Pelerinach Rumengol

A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 64-72)



Pelerinach pe Pardon Rumengoll.
————

Pelerinach Rumengoll eo, me gred, ar c’hossa eus ar re zo darempredet e Breiz-Izel, hag ar pardon so, a dra sur, ar c’haera eus a bardoniou escopti Kemper. Hervez eur greden so etouez an dud, pa voue beuzet Ker-Is, ar Roue Grallon a lakeas sevel ar genta chapel pe ilis so bet e Rumengoll, evit trugarecat Doue hac ar Verc’hez da veza savetet dezan he vuez. Guir eo ez euz hirio tud goueziec ha ne gredont ket e ve bet morse na Ker-Is na Roue Grallon ; var gementse n’em eus netra da lavaret ; guelet a ran epken penaus goude beza lavaret deomp : « Ar pez a gredit ne ket guir » n’o deus netra da rei deomp e leac’h hor c’hreden. Plijadur o devije great gouscoude da gals o lavaret dezo peur ha perag eo bet savet pelerinach Rumengoll, mar en em drompl tud ar vro var ar poent-se. Ma na ellont ket deski deomp peur na perag eus bet savet eno eul leac’h a zevosion, peur na perag eo comanset an dud d’he zarempred, e ve marteze couls dezo hon lezel da heul creden hon tud coz.

Hogen, daoust d’ar mare ma eo comanset ar belerinet da vont da bardona da Rumengoll ha d’an abeg o deus bet da vont di, ar pez ne ell den da viana da nac’h, eo ez e cresket a nebeut so an devosion evit an Itron-Varia-Remed-Oll. Abaoue ma en deus an Aotrou’n Escop a Gemper curunet eno imach ar Verc’hez ; abaoue ma za di he unan bep bloas evit henori Rouanez an En ha rei mui a zolanite d’ar gouel, an niver eus ar re a ia di da bardona so ive cresket kals.

Ar pez a rent caer eur pardon, eo an niver eus an dud a deu dezan, ha muioc’h c’hoas an devosion gant pehini e teuont. Niveri an dud a deu da bardon Rumengoll, den ne oufe hen ober. An ilis o veza eat re vian pell zo, eo bet red sevel eun auter en eur parc bras evit ma c’helje muioch a dud clevet assamblez an oferen. Brema mar carer sonjal penaus epad tri dervez ha diou nosvez, var gement hent a gundu di, e vez tud o vont evel eur procession ep distag ebet ; mar sonjer penaus, epad an daou zervez, adalec peder heur dioc’h ar mintin bete creizdeiz, e vez oferennou ep ean, hag e vez leun chek da bephini an ilis, ar parc bras hag an oll frankizennou zo var he dro, petra bennag ma za ar belerinet kuit dre m’ho devez clevet an oferen ha great ho devosion ; mar sonjer pet mil a ell clevet eno an oferen var eun dro, e c’helfet tostât da c’houzout an niver euz an dud a vez eno er pardon-ma.

Evit an devosion, pardon Rumengoll ne d’eo ket evel calz a bardoniou-all da bere e za aleis ha ne ouzont ket evit petra e zeont ; a ia evit ho flijadur, evit guelet ha beza guelet. Mar da unan bennag er c’his-se da Rumengoll, an niver anezho so bihan. Ama e c’hoar pephini evit petra en em laca en hent. Ama pephini en deus eur c’hras bennag da c’houlen. Bez en deus eun izom, eun anken bennag hag a ra poan dezan. Bez’en deus, var he gorf pe var he speret, eur gouli bennag, hag e za da c’houlen ar pare. Marteze en deus bet eur c’hras hag e za da drugarecat he vadoberourez.

Evit gouzout e zear di dre zevosion, eo avoalc’h guelet an dud o vont a vandennou, dreist-oll en noz, lod o cana eur c’hantic pe eur vers devot benag, lod o lavaret, a vouez huel, ar chapeled pe ar rozera, lod-all devotoc’h choas, o vont en ho fart ho unan, ep lavaret ger ous den, diarc’hen ha var gorf ho roched, eur vialen en eun dorn hag ho chapeled en eun dorn-all, o pidi hed an hent ep eana tam. Avoalc’h e ve ho guelet, digouezet e Rumengoll, lod an daelou en ho daoulagad, lod all al laouenidiguez peintet var ho zal, oll ar fizians merket var ho bizach. Lavaret a rafet oc’h ho guelet : setu aze bugale hag a zo deut a bell evit guelet ho mam vad ; ar pez a zo guir. Nag a bec’herien a gaf eno ar pardon eus ho fec’hejou ! Ne ve ket eas niveri ar c’honfessionou a vez great eno epad an derveziou-se. Diessoc’h ve c’hoas niveri ar c’hommunionou ; rag ouspen ar re a deu di da dostat ous tribunal ar binijen, ez eus cals hag a ia da gofez en ho farrez araog en em lacat en hent ; hag ar re-ma, a gredan, eo en em gemer guella. Stang e veler eno tud deut var droat ha var iun, eus a zeg, daouzeg, pemzeg leo hag ouspen, evit receo Doue en ilis Rumengoll.

