’hazern Turk hon deuz gwelet evit ar beure.

Eno ’man ar poz kentan euz hent ar Groaz, a ver breman o vont d’ober war eun dro a-dreuz da gær. ’N em renkan ’rer ’vel evit ar prosision ha dougen a rer diou groaz koat, unan war skoaio eur *strollad beleien, eben war skoaio eur stollad laiked. N’euz nemet ugent vla aboue e c’heller dougen anê : ken kazuz eo ar Groaz evit Mahometiz ! Er bla 1882 e oa bet douget an hini gentan gant ar belerined ; arabad, avad, prezek er ruio. Ar bla war-lerc’h e felle d’ar pacha harz an Tad Bailly d’ober gant e dud hent ar groaz. Petra ’reaz neuze *kannad Bro-C’hall, nemet mont da delc’hel penn d’ean, war digare kauzeal diwar-benn treo a bouez ha mirout outan da deurel ple ouz ar pez e oad oc’h ober. E-keit se, e oa bet peurbleustret an hent santel ha græt pevarzek prezegen. Aboue ’n euz gallet bep pla ar belerined kaout o c’hoant ha biskoaz dizurz na zo c’hoarveet. Gwir eo e vent ambrouget gant polised Turk. N’euz ezom anê, avad, nemed evit digeri an hent dre ar ruio a zo enk ha pleustret. Gwech e-bed na youc’haden, nag ardo fæuz euz a beurz Mahometiz. Rei a reont frankiz da bep-hini da heuilh e relijion ’vel ma kar. Eun dra hepken a zisplij d’ê war ar poent-man : gwelet tud ha na ziskoueont bean euz relijion e-bed. N’eo ket evit laret e vefe gwell ganin bevan ’n o zouez evit bevan etouez ma c’henvroiz ; nan ! N’on ket, avad, evit harz da vean glac’haret o sonjal n’hall ket ar gatoliked, en Bro-Franz, heuilh o c’hreden gant ar frankiz a gavont e bro an Turked. Ped kær vraz a zo duman hag e c’hallfed ober enne hent ar groaz evel e reomp aman ? Nag a hini euz an dud a zo pæet gant ar gouarnamant a dremen heb mont d’an iliz, bete gout e ve tamallet ze d’ê ha lemet digante o bara !

Aman na ve gwech e-bed tamallet d’eun den bean eun den a relijion, Ar c’hontrol eo : e relijion a dalvo d’ean bean sellet ’vel eun den a zoare, Setu perag an Au. Konsul hag an autrone all a zo gantan o pleal gant mad ar Fransizien, en em gomport, ’keit ma vent aman, ’vel kristenien vad. Ha laret, memez tra, na gredfent ket marteze, mar vijent en Frans, ober kement all, gant aon da zisplijout d’o mestro ! Koulskoude Doue, o Zad, a zo dre-holl, hag a fell d’ean bean servijet dre-holl !

Mes ’n em ankouât a ran da gomz d’am lennerien deuz treo a zo evite, ’vel evidon, eur ran galon. Goulen a ran o fardon digante, ha, ’vit hen kaout ezetoc’h, e larin d’ê penauz parean ar gouli am euz græt en o c’hreiz : n’o deuz nemet pedi ’vit Frans ha dreist-holl ober hent ar groaz eviti.

Pedi ’vit Frans a ra an holl belerined, pa gerzont dre an hent an euz bet kerzet Jezus drezan gant e groaz. O selaou an Tad Dominik, euz urz sant Fransez, a brezek d’ê en peb poz, e teu o feden da vean c’hoaz muioc’h kalonek. Goude ar brezegen, e taouliner hag e peder a vouez uhel. Ar beden-ze, ma tenera o ineo d’an holl, a galeta o skoa pe o chouk d’ar re a doug ar c’hroajo : ponner eo o zamm, ha koulskoude hen kavont skanv o sonjal e reont pinijen evit pec’hejo Frans, o mamm garet. Gant eur galon laouen e rofent, n’eo ket hepken o foan, mes o bue, mar gallfe ze talvout d’o breudeur dianket distrei da vad daved Doue, o Zad an neñvo.

