Communion spirituel

L. Prud'homme, 1849  (p. 437-439)


COMMUNION SPIRITUEL.

ME a gred enoc’h, va Doue,
Me hoc’h ador gant ur feiz gre
Enoc’h epquen ec’h esperan;
C’houi dreist peb tra oll a garan.
Queuz am euz d’ho peza offanset,
Va Doue dîn da veza caret.

Me a brotest d’en em viret
Gant ho sicour, diouz peb pec’het.
C’hoant am eus a greis va ene
D’ho receo enon, va Doue :
Deut, va Jesus, deut em c’halon,
Hep quitat jamæs ac’hanon. Amen.

En quen cas en deffe un den un empechamant bennac, [e] [1] c’hello substitui un all en he leac’h, peautramant differi, pe avanç he heur, ha memes he fartaji etre diou pe deir gueich, ma na elle vaqui da ober he zevotion diouc’h-tu ; ha pa he lesse so quen toutafait hep he oher hep ampechamant, n’en deffe pec’het ebet, nemet ma colle ar merit epquen. Ar gouel principal eus ar vreuriez-ma eo ar sul quenta varlerc’h gouel ar Sacramant ; hac eo a propos e communie d’a rsul-se quement hini so er vreuriez, hac ar re ne allint quet ober d’ar sul, a raï da un devez all [en] [2] eizvet ar sacramant.

Certen deveriou a dle da renta d’ar Sacramant adorabl nep so en breuriez an adoration perpetuel.

1. BEp mintin ha bemnos troït etrese un ilis bennac eleac’h ma repos ar sacramant, ha grit ar reveranç deza, en ur lavaret : Meulet ra vezo Jesus er Sacramant adorabl eus an auter

2. Clevit bemdez, mar guillit, an Oferen devotamant ; ha mar d’oc’h tost d’an ilis, grit ur visit goude lein pe var an abardaëz d’ar sacramant adorabl, hac e c’hounezot dre ar visit-se uguent devez a induljançou.

3. Pa dremennot e-biou un ilis eleac’h ma idi ar sacramant, antreit ebars evit he adori, mar hoc’h eus ar commodite, pe da viana saludit-hen a galon en ur dremen e-biou oc’h ober ar reveranç deza, hac e c’hounezot ive uguent devez a induljançou, evel ma ê merquet el levr an adoration.

4. Assista un nebeut amser dirac ar Sacramant pa vez exposet, ha mar d’iit d’he heul gant devotion pa vezo cacet da un den clan, e c’hounezot tregont devez a induljançou, nemet e viot en graç Doue evel a so lavaret diaraoc.

5. Na dremenit quet ur mis hep mont da gofes ha da gommunia, o caout memor penaus, mar lojit brema gant un disposition vad hor Salver enoc’h hoc’h-unan alies, ho lojo ive en he varados unan an deiziou-ma evit un eternite.

Peb-hini en devezo ar sourci da gonservi he villet, ha d’he zerc’hel en he zorn, pe d’he gaout dirac ho zaoulagat en heur ar maro, gant ur fizianç humbl, penaus o veza bet er bed-ma en breuriez an adoration perpetuel eus hon Autrou J.-C. er Sacramant an auter, en devezo ivez an eur, moyennant he c’hraç ha dre ar pedennou eus an oll breudeur ha c’hoareset, da veza recevet etouez an nombr eus ar re so oc’h he adori perpetuelamant ebarz an eê.

Evelse bezet grêt.


  1. Moullet : et.
  2. Moullet : ne.