A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 60-63)



Da vam Doue.
————

Broc’hall, a leverer a bell-zo, eo Rouantelez Mari, Regnum Galliæ, Regnum Mariæ. Ar Verc’hez santel a ziskuez deomp he unan pe ger guir eo ar c’homzou-ze dre ar zoursi a gemer euz ar vro-ma dreist ar broiou all. Anat eo ez eo eno eur vam ato en aoun na zigouese eun drouk bennak gant he bugale, eur Rouanez ato nec’het gant aoun na deufe an enebourien da ober distruch en he Rouantelez. Setu hi, abaoue eun nebeut bloaveziou zo, oc’h en em ziskuez teir guech var douar Frans, e meneziou ar Salet, e Lourd hag e Pont-Mean. Er Salet e tiskueze beza ankeniet, e scuille zoken daelou o lavaret e voa deut breac’h he map ker pounner ma na c’helle mui miret outhi da skei ar bopl a Frans abalamour d’an dizurziou ma en em roe dezho, dreist oll al leoudouet hag al labourou da zul. Discleria a rea ar goaleuriou a iea da goeza var ar vro, ma na zistroe ket an dud oc’h Doue.

E Lourd e laka sevel dezhi eun iliz el leac’h ma en em ziskueze, evit dre ar burzudou a dlie da ober eno, lacat ar gristenien da zont di e pelerinach, ha dihuna evelse ar feiz en ho zouez.

Ar Salet ha Lourd zo anavezet avoalc’h gant an oll ; leveromp epken penauz eo en em ziskuezet e Pont-Mean. Setu ama petra a leverer :

Ar Verc’hez a zo en em ziskuezet da vugale en eur bourg a ganton Landivy, e departamant Mayen, d’ar 17 a vis Genver diveza.

Eur potrig unnek vloaz a ioa, he dad hag hen, o pilat lann en eur c’hranch. Ar potrig o veza deut er meaz, hag o veza savet he benn da zellet, a jomas sebezet o velet a zioc’h eun ti eur vaouez vraz ha caer, ganthi eur zae c’hlas goloet a stered, ha var he fenn eur gouel du eur gurunen aziouthan. He c’hurunen hag he boutou a ioa en aour.

Ar bugel a c’half he dad ; hema a deu da zellet, ne vel netra, a ra goap euz he vap, hag a ia adarre d’he labour.

Gouscoude ar potrig a vele ato an itron. Gelver a ra he vam ; houma ne vel netra ken nebeut, a scandal ar potr kez hag a lavar dezhan eo diot.

Neuze e c’half he vreur nao bloaz hag e lavar dezhan dont en he gichen, hag hema a vel ive an itron gaer. Caer o deuz an daou goz gourdrouz, an daou vugel ne droont ket ho daoulagad divar ar skeuden skeduz, hag a lavar a dam e tam penaoz eo great ha guisket.

Ar brud a ieas buan dre’r bourg, hag en em zestumaz aleiz a dud eno. Diou c’hoar zo eno oc’h ober scol hag a deuaz ive ; hogen nag hi nag ar re vraz all ne velent netra. An diou c’hoar a ieas d’ho zi, hag a deuaz adarre o tigas gant ho teir euz ho merc’hedigou, unan daouzek vloas, unan nao bloaz hag unan eiz vloaz anter. Kerkent ha ma voant digouezet, ar gosa euz an teir merc’h a lavar :

— Ar Verc’hez Vari eo ; oh ! nag hi zo caer !

— Kement eo ha c’hoar Vitalina, a lavaraz an hini nao bloaz. Hag en em lakejont da lavaret penauz edo evel ma o devoa lavaret an daou botr.

Neuze an oll a jomas souezet ha nec’het. Mont a rer da glask an Aotrou person, ha kerkent ha ma voa digouezet ar vugale a lavar :

— Eur groas ruz o sevel var bruched ar Verc’hez !

Ar person a lavaras : pedomp, va bugale ; leveromp ar chapelet.

Dre ma lavaret an Ave Mariaou, ar stered a greske an niver anezho var sae Mam Doue. Evel eun hed guenan oant, eme ar vugale.

Varlerc’h ar chapeled e voue canet ar Magnificat.

Neuze e tispacaz eur ruban guenn, hir ha ledan, eur rouden aour varnezhan, hag e voue lennet ar c’homzou-ma e lizerennou bras :

« Pedit-ta, va bugale. Doue ho silaouo ne vezo ket pell. »

Ha goudeze ar c’homzou all-ma :

« Va mab en em les da veza touchet. »

Ha varlerc’h an dra-ze neuze eur pez barren rus.

Epad ma lavaret ar chapeled, e voue kerc’het eur bugelig all a c’huec’h vloaz, hag hema a vele ive ar Verc’hez.

Mes an hini a lakea muia sellet outhan, oa eur bugel trivac’h miz, a ioa eno var breac’h he vam, hag a zride, hag a astenne he zivrec’h, hag a zache o clask mont da gaout an itron gaer ; ha pa glaske he vam he drei da zellet e lec’h all, e crie hag e neze he gorf ken na veze troet oc’h al leac’h ma lavare ar vugale e velent imach mam Doue.

Goude ar Magnificat e voue canet an Inviolata. Epad ma he c’hanet, ar Verc’hez santel a zavaz eun tamig he daouarn hag a vusc’hoarzaz oc’h ar vugale.

Neuze e voue canet ar Salve, Regina.

Mari neuze a dosteaz he daou zorn an eil oc’h egile evel evit dougen eun dra bennag, hag e voue guelet eur groas ruz etre he daouarn. Ar c’hrist a ioa rusoc’h hag astennet var ar groas. Azioc’h e zoa scrifet e lizerennou bras : Jesus-Christ.

Cana a rejot c’hoas kanticou hag al litaniou.

Neuze e savaz eur c’helc’h glas tro var dro d’ar skeuden ha var ar c’helc’h-ze, e kichen an treid hag e kichen an diouscoas, pevar bilet ber. Neuze euz a zindan treid ar Verc’hez e savaz eur stereden pehini a elumaz ar pevar bilet hag a ieas goudeze d’en em lacat etouez stered ar gurunen.

Erfin e voue guelet ar Verc’hez evel pa vije o sacha a dre he c’hein eur gouel guenn, bras meurbet, gant pehini en em c’holoe oll. Ne velet mui nemet beg ar gurunen ; hag eur pennad goude ne velet mui netra.

Kementse a ioa padet teir heur, adalek c’huec’h heur bete nao. — Caer zo bet o clask gourdrouz ar vugale, n’eus morse gallet ho lacat d’en em zislavaret var ar pez o doa guelet.

————