An adoration perpetuel eus ar Sacramant

L. Prud'homme, 1849  (p. 435-437)


MEULET RA VEZO JESUS
er sacramant adorabl eus an auter.

Instruction verr evit an Adoration perpetuel eus ar Sacramant divin hac adorabl eus an auter, instituet bet en Leon gant an Escop decvet Herry de Laval er bloaz mil c’huec’h cant seiz hac anter cant, ha renouelet gant an Autrou Ian-Loïs, Escop, er bloaz mil seiz cant hac unnec, hac a so en usaij ivez en Querne hac en escoptiou all.

QUement so eus ar vreuriez an adoration perpetuel eus ar Sacramant an auter, a dle implija un heur peb bloaz, hervez ma vezo assinet dezo, da adori hor Salver, daoust pe dirac ar Sacramant santel, mar d’ê possubl, pe autramant er guear, pe eleac’h all, memes a-het an hent, ma na vez quen commodite, nemet ho devezo an intantion da safisfia d’ho breuriez.

An heur-se a vezo implijet oc’h ober oræson mental pe vocal, da lavaret eo, pidi Doue a speret hepquen, pe autramant a speret hac a c’henou assambles, hervez devotion ha capacite peb-hini.

Beza e c’hallet ive tremen au heur-se gant profit, en ur lavaret var ar greun munut eus a ur rosera pe dri chapelet, an oræsonic a so varlerc’h amâ pehini so queit hac an Ave, Maria, hac en pehini eo comprenet an diou intantion eus ar vreuriez-ma, da c’housout eo, unan evit adori hon Salver er sacramant, hac eben evit obteni diganta ar c’hraç eus an oll gra- çou pehini eo ur maro mad. Chetu ama’ta an oræsonic-se a vezo lavaret var bep greunen vian eus a un chapelet.

ME hoc’h ador, o va Salver !
Er Sacramant eus an auter ;
Enoc’h gant feiz ec’h esperan,
C’houi dreist peb tra oll a garan.

Plijet gueneoc’h, o va Jesus,
Evel ma’z oc’h trugarezus,
Rei pardon deomp-ni tud ingrad,
Hac ar c hraç da vervel er-vad. Amen.

Ret ê lavaret ar beden-ma gant attantion, ha muioc’h a galon eguet a c’henou. Hoguen var bep greunen vras a vezo lavaret ar Bater hac an Ave, ha var ar groas ar Gredo en latin pe en brezonec, goude bean grêt sign ar groas ive.

Ar re ne vouezint quet lenn, na disqui dindan êvor an daou goubl oræson-ma diaraoc, allo lavaret d’ho heur ur rosera pe dri chapelet, hac en fin peb Ave, Maria, mar queront, ec’h ajoutin an oræsonic-ma.

Meulet ra viot, va Salver,
Er Sacramant eus an auter.

Plijet gueneoc’h, o va Jesus,
Rei deorap ur maro precius.

Ouspen quement-se, peb-unan a lavaro pemp Pater ha pemp Ave, ar guenta evit an oll eus a vreuriez ar sacramant, pere so en graç Doue, evit obteni dezo ar c’hraç da berseveri ; an eil Pater hac Ave a vezo evit ar re pere so en pec’het marvel, evit obteni dezo ar c’hraç da sortial eus ar stad se ; an drede evit ar re so en articl ar maro ; ar pedervet evit ar re so er purcator ; ar pempet evit ma en em gonvertisso an infidelet, ha ma tistroï ar schismatiquet hac an heretiquet, evit d’ar fin ma teui ar bed oll da anaout ha da adori J.-C. er Sacramant santel eus an auter : ha na vezo quet hepquen perpetuel an adoraition ; mæs ive general en peb bro hac en peb cartier var an douar, eguis ma’z eo ebars en eê. Un devotion gaër eo lavaret bemdez ar pemp Pater hac ar pemp Ave-ma, pere a servijo assambles evit enori ar pemp gouli eus hor Salver, evel ma ê recommandet er beden diouz vintin en commançamant an heuriou-ma.

Dleet eo, mar c’haller, communia d’an deiz ma vez assinet he heur da un den, evit ma vezo guell disposet a-se da renta muioc’h a enor d’hor Salver. Beza e tle ive peb-hini obêr ur gommunion spirituel d’an heur memes eus he adoration abars commanç ar chapeledou.

Chetu ama an oræson pehini a servijo evit quement-se hac a gompren en ber gomsou an actou principal a feiz, a adoration, a esperanç, a garantez hac a gontrition, gant ar gommunion spirituel.