Pardon Rumengoll so eun testeni eo c’hoas beo ar feiz etouez ar Vretonnet ; bez eo eun testeni eus ho fisians e Mam Doue. Ar Verc’hez ive a ziskuez e plij dizi devosion Breizis evit al leac’h santel choazet ganthi, rag en em blijout a ra o ranna eno gant largentez he madoberou entrez-ho. Dre ma cresk feiz ha fizians an dud, e cresc ive an niver euz ar grasou a ro bep bloas. Her guelet a rer dre an testeniou a jom eno varlerc’h ar belerinet, hag a dra sur ne anavezer nemet eul lodennig vian eus ar grasou a recever e Rumengoll.

Ra gendalc’ho ar Vretonnet da gaout fisians er Verc’hez ha da zont d’he bizita d’he zi ; mes ra gendalc’hint da zont gant feiz ha devosion, evit ma c’hello ho mam dener ho digemeret mad ha rei dezo ho goulen.

Ar pardon-ma evithan da zont beb bloaz, a zo ato gortozet bep bloas gant mall ha prez, a laca estlamet bep bloas ar re a deu dezhan. Eun dra bennag euz an env so er pardon-ze, rak morse ne deu da enoui, da skuiza ar re hen darempred, ato her c’haver caeroc’h caera bep bloaz, eleac’h traou an douar a deu da skuiza ha da enoui dre ar voazamant.

Ar pez a zo eno euz an env eo ar feiz ; eno e veler skedus feiz Breiz-Izel var dal hag e daoulagad ar bardonerien. Pebez kem etre an dud-ze pa vezont gant ho labourou, pa vezont er foariou ha marc’hajou o kemeret soursi euz a draou ar bed-ma, hag ar memes tud deut da bardona da Rumengoll, deut da henori rouanez Breiz-Izel, deut da c’houlen eun dra bennak diganthi ! Lavaret a rafac’h ne deo mui ar memes re ; n’o deus mui ar memes ear. Pa ho guelit en emel eus ho aferiou e leverot : Setu aze bugale an douar ; setu aze bugale ar bed ; pa ho guelit deut da bardona eo red mad deoc’h lavaret : Setu aze bugale Doue : setu aze bugale an env ; setu aze christenien ! Sin ar c’hristen a lennit splam ha sclear var ho zal, var ho daoulagad eleac’h ma velit o para hag o skedenna sclerijen ar feiz ; var ho muzellou a velit o finval hag a ziskuez dre an doare ma finvont ema ar galon a unan gantho. Oh ! nag a bedennou c’hoeg ha caloneg a zao ac’hano etrezeg an env ! Pebez drid-calon guelet ken aliez a vil den unanet o pidi, oll er memes sonj, oll o veuli an hini so var eun dro mam da Zoue ha mam dezho ho unan !

Evit ar pardoner, ar beden-ze goustadic, ar finvmuzellou-ze sioul ha didrous ne d’eo ket avoalc’h. He galon so re leun, he galon so barr ; al leunder-ze a rank scuilla dreist. Ne ell ket chom ken didrouz-ze ; red eo dezhan cana. Ma n’en deus ket bet c’hoaz he vennad, e can evit he c’houlen ; mar en deuz bet ar pez a c’houlenne, e can evit trugarecat ; ha pa ve zoken an anken, ar c’hlac’har en he galon, e cano ato meuleudi he vam vad, ar vam a drugarez.

