Eil levr - Chap. XI.

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 156-159)






CHABIST XI.
Eus a sourci ar brovidanç en andret an dud just.


Ar Servicher.

Gant joa e sonjan, ô Guerc’hes oboissant ! er speret-se bepret ingal pehini a gonservchoc’h, pa oue ret deoc’h partial evit an Egypt.

Credi a reac’h parfoet penaus an Doue etre daouarn pehini en em abandonac’h, en dirige sourci ac’hanoc’h epad ho peach, ha ne vijac’h qet abandonet gantan pa vijac’h erruet e fin oc’h hent.

En effet, daoulagad Doue hac hi a elle mancout da veza digor varnoc’h ha var ar buguel divin a behini en devoa fiziet ar sourci ennoc’h ?

Nan, nan, ô Mari ! n’ho poa aon da gaout, na rac an dangerou eut an nos, na rac ar re eus an deis.

Adversour ebet na elle, nac ho surpren en e bechou, nac ho muntri dre e dauliou.

An[1] Autrou-Doue en devoa carguet e Æles d’ho tiouall. Urs o devoa da heuillia fidelamant oc’h oll,roudou.

Commandet en devoa dezo pellaat[2] diouzoc’h pep danger hac ho touguen, ma vige ret, etre o daouarn.

Hac e vige ar vro e pehini e zeac’h goloët a anevalet bac a loenet sauvach ha cruel, c’hui a dlie bale eb droug ebet var an aeret hac ar serpantet ; c’hui a dlie bressa dindan ho treid al leoun hac an dragoun.

Mari.

An Autrou-Doue en deus promettet, e meur a andret eus ar scritur, sicour ha difen ar re a laca ho fizianç ennan.

N’en em droublit eta jamæs dre occazion an ursou a ro Doue deoc’h, peguen dies benac e vent da accomplissa. Esperit ennan hac ho sicouro.

Hac e veac’h expozet d’ar vrassa paourentes, evit oboissa d’e volontes, en[3] em fizit var e sourci. E brovidanç n’ho læzo da vancout a netra.

Hac e veac’h exposet da c’hoaperes an dud vechant, d’o insultou, d’o phersecutionou, n’en em zigouragit qet.

Doue ho tifenno hac ho souteno[4] en amser ar chagrin hac ar boan. Ar fizianç о deus ennan an eneou just, a so un assuranç certen eus e sicour.

Mar seblant Doue o abandoni evit un amser, e ra dezo erfin caout[5] adarre ar peoc’h ha beza calm.

An dud a Vethuli a yoa en dizesper ha ne c’hortozent mui nemet ar maro digant arme an Assyrianet commandet gant Holophernes, ha gouscoude, en amser-se memes, Doue ho zadou-cos a zalc’he digor daoulagat e brovidanç varnezo, hac a reas dezo caout ar victor var ho inimiet dre un instrument sempl en apparanç, mæs crèn, abalamour ma en em serviche Doue anezan ; un intanves santel, hanvet Judith, о delivras.

Joseph, unan a vipien Jacob, guerzet dre jalousi gant e vreudeur, a laca e fizianç e Doue en e oll boanion ha chagrinou, ha Doue n’en abandon qet.

Calomniet gant greg Putiphar, e væstr, ebars en Egypt, eo condaonet injustamant d’ar prizon. Er prizon memes, Joseph a laca e oll esperanç e providanç Doue, ha Doue a ra e denna ac’hano, a ra dezan caout graç vad ar roue Pharaon, pehini a ro dezan ar sourci eus e oll rouantelez.

Gouscoude, providanç an Autrou-Doue ne zelivr qet atao ar re just dioc’h pep aon ha peb danger. Ne bourve qet atao d’o oll ezomou er feçon ma teziront ha ma er c’houlennont ; mæs, pe e tenn anezo eus ar vizer, pe о læs enni, e brovidanç ne qet nebeutoc’h admirabl.

Pe en ho læs da souffr injustiç abers ar re-all, pe en ne ra qet, ar memes tra eo admirabl en o andret.

Doue a rо dezo ar c’hraç eus ar batiantet en ho phoanniou, hac oc’ h he rei dezo, e ra muioc’h en ho faveur eguet na rafe ma ho c’hargfe a brosperite.

Pet christen a so pere a vanq a bep tra, ha da bere netra ne seblant mancout, qement int contant en ho stad !

Trugarecat a reont ar brovidanç, ha ne chenchfent qet ho stad miserabl gant stad eürus an dud a lêve hac a zanvez. Perac ? Abalamour d’an douçder a santont er batiantet pehini a ro Doue dezo.

Job, pehini a yoa bet qer pinvidic, ha pehini, dre bermission Doue, a gollas ha tud ha danves en un taul, a drugarecae, var e vern-teil, an Autrou-Doue. Perac ? Doue en devoa roet dezan contantamant, ha dre e resination da volontes Doue, e Veritas caout an anter muioc’h eguet ar pes en devoa collet.

Va mab, ho pet ives eta recours d’an Autrou-Doue en hoc’h oll ezomou. Bezit bepret leun a fizianç en e vadeles a dad en andret an oil.

Ha pa ho læsfe er viser er bed-ma, mar ho peus fizianç ennan, mar souffrit en union gant va mab Jesus, ho Tad pehini so en en ho recompanso eus e varados.

  1. Ps. 90. 6.
  2. Ps, 90. 11. et seq.
  3. Ps. 36. 39.
  4. Ps. 40.
  5. Ibid. 54. 23.