Eil levr - Chap. XII.

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 160-163)






CHABIST XII.
N’en deus condition ebet er vues-ma, e pehini ne alfet servicha doue, pa vezomp er stad-se dre volontes Doue.


Mari.

Va mab, рerac ar c’hlemou-se pere a rit var ar stad e pehini en em gavit ? Ne oufac’h qet, eme c’hui, servicha Doue er stad-se evel ma tle beza servichet.

An èn a so leun a sænt pere a so en em rentet sænt en eur stad henvel ous oc’h ini.

Me a gavas Doue er vro eus an Egypt, e pehini e voue ret din en em dransporti, evel ma em boa er c’havet er vro eus ar Judee, hac e rejon va fossubl d’er servicha eno evel e leac’h-all.

Nemet e conservor e partout graç ha mignoniach Doue, e tleer beza contant partout.

Seblantout a ra e tlie beza poanius bras din ha d’am pried Sant Joseph, quittaat an douar a Israël ; gouscoude e zoamp contant.

Pa vouemp galvet a darre d’hor bro, ne santchomp qen plijadur nemet an hini da ober bolontes Doue, pehini a yoa hor reglen uniq e pep tra.

Ma na glasqit qet, va mab, ober ho polontes oc’h-unan, mæs bolontes ho tad pehini a so en èn, neuse, contant eos ar stad e pehini en devezo ho laqeat, ne zezirrot hini all ebet.

Doue en deus merqet da bep-hini an hent dre behini e tle qerzet evit erruout er santeles.

En em ambusi hac en em drompla a ra an hini a sonch dezan gallout en em santifia dre un hent-all.

Ne aller qet beza sant, eb ar sicour eus ar c’hraç. Doue e ro da beb-unan erves ar musul necesser d’ar stad da behini er galv ha d’ar fonctionou da bere en destin.

Au hini a so en em dennet en eur gouent, ne dle qet regretti ar bed pehini en deus quitteat.

An hini a so angaget er bed, ne dle qet lavaret ne ell qet en em savetei ennan.

Ar stad a vues an assurra evit an eil hac eguile, a so an hini e pehini e fell da Zoue event.

E pe seurt condition benac en em gafet, ar silvidigues a zepand dioc’h ar fidelite d’ar c’hraç.

San Yan Vadezour a so en em santifiet var bord rivier Jourden, e pelec’h e falle da Zoue e chomge. Ne glascas qet sortial ac’hano.

Ar vuez a gundue an Ebestel oc’h heulia Jesus hac о receo e zoctrin, ne seblantas qet da Yan Vadezour capabloc’h d’er renta santel eguet ne voa an hini en devoa e-unan.

Nan, ene christen, ho micher ne deo qet dreizan e-unan control d’ho silvidigues.

N’en deo qet al leac’h nас al labour a dle santifia an den, mæs an den a dle dreizo en em santifia.

Alies eo nebeutoc’h dre garantis ha dre zezir eus ar vad eguet dre zefaut fermete er c’haracter, e songer mont en eur stad differant dioc’h an hini ma vezer ennan.

Petra a c’hounessot o chench ? Evit chench a blaç hac a gondition ne chencher qet a humor nac a garacter. Partout e cass an den e viçou fall gantan.

C’hui oc’h-unan, va mab, ha nonpas ho micher pe ho labour, a renqit da chench.

Santifiit hoc’h occupationou en ho micher oc’h o rapporti da Zoue, ha n’en em glemmot qet o lavaret e tissipont ac’hanoc’h.

An nombr bras a occupationou pere en deveus un den e pen eur rouanteles, ne viras qet oc’h David d’en em rei d’ar beden na da gana seiz guech en deis meuleudiou an Autrou-Doue.

Pell dioc’h ma virge an niver bras eus ho labourou oc’h ar sænt beza sænt, ho santeles memes eo ho rente capabl da en em acquita mad eus о occupationou.

Ar santeles ne gonsist qet о servicha Doue el lec’h ma falvesfe d’an den nac evel ma falves dezan ; mæs el lec’h ma falvez da Zoue, hac evel ma falvesfe dezan.

Mui e c’hlorifiot Doue o veza clan var ho quele, mar fell dezan e veac’h eno, eguet na rafac’h oc’h ober actionou caer a zevotion.