Diou goñchenn ar wrac’h

Le Dault, 1950  (p. 224-226)




Diou goñchenn ar wrac’h


Gwechall e oa eur wrac’h koz-koz, ha ma vijen bet beo neuze ne vijen ket bet bremañ.

Koz-koz e oa ar wrac’h, met nag hi na gour ne ouie pe oad he devoa.

Eur manac’h hag e vevel a oa o vale eun devez, hag int ha digouezout e ti ar wrac’h.

« Benniget ra vezo an ti-mañ ! » eme al lean.

« Benniget an nep a zeu ennañ ! » eme ar wrac’h.

Hag ar manac’h a mont tre, ha goulenn ouz an hini goz : « Pe oad oc’h ? »

« Abaoe va ugent vloaz. » emezi, « am eus lazet eun ejenn bep bloaz ha taolet plañkenn e skoaz gleiz er solier aze ’krec’h an ti. Kont ar plankennou-se hag e ouezi va oad. »

Hag ar manac’h a lavar d’e vevel : « Pign er c’halatrez, ha gra niver an eskern ! »

Sevel a ra ar mevel er c’hrignol, hag heñ : « N’oun ket evit mont e-barz ken leun ma ’z eo. »

« Ma ! taol anezo en traon hini hag hini, hag e ouezimp pet ’zo anezo. »

Skuiza a eure buan, rak eun hantereur a oa ma tiruilhe eskern ha, war a lavare ar mevel, e oa eno c’hoaz nao gement- all.

« Ma ! » eme ar manac’h d’ar wrac’h, « peogwir oc’h ker koz, hoc’h eus gwelet meur a dra emichañs ? Livirit unan d’in. »

« A galon vat. Setu. Eun devez edon o c’horo ar saout. An heol a oa skedus. A-greiz va labour e welis eur goumoulenn deo o tispaka. Hastomp, a soñjen, hastomp distrei d’an ti pe glebiet e vezin. Hogen, o sellout, n’eo ket glao eo a welis ; eur vaouez ne lavaran ket, eur vaouez ker gwenn hag eun alarc’h war eul lenn. Evel eur barr-avel e tremenas dirazoun ; hag hi a yae buanoc’h eget an avel zoken. Nebeut goude, setu daou gi o redek, daou bez-ki bras, daou droatad teod e-maez o genou. War-lerc’h ar chas eur wetur zu, stag daou varc’h outi. Chom a reont a-sav dirazoun hag eur vouez a c’houlenn ouzin : « N’hoc’h eus gwelet den o tremen ? »

« Eo, avat ! Eur vaouez wenn o nijal buanoc’h eget an avel war-du n’ouzon dare pelec’h. »

« War-du ar Baradoz. Hounnez a zo eur bec’herez hag a zo d’in, diaoul ma ’z oun ! Ma ne vez ket tizet gant va daou gi bras, a-barz ma vezo e toull dor an neñv, ar Werc’hez a choupo anezi ennañ dreist ar voger, ha me, chomet va fri war ar gloued, a c’hello mont da sutal brulu da Venez-Arre. E mod-all e vezo d’in… »

Antronoz, setu an diaoul o tont en-dro.

« C’houitet oun war va zaol, » emezañ d’in.

« Gwell a ze, » a soñjis. « Mat eo, eta, beza devot d’ar Werc’hez, dor ar Baradoz… »


« Gwelet hoc’h eus eun dra bennak-all c’hoaz ? » eme ar manac’h.

« C’houec’h sizun goude beza gwelet an diaoul em boe lizer da vont d’eun interamant. Mont a ris. Ar c’horf maro a oa en eur serch. Pevar den a zeuas, met ne voent ket gouest d’e zibrada. Pevar-all a grogas c’hoaz. Tamm gwelloc’h ne voent. Pevar-all adarre. Hag an arched ne ziloc’he ket ganto. Spontet e voe an holl nemedoun. Ha me goulenn :

» Pe seurt e oa hemañ ? »

« O tiwall deñved e veze. »

« Petra en deus graet ? »

« N’ouzomp ket. »

Ha setu pevar den o tont da lavarout : « Ni hor pevar a gaso anezañ d’an douar ! »

Hag int ha kregi e pep a benn eus an diou vaz-dougen, hag en hent hep goulenn digant den pelec’h kas ar c'horf. Buan-buan e kerzent ha bec’h am boa o vont d’o heul. An dud-all a oa chomet war hon lerc’h, ha ne oa ken nemedoun. Hag ar pevar den o trei war-du ennoun :

« Alo, gagn goz ! dont a ri c’hoaz ? »

« Piou oc’h ? »

« Pevar diaoul, kig hag eskern. Hag an den-mañ a zo d’eomp. »

« Perak ? »

« O tiwall deñved e veze. »

« Gouzout a ran. »

« Met an deñved-se ne oant ket d’ezañ. O gwerza a rae koulskoude, ha mirout an arc’hant. Ha setu perak e teu ganeomp d’an ifern, rak kofes e bec’hed n’en deus ket graet morse. »

Hag eun toull a zigor ; an arched a gouez ennañ : c’houez ar c’hig suilhet a glevan. Skrijal a ran, gwennaat a ra va bleo… Hag ac’han d’ar varn ne varvin ket, siouaz !


Ar Bobl,
ebrel, mae 1906