- Spered santel Doue, m’ho ped roit d’in ar c’hras
Da ziskleria ervat eur mister zo ken bras :
An donedigez kaer eus Jezuz, Mab Doue
Deut henoz er bed mañ e-kreiz ar baourentez.
Diskan.
Nouel, Nouel, Mabig-Jezuz,
Ken koant ha ken karantezus
Ni hoc’h ador en ho kavell,
Hon joa zo bras : Nouel, Nouel !
- E oamp ouz e c’hortoz, oar den pegeit e oa,
Da zont war an douar evit hon dasprena ;
Degouezet eo an eur ma vezimp dinec’het,
E kerig Betleem Jezuz a zo ganet.
- An Nenv hag an douar o welout ar bugel
A drid a levenez en eur gana Nouel ;
Klevout reer en oabl moueziou ar Baradoz,
Hag eur sklaerder dispar splanna ’-kreiz an noz.
- E-kichen Betleem eun ael a ziskennas,
Gantan eur c’helou kaer, ar c’haera bet biskoaz :
« Dihunit, emezan, ha savit, pastored,
It d’ar c’hraou da welout ho Salver zo ganet. »
- Pa glev ar bastored eus e berz ar mister :
Oa deut war an douar o Mestr hag o c’hrouer,
E lezont o denved war ar roz da beuri,
Evit mont ’-trezek kêr raktal d’e adori.
- N’oa ket c’hoaz sklaer an deiz pa gavjont ar bugel
En eur c’hraouig dister, eur prezeb, e gavell :
Da c’holo e gorf paour, eun tammig lienenn,
Hep eur bannac’hig tan, ha kriz ar yenijenn.
- Hag int war o daoulin tro-war-dro d’ar Bugel ;
D’ober eur bedenn gaer ha da gana Nouel ;
Rei a rejont d’ezan diwar o faourentez,
Pep hini e damm prof, eur merk a garantez.
- Me ho ped holl, poblou, heuilhit ar bastored
Adorit ho Krouer war ar plouz astennet ;
Ha sonjit dirazan e ranko, pa vo bras,
Astenn e izili evidoc’h war ar Groaz.
- Diwar e baourentez ’teu hon pinvidigez ;
Deut eo d’hon kennerza dre e sempladurez ;
Dont da ren ’n hon c’halon Hon Salver ne glask ken
Pegen bras e c’hlac’har ma vefe kollet den ?
|