Eil levr - Chap. XVIII.

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 182-185)






CHABIST XVIII.
Eus ar vues cuzet.


Ar Servicher.

Plijet ganeoc’h, ô Guerc’hes santel ! expliqa din ar myster eus ar vues cuzet ha dianavezet-se pehini a gunduac’h e Nazareth.

C’hui ho pije gallet, oc’h en em zisques, gounit da Jesus cals a galonou ha cals a henoriou.

Mari.

Va mab, lacât a rean va gloar da imita Jesus e-unan, pehini a falveze dezan beza pell amser, var an douar, un Doue cuzet.

Deuet e zoa er bed-ma evit desqi d’an dud, dre e zoctrin, tec’het dioc’h an henoriou, beza humbl.

Dre e vues cuzet, e Nazareth, e roas an exempl arauc instrui.

An tad eternel a falle dezan beza henoret dre ar vues cuzet eus a Jesus, ha Jesus a breferas ar seurt bues-se d’ar burzudou en divige gallet da ober.

Dre an hent-se en deus disquezet penaus ar berfection hac ar merit, evit an nombr bras eus an dud, ne gonsist qet oc’h ober evit Doue traou bras, mæs oc’h en em occupi, pa zeo guir eo hounnes e volontes, a labourou ordinal, a vicherou dister ha disprijabl erves ar bed.

Falvezet eo gantan distrompla an dud dioc’h an ide faus en em c’hreont eus ar santeles memes ; car ne estimont netra ar santeles, ma na rear miracloun ha traou burzudus.

Mæs, dreist oll, condaoni a ra dre eno ar bres hac an hast o deus an darn vuya eus an dud d’en em zisques, an desir о deus da veza estimet, ha meulet.

Va mab, carit beza cuzet, dianavezet hac ancounac’heat. Nemet e viot cavet mad gant Doue, petra ra deoc’h santimant ar bed var ho sujet ? Ar bed a basse ha tout a basse gantan.

E Nazaret, me a bossede Jesus. Beza em boa e garantes, èn en devoa va hini. Petra a faut davantach evit beza eürus ?

Eur c’hougn bian a zouar e pehini e vefac’h tout-a-fæt dianavezet, hac e pehini n’ho pefe qen mad nemet ho crucifi, a dlefe seblantout deoc’h preferabl da oll balæziou ar rouanez.

Eno e cafac’h ar sourcen eus a zælou ar glac’har, evit en em voalc’hi bepret davantach dioc’h ho pec’hejou.

Eno, oc’h en em unissa bepret gant mui a familiarite gant Jesus, e cafac’h en e garantes, an tanva eus ar barados.

Eur vues cuzet ha retiret a seblant deoc’h trist, abalamour n’oc’h eus jamæs tanveat e douçder.

M’ho pige commancet d’e zanva, e cafac’h eo væn meurbet an henoriou hac ar plijadurezou eus ar bed, hac eo vænnoc’h c’hoas ar re ho c’hlasq.

Guir eo penaus, o veva pell dioc’h assambleou ar bed, e vezer alies sujet da c’hoaperes tud ar bed, pere a gav estonabl e tisprichfet ho divertissamanchou, mæs ar goaperes-se memes o deus un avantach bras, abalamour ma c’hunissont cals mui gant Jesus, pehini a glasqer ebqen.

Nebeut a dud a so, va mab, pere a vev e peoc’h, nebeut a so tud spirituel hac interior, abalamour ma zeus nebeut hac a gar en em denna eus a greis ar foul, evit chom ho-unan gant Jesus.

Beza e zeus, memes, pere a ra profession a vertus, e pere gouscoude e veler nebeut a vertus, e pere gouscoude e remerqer nebeut a vir devotion : abalamour ma vevont re zissipet ha ma caront re en em zesques, guelet ha beza guelet. Ho devotion a so tout e comsou.

En effet, æssoc’h eo parlant e guis tud devot, eguet n’en deo beza devot.

Ar c’hraç ne chom qet pell en un ene dissipet pehini a glasq tenna varnezi sellou unan-all, differant dioc’h ar pried celestiel, dioc’h Jesus.

Goulennit ous Jesus unan eus ar sclerigennou vras-se pere en deus roet d’e zænt, ha pere ho deus sclerreat ho speret var bonheur eur[1] vues cuzet e Doue gant Jesus-Christ.




  1. Coloss. 33.