O c’hroajo eo ar re a zo bet binniget war hon lestr ’rauk kwitât Marseilh. Eun enor braz ’oa bet græt d’ê neuze : mes brasoc’h eo an hini a rer d’ê breman ; santelaat a reont c’hoaz o tremen ’læc’h he deuz tremenet kroaz hon Zalver. Evuruz ive an diou iliz a vo plantet an diou c’hroaz-man en o c’hichen, hini an Itron Varia Barmeni, en eskopti Soisson, ha hini an Itron Varia Loz, en eskopti Grenobl ! En kalon ar belerined a deuio da daoulinan ouz o jijen, e lakfont da deneraat ar garante e-kenver an Doue krusifiet ! Neb a zo bet en Santez-Anna-Wened, hag an euz pedet dirag ar groaz a zo bet plantet, ar pevarzek ’la ’zo bennag, e-kreiz *klastr ar C’hloerdi, n’am dislaro ket : gant kalon, a dra zur, an euz pedet ouz ar groaz-ze, o sonjal ec’h eo bet treuzet kær Jeruzalem ganti ’vel gant hini Jezus.

’Benn daou pe dri bla aman, mar deu an An. Neumager da gaout e vennad, e c’hello eun *hevelep evurusted bean tanvaet en kær Wengamp gant pelerined an Itron Varia Wir-Zikour.

Kaout a reomp hon diou c’hroaz en o gourve ouz kouent an Itron Varia Sion. Mes ’vit ober ar poz kentan ec’h eomp eun nebeudik pelloc’h, beteg ar c’hazern a zo savet ’læc’h ma oa bet kondaonet hon Zalver d’ar maro. Ha mont ’reomp beteg en he forz : eno e prezeger d’imp, eno e pedomp hag e kanomp, ’vel pa ne vijemp ket dirak ar zoudarded Turk. Petra bennag o deuz holl neu vad hag e seblantont holl bean evuruz o welet anomp en o zouez.

Adalek an eil poz, a reomp kent arruout ouz kouent an Ecce Homo, e kemer pautred ar c’hroajo o zamm. Eno eo e kemeraz Jezus e hini. Adalek neuze ive en em lak ar belerined war diou regen. Mes hiroc’h eo hirie hon frosision ’vit an hini a rejomp demerc’her, ’n eur vont ar wech kentan d’ar Be Santel : rak deut ’zo davedomp hirie, ’vit pedi wardro ganimp, leaned ha leanezed euz a gement Urz a zo en Jeruzalem, hag ive beleien Grek-Unaned.

Kalz a belerined a doug etre o diouvræc’h kroazigo koat, a gasfont gante d’ar gær. Bean ’zo endeün eur *strollad hag a doug eur groaz krenn war ar skoa : strollad Belgiz, a zo anê seiz pe eiz.

Goude an eil poz, e refomp seiz all en ruio Jeruzalem.

An dried a reomp eun nebeudig goude bean tremenet dindan *goarek an Ecce Homo. Hirie c’hoaz e zo aman *dinaou gant an hent, goude ma klaskaz ar Romaned kompezi anean gant bep sort atrejo. Dre aman e tremene traouiennik an Tiropeon, a ræ an disparti etre an Templ ha krec’hien ar Golgota. Ken sonn e oa aman ar c’hra, ma koueaz Jezus gant e groaz ’n eur disken anean.

C’hwel breman, e traou ar c’hra, war hon dorn kle, eur vanel a deu euz a du al leuren-zakr. E-keñver al læc’h-man e koueaz lagad Jezus war e Vamm, a oa deut, harpet war bræc’h a Vadelen, ha war hini sant Yan, ’vit heuilh anean betek ar c’halvar. Semplan, ’vit-se, a reaz an Itron Varia ; ken mac’het e oa hec’h ene paour gant ar glac’har ! Eur chapelik savet aman gant ar gristenien gentan, chapel ar Zempladen, he deuz talveet d’imp gouzout pelæc’h e kavaz Jezus e Vamm, ha pelæc’h, dre ze, e tleer ober ar bevared poz euz Hent ar Groaz. Ar chapel-ze a zo breman, ’vel m’hon deuz laret, etre daouarn an Armeniaded katolik.

