Eil levr - Chap. II.

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 121-123)






CHABIST II.
Eus ar baourentes a galon.


Ar Servicher.

Petra n’ho poue-hu qet da soufr en ho paourentes, ô Guerc’hes, mam Doue ! Mæs n’e rejoc’h qet, evit qement-se, an disterra clem.

Evel-se an dud n’ho devoue qet ar sonch d’ho soulagi.

Mæs penaus e c’haljoc’h chom eb disques da Jesus ar rigol eus ho stad ! Mam Doue n’he devoa nemet parlant, he mab n’en devoa netra da refus dezi.

Eur goms ebqen ho pige lavaret, eur sin ho pige great da Jesus, ha dioc’h-tu an Æles a vige deuet d’ho servicha ha da fournissa deoc’h an oll sicourou necesser.

Mari.

Va mab, pinvidic aoualc’h e vezer, pa bosseder Jesus.

Un ene a behini Doue a so ar mad uniq, ne vel nemet gant dismeganç ha yenien madou ar bed-ma, hac a gonsant, a volontes vad, beza paour.

Me a vele Jesus, roue an evou, mæstr ar bed, pehini, a binvidic ma zeo dre e galite a Zoue, a so en em c’hreat paour evit pinvidicaat an dud dre e baourentes.

Me a laqea va gloar d’e imita.

Eürus ar re a so paour a galon hac a volontes vad, pere, oc’h imita ar squer divin-se, a renonç da vadou ar bed-ma evit sonjal ebqen da acquisita pinvidiguezou carantes Jesus ha madou ar barados !

Eürus int m’ar dint henvel ous Jesus, m’ar souffront eveltan effejou ar baourentes, ha mar ho deus ho c’halon tout-a-feat distag dioc’h an arc’hant hac an danves, a bere e læs gantho an usach var an douar !

Mæs meur a hini eus ar re a so paour, a so pell bras dioc’h ar berfection da behini e zint galvet, dre o stad memes.

Calon ar beaurien-se a so alies qer stag oc’h ar madou dister pere a ellont da bossedi, evel oc’h ar madou bras, ma vent etre o daouarn.

A lavaret a eller e zoar paour evit Jesus-Christ, pa zesirer caout commodite ar re binvidica memes ?

Jesus, ganet paour e Bethleem, bet paour e Nazareth, maro paour var ar groas, ha qement-se tout dre e choas hac e volontes vad, a dlefe beza squer an oll gristenien.

Mæs, dreist peb tra, pebes consolation evit ar re a so ganet paour. Pebes exhortation, pebes qentel evitho da chom paour a speret hac a galon !

Pebes condaonation evit an dad nobl, ar brincet, ar baysantet pinvidic, pere a ra ho Doue eus ho arc’hant, ha pere a ves inconsolabl, pa gollont anezan.

Ar Speret-Santel n’en em drompl jamæs, ha ne ell qet ho trompla.

Lavaret a ra da lod ebqen eus an dud, abandoni ho danves, en em denna er c’houenchou, ober vœu, a baourentes ; mæs d’an oll dud, d’ar re binvidic ha d’ar re baour, e c’hordren[1] distaga ho c’halon dioc’h danvez ar bed-ma.

Doue ne ell qet ren e calon un den pehini a so re stag e galon oc’h madou an douar.

Na zezirit eta, va mab, madou ar bed-ma nemet e qement a ma zint necesser deoc’h evit en em antreteni ha beva.

Ar Servicher.

Oh ! peguer parfet e ven-me, ô Mari ! ma ne zezirfen qet madou perissabl ar bed-ma, ha ma en em c’hrafen paour a volontes vad, memes e creis va danves.

O Guerc’hes santel ! ne bermetit qet d’am c’halon dezirout qen pinvidiguezou nemet hounnes. Amen.

  1. Ps. 16.