Eil levr - Chap. XXI.
Victor Guilmer, 1836 (p. 194-197)
Doue a garantes, bezit binniguet da jamæs evit an union spirituel pehini a so pliget ganeoc’h antreteni gant ar Verc’nes santel-se, pehini ho poa choazet evit beza mam hor Salver.
Ha c’hui, ô Guerc’hes santel ! recevit ar meuleudiou just pere a veritit evit beza bet atao fidel da chelaou ha da heulia graç Doue.
Ne squissen jamæs oc’h admira ho vertuziou excellant. Mæs particulieramant ar pes a ra va admiration, eo an union stard ha continuel-se pehini a ouijoc’h conservi gant Doue.
Ho calon, goullo a bep affection, a bep attach eus ar grouadurien, a yoa evel eur barados cuzet ha mysterius, e pehini an Autrou-Doue en em blige oc’h ober e zemeuranç hac e pehini e chouissac’h e peoc’h, eus e brezanc.
Ar c’housqet ne dorre qet ar c’hommerç douç-se, hac e c’hellac’h lavaret, evel an ene devot : Cousqet[1] a ran, mæs va c’halon a veill, occupet a Zoue.
Petra na de roët din-me chom evel se unisset gant Doue, ha derc’hel oc’h an douar dre liamou va c’horf ebqen !
Va, mab, enr c’hraç vras am beus bet digant Doue da non pas coll jamæs, a vêl, e brezanç.
Mar tezirit ar memes faveur, commancit dre en em zigagi dioc’h pep affection terrien ha dre en em zistaga a galon dioc’h qement n’en deo qet Doue.
Coustout a rai deoc’h, guir eo, cals a boan. Mæs an union gant Doue, dre e c’hrac, pehini a vezo recompans oc’h effortchou hac ho sacrifiçou, ne oufe qet beza prenet re guer.
En em servichit, a hent-all, eus a guement so en dro deoc’h evit sevel ho speret varzu Doue. A bep tu e cavot mill sujet d’er meuli ha d’er glorifia.
An evou, pere a ruill gant qement a vajeste a zioc’h ho penn, a annonç deoc’h e c’hloar. An eclat eus ar stered a so un imach eus a c’henet her c’hrouer.
An immansite eus ar mor a zepeign deoc’h an immansite eus ho Toue.
Qement tra a zo partout dre ar bed a barlant deoc’h eus e berfectionou.
Tout, betec ar vianna fleuren eus ar prajou, a so evel eul levr digor d’ho taoulagad, pehini a zigaç sonch deoc’h anezan.
Eb sortial ac’hanoc’h oc’h-unan, e c’hallit caout ho Toue : e Doue ha dre Zoue, oc’h eus bues, mouvamant.
Doue eo a sclêrigen ho speret, a rumu ho polontes, a sco[2] var dor ho calon, a c’houlen[3] diganeoc’h ar galon-se, er feçon an denerra, ar garantesussa.
An Doue-se a bep madeles a veill var ho conservation, a gommand d’an amser, d’an ær, d’an douar fournissa d’oc’h ezomou.
N’eo qet eta necesser er c’hlasq pell diouzoc’h. Antreit ennoc’h oc’h-unan, taulit evez ous e brezanç : he rei a rayo da santout deoc’h e meur a fêçon.
Gueich e vezo dre sclerigennon vras, dre sclerigennou subit ; gueich dre un touch secret, dre santimanchou devot. Avechou, dre rebechou carantezus eus oc’h infidelite.
Diouallit na lacafac’h opposition d’an operationou differant-se eus ar c’hraç, dre eur scanvadures benac a speret pe dre un dic’hout volontier.
En em roit d’an exerciçou pere a ell ho touguen ar muia varzu Doue, d’al lectur eus al levriou mad, d’ar veditation, pa ho pezo amser ; d’ar gonfession, pa vezo red d’ho coustianç ; d’ar gommunion freqant, d’ar beden fervant.
En em acquittit eus an traou-se gant eur guir speret a religion.
En traou ordinal, var ho micher hac en ho condition, en em gonformit da zessinou ar brovidanç, pehini he deus evel merqet deoc’h an occupationou-se bemdes.
Na rit netra gant pres ha gant hast. Ar brecipitation, en traou santel memes, ne ell nemet noazout d’ar speret interior dre behini en em unisser gant Doue.
Pa viot er joa pe en dristidigues, na heuillit qet ho mouvamanchou hac ho santimanchou naturel.
Exposit ho calon, roit da anaout e stad, non pas d’an dud ordinal, mæs da Zoue, e secret, pe d’ho tirector, evit goulen e avis.
Carit ober pers da Zoue eus ar pes a ra ho tristidigues pe ho choa.
Considerit-en evel un tad pe eur mignon e calon pehini e c’hallit laqât gant fizianç ar sujet eus ho chagrinou pe ho choayou.
Dre ar fizianç-se, dreist peb tra, e c’hounezer calon Doue, hac e c’havancer en union santel-se eus an den gant e Zoue, pehini a ra douça consolation un ene christen var an douar.