Ar bemped poz a reomp ’læc’h ma krogaz Simon a Siren en kroaz Jezus, evit sikour n’ean d’he dougen. O tistrei d’ar gær e oa, bet o labourat en e bark, an em gave an tu all da dor Damas. Bourevien Jezuz hen gopraaz ’vit ma roje dorn d’ean da dougen e groaz. Hep mar e-bed, poan vraz an ije bet ar paour kæz o vont ganti pelloc’h e-unan : rak, kollet gantan eur bern goad ’boue ar skourjeadek, e oa deut da vean dinerz. Ouspenn ze, an hent, adalek aman, a groge d’ar c’houls-ze da zevel, kalz muioc’h c’hoaz ’vit na ra hirie.

Diveran a ræ euz tal Jezus c’houezour ha goad war eun dro, pa dremenaz dirak ti eur wrek zantel, Veronikan, a oa ouz e c’hedal war dreujo he dor. Ha homan, dioustu, goneet gant an drue, o vont d’e gæ, hag o tremen eul lien gwenn war e dal evit hen dizec’han. O tra burzuduz ! kemer a reaz al lien skeuden *dremm zantel Mab Den. Miret eo c’hoaz hirie en iliz Sant-Per ar Vatikan, elæc’h am euz-an gwelet. Diwarnan e ve livet skeudenno an *Dremm Zakr, ac’h enorer e meur a iliz.

En santez Veronikan hag er pez a reaz, e sonjomp ’n eur ober ar c’houæc’hved poz euz an Hent santel.

Ar zeizved a reomp læc’h ma koueaz Jezuz dindan e zamm evit an eil tro : arru e oa ouz dor ar Justis, hag ec’h æ da dremen dindani ’vit mont e-mæz ar gær (al læc’h-man a zo hirie en kalon kær).

Hadkavet gantan e dreid, en em lakaz adarre da stlejal e zamm. Mes a boan en devoa tremenet dor kær, ma welaz eun toullad groage, d’ê *dremmo glac’haret, daoulagad karget a daelo ha mouejo hirvouduz. « Na ouelit ket warnon, merc’hed Jeruzalem, eme Jezus. Gouelet kentoc’h warnoc’h hoc’h-unan ha war ho pugale. » Hag er memez amzer e tiskleriaz d’ê pebez reuzio heuzuz a dlee, ’barz nebeud amzer, kouean war o bro. Ouspenn unan ane, marvad, a welaz, daou-ugent ’la goude, komzo Jezus o tont da wir.

Setu aze danve ar brezegen a rer d’imp epad an eizved poz. Mes n’hallomp ket he c’hlevet ’læc’h ma tigoueaz kement-se. Al læc’h-ze en em gav diabarz mouster Koftiz, n’hallomp ket tremen drezan gant hon frosision. A dal d’e dor, a zo a gle d’imp, e reomp eta hon foz. Memez tra a digoue ganimp evit an naved, a renkomp ober eun tammik pelloc’h war ar ru. ’Pez a enoromp ennan eo taerved koueaden Jezus, a stouaz d’an douar, stonket gant an anken, pa welaz dirakan ar mene Kalvar.

’Benn neuze e c’helle bean kreiste. Eun hanter heur bennag a oa bet laket da bleustri ar c’houæc’h kant metr an euz a hed an hent glac’haruz.

Prestik goude e oa kroaz Jezus en he zav war ar C’halvar hag heñ stag outi. Diou groaz all a oa ’n e gichen, eul laer war bep-hini anê.

Bevan a reaz c’hoaz eno epad taer heur, taer heur a boanio kri ’vit e gorf ha ’vit e spered. Seiz gwech e tigoraz e c’heno, ispisial ’vit rei o fardon d’e vourevien, e varadoz d’al laer mad, e Vamm da zant Yan ha d’imp, hag e ine d’e Dad. Neuze e lezaz e benn dont war e goste, hag e lauskaz e huanaden divezan.

’Vit envori ’pez a c’hoarveaz gant Jezus kent, epad ha goude e basion, da laret eo, ’vit ober ar pemp poz divezan euz hent ar Groaz, eo red d’imp mont diabarz iliz ar Be Santel, penegwir, e-tuont d’ar Be, eman enni ar mene Kalvar.