Ar re n’o deus ket a feiz, pe ar re o deus nebeut, a rafe vad dezho mont di, ha chom eno eun nebeut da zellet ha da evessaat oc’h ar bardonerien-ze. Ma ne deo ket maro tre ar feiz en ho c’halon, mar deus c’hoaz eun eulfen bennag enhi, e teufe ep mar da zihuna, da entani e creiz eun hevelep grouez. Eno e velfent ez eo e guirionez beo ar feiz e Breiz-Izel. Eno ne c’hoare ket evel en assambleou ar bed ; n’eus ket a hano da ebatal na da ziskuez dillad kaer, braventeziou ; ne d’ear ket di evit guelet nag evit beza guelet. Eno ne zeller nemet oc’h mam Doue, nemet oc’h an Itron Varia remed oll. Eno e veler mesk e mesk ar paour hag ar pinvidik ; an dud a zanvez hag an noblans kercoulz hag ar goueriadet ; eno e veler ar re a zoug seiz ha daftas stouet var ar boultren, mar deo caer an amzer, pe var ar pri, mar deus glao, kercouls hag ar re ne deus var ho zro nemet lian ha mezer divalo. Eno e velit tud a reng huel oc’h taol ar gommunion mesk e mesk gant al labourerien douar, gant ar vicherourien, ar vartoloded, hag ar bardonerien a bep stad hag a bep corn euz ar vro deut di gant poan ha skuisder vras diarc’hen ha var gorf ho roched. Eno e velit ar veleien divardro, deut di epad tri dervez da zicour person ar barrez, skuis maro o cofez ar bardonerien, red dezho avechou dont er meaz da denna ho halan, rag an ilis so evel eur forn c’horet kement a dud a zigouez enhi, ha daoust d’ho ners calon ha d’ho c’hourach, daoust dezho da labourat adalek peder heur dioc’h ar mintin beteg unneg heur dioc’h an noz, e chom gouscoude eun niver braz a bardonerien ep gallout tostat oc’h ar gador gofez. Bez’e vez eno gouscoude, epad tri dervez, pemzek pe c’huezek beleg ha ne deont nemeur euz an ilis na nos na deis.

Bet oan diaraok meur a vech e pardon Rumengoll ; morse avad n’em oa eveset outhan evel am eus great er bloa-ma e 1869, hag evelse ec’h ellan coms gant hardiziegez euz ar pez so tremenet enha. Ar pez a vercan am eus guelet va unan, ha ne ket var lavar re all.

Ne d’oun mui souezet ez afe an Aotrou’n Escop bep bloas d’ar pardon-ze, en despet d’he skuisder, rak bep bloaz e teu di goude pe e creiz ar veach a ra bep nevez amzer dre he escopti evit rei ar gouzemen. Eno e guirionez he galon a Escop a dle dridal o velet feiz he vugale a Vreiz-Izel.

Er bloa-ma, a leverer, ar pardon so bet caeroc’h evit biscoas. Niveri an dud so bet eno d’ar zadorn ha d’ar zul a ve diez ; evidonme ne glaskin ket hen ober. Pa zonjer penaus d’ar zadorn vintin ne deo ket braz avoalc’h ar bourg nag ar parkeier divardro evit digemeret ar bardonerien deut di dindan noz ; pa zonjer penauz antronoz vintin azaleg an oferen genta da beder heur beteg an diveza, da lavaret eo bete creis deiz, e vez meur a vil den e pep oferen hag a ia kuit pa o deus great ho devosion ; pa zonjer ez eo ar memes tra d’ar zul, pe kentoc’h ez eus c’hoas muioc’h a ingroez d’ar zul, lennerien ar gazeten n’hem blamint ket ma ne gredan ket lavaret pet mil den a so bet er pardon-ze.

Lavaromp eur ger epken euz ar pez zo tremenet d’ar zadorn da noz ha d’ar zul. D’ar sadorn da noz, pa voa digouezet an Aotrou’n Escop, e voe great ar brosesion. Eur park braz a zo eno, tri pe bevar dervez arad dindanha, hag en dro dezhan ez eus great eur vali gaer ha ledan. Hogen bez’e voa eno tud avoalc’h evit carga ar vali-ze evel eur chapeled en dro d’ar park, hag an anter euz an dud-ze a ioa pardonerien, eur pilet coar var elum gantho en ho dorn. Da noz an tour a voa goulaouet hag ive an tiez er bourg, ha ker sklear e voa evel e creiz an deiz. Meur a vil den a ioa eno ha n’o deus bet ken guele nemet al leton, hag evit-se n’eus ket bet an distera dizurs. Epad an noz n’oar ket eanet da gana canticou en henor da Itron Varia Rumengoll. Eun dudi oa clevet ar c’hanaouennou-ze e pep corn tro var dro d’an ilis brudet-ze. Ar re n’o devoa ket a vouez da gana, a glevet o lavaret ar chapeled pe ar rozera a vouez huel.

Ar bardonerien a voa bet eno o tremen an noz, hag ar re a voa digouezet dioc’h ar mintin, a voa en em dennet evit an darn vuia goude beza clevet an oferen ha great ho fedennou. Hogen kement-se ne vire ket na voa tud avoalc’h evit an oferen bred. Ar parc eleac’h ma caner an oferen, hag a zo da nebeuta daou zervez arat dindanha, an hent ledan a so tro var dro d’ar park-ze, an dachen a so etre ar park-ze hag an iliz, an tu euz ar vered a zell oc’h ar park, an oll gleuziou tro vardro, ha beteg ar guez a ioa ker carget a dud, ma ne velet nemet pennou, ha ma voa red mad da bephini chom eleac’h ma voa rak ne allet mui na mont na dont. Ar bobl a ioa eno a ioa evel eur mor.

Ne gredan ket ec’h alfet caout netra caeroc’h, netra hag a ziscouesse guelloc’h feiz eur bobl christen, evit guelet eur mor a dud evelse o clevet an oferen canet gant solanite, o silaou eur brezegen gant ar brasa evesdet, ep finval, ep an distera trouz, evel pa na vije nemet eun den en dachen vraz-ze.

Ar prezeger en deus digoret he brezegen en eur lacat e kem ar bardonerien a voa eno gant ar bobl a Israel deut da veuli ha da drugarecat Judith goude m’e devoa dibennet ar brezelecaer braz, an den criz Holofernez. Mari e deus great mil guech muioc’h evidomp eget n’e devoa great ar brinsez-ze evit pobl Doue. Ne devoa great nemet tenna divarnezho ar sclavach pe ar maro, maro ar c’horf epken, ha Mari e deus flastret he benn d’an aerouant ha roetdeomp eur Zalver en deus tennet divarnomp ar maro eternel.

Leac’h o deuz eta ar gristenien vad da ziredet d’ar plasou Santel evel Rumengoll da veuli ho rouanez, d’he zrugarecat, da c’houlen he zicour. Izom on eus sicour digant mignonet Doue, ha piou en deus gallout dirak Doue evel ar Verc’hez ? Piou a vezo silaouet gant Jesus ma na vez ket he vam Santel ?

Mam Doue ! Piou a oufe compren pe gen huel eo savet Mari o tont da veza mam da Zoue ? An lliz, er guel a gementse, e deuz evel aoun o pidi ar rouanez vraz-ze, hag araog he meuli, e c’houlen he otre. Dignare me laudare te, virgo sacrata. Ne allomp-ni ket lavaret anezhi ar pez a lavare S. Paul euz a Jesus-Christ, evel den hueloc’h eget an oll ælez : Petra eo an ælez ? Cannadet. — Da behini anezho en deus biscoas lavaret Doue an Tad : c’hui eo va map ? — Da behini ive eus ar sperejou euruz en deus lavaret Doue an Tad evel d’ar Verc’hez : C’hui eo va merc’h ; Jesus-Christ : c’hui eo va mam ; ar Speret Santel : c’hui eo va fried ?

Hogen bez’ez eus lec’hiou Santel, hag eno an otre da bidi ha da veuli mam Doue a so roet ganthi he unan dre ar burzudou e deus great enho, dre ar grasou a ro enho dalc’h mad. Dre ar burzudou hag ar grasou-ze e c’half he oll bugale da zont di. Rak Mari oc’h penn ma’z eo mam Doue a zo ive hor mam. Diskuezet e deuz e meur a c’hiz ha meur a vech e carie ar Frans, e carie Breiz-Izel. E Frans eo e deus bet ar vadelez d’en em ziskuez an teir vech diveza ma’z eo bet guelet var an douar, var meneziou ar Salet e Lourd hag e Pont-Mean.

Ar Vretoned a dlefe derc’hel sonch mad euz eur gourdrous great var menez Salet gant mam Doue d’hor bro, euz eur gentel roet deomp hag a dlefemp da heuilla ep manc. Lavaret e deuz e voa al leoudouet hag al labourou da zul eo a entane coler Doue a enep hor bro. Na ancounac’haomp eta morse ar gentel, ar gourdrouz-ze deut euz an Env.

Ar prezeger en deus goudeze roet eun ali bennak d’ar bardonerien. Meulet en deuz ho feiz hag ho devosion a velet eno ker beo ; ho aliet en deus da lacat ato da dregarni meneziou ha traoniennou Kerne kercoulz ha plenennou Leon dre ar c’han a ganticou ha meuleudiou ar Verc’hez, da zont da velet an Itron Varia remed oll, mes ato gant devosion, ha da vont en dro d’ar gaer en eur veuli ho mam vad evel ma voant deut en eur he fidi.