Ober ’reomp eun dro dre diou pe daer ru, ha da daer heur hanter, ec’h arruomp war leur-rauk an iliz. N’eo ket achu, ’vit-se, ar prosision a ra bemde Sant-Fransesiz en diabarz, d’ar mare-man. Red d’imp eta gortoz eun nebeudik. Mes na gollomp ket hon amzer. Epad mac’h omp en hon zav, bodet endro d’hon c’hroajo, e ple ganimp eur fotograf. Pignet war leur doen ar mouster gresian, ec’h asten warnomp holl lagad gwer e venvek, ha setu ni skeudennet. Kemer a ra, war ar marc’had, ar venec’h gresian hag an Arabed a zo deut aman da zevel o fri.

’Benn breman eo achu ofis ar Fransiskaned, ha ni en iliz dioustu. Eur pennad brao e chomomp war ar mene Kalvar : rak pevar boz a zo d’ober eno, penegwir eno eo bet diwisket Jezus, staget ouz ar groaz, skoet warni gant ar maro, ha diskennet diouti ’vit bean laket ouz treid e Vamm. Peder brezegen ive e klevomp war ar c’halvar, prezegenno a lak an dour da dont war hon daoulagad. Mes eun dra ’nije c’hoaz græt vad d’am c’halon : klevet kanan gant holl Vretoned ar pelerinaj eur poz bennag euz ar c’hantik kaer a zo bet savet en brezonek ’vit lakat *mennozio a c’hlac’har en ine ar gristenien. Gwech e-bed n’am euz gwelet netra a c’houekoc’h ’vit al loden anean a lenner aman warlerc’h.



I

Pignomp, ma ine,
War ar C’halvar,
Gwelomp eun Doue
Leun a garante,
Gwelomp eun Doue
En e c’hlac’har.

II

E dreid ’zo griet
Gant an tacho ;
E gorf dispennet,
E benn kurunet,
E gorf dispennet
Gant ar foueto.

III

Gwel-an diwisket,
Savet er groaz ;
E zaouarn staget,
E goste toullet,
E zaouarn staget
Gant tacho braz.
 

IV

Me eo, ma Doue,
Me eo, ma-unan,
Am euz hep true,
Dre ma goall vue,
Am euz hep true
Kresket ho poan.

Diskan

Gwerc’hez vinniget,
Mamm druezuz,
Me am euz lazet,
Hen gouzout a ret,
Me am euz lazet
Ho Map Jezuz.


Hon c’halon leun a *anoaz, e tiskennomp euz ar C’halvar, hag ec’h eomp, vit ar poz divezan, d’he frealzi ouz be hon Zalver. Ya, ’vit he frealzi : rak mar n’eo ket chomet Jezus er be pelloc’h ’vit an dried de, mar ’n euz trec’het neuze war ar maro, n’eo ket hepken evitan eo ar gonid, mes evidomp ive : lakat a rei anomp ive da hadvevan. Setu ’pez a lavar d’imp an Tad Dominik en eur brezegen. Goude, ’reomp taer dro d’ar Be Santel gant hon c’hroazio hag evelse ec’h achuomp hent ar Groaz vel ma ve græt dre ar ruio en Jeruzalem.

N’am euz ket ezom da laret hon deuz goneed, ’n eur ober ’nean, induljanso braz. Kement ’zo anê ken na c’houl ket an Iliz Zantel e vent nivered.

Ac’hanta ! kement all a zo da c’honid pa heuilher a spered ha gant fe an Hent glac’haruz, ’n eur bedi dirak ar pevarzek taulen a weler en hon ilizo.

’Vit hon zikour da bedi ervad n’euz ket eul levrik hag a dalvefe muioc’h *eget Hent ar Groaz[1] an autro Kerjean. Neb a fell d’ean, e tuont da ze, gouzout piz penauz e kemeraz lod an Itron Varia en poanio he Mab divin, a gavo e *vennad en Mis Mari ar C’halvar[2] , skrivet gant ar memez *auzer.


————
  1. E ti Salaün, Kemper.
  2. E ti Intanvez Tourmen, Brest.