Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 149-155)



§ XXV. — AR GATEDRAL HAG AR RUIO KEMPENNET GANT BLEUIO FRANS. — AN OFEREN BRED GANT PREZEGEN AR C’HARDINAL GIBBONS, ARC’HESKOB BALTIMOR, HA GANT KAN PALESTRINEL.


D’ar zul, an 13et a Wengolo.

Hirie eman an de bras, an de eman Londreziz o c’hedal ’pell zo, de ar prozision. Goût ouzer breman nan ei ket ar Zakramant er-mez : n’eus fors, eur gerzadeg tud a Iliz a vo, ha tud a deuio a leiz evit he gwelet.

N’ê ket koulskoude ar pez a weler er ruio da c’hwec’h heur eus ar beure a rofe da c’hoût e vo bec’h ha reuz enne emberr. Pac’h eomp war droad (rak, dre m’eo sul, ne gerzo ket hon « zube » ac’han da nav heur) pac’h eomp war droad d’ar gatedral, ne gavomp den ebet war hon hent. Ha koulskoude eman an heol o sevel, hanval ouz eur voul ru tan, etre palez ar Parlamant ha chapel Westminster.

Ar gatedral, memes tra, a zihun hep dale an diabarz anei. Laret ganimp hon oferen, e savomp enni, evel d’an ordinal, evit ober hon fedenno a drugare, hag e kavomp enni eun toullad brao a dud, deut evit klevet eun oferen hag evit komunian. Diouz o êr e welomp ec’h ê beo-bueek o fe hag ec’h ê kempennet kaer o c’halon evit digemer o Mestr hag o Roue : ouz o gwelet e kresk hon devosion.

Ar gatedral hi hec’h-unan he deus kemeret eur gwiskamant kaer aboe dec’h d’an noz, eur gwiskamant hag a doug anean evit ar wej kentan. Ar gwaridello a ra an dro d’an neven a zo fichet enne bleuio a bep sort liw : eur blijadur sellet oute — ya, mar ne oar an nen perak emaint aze elec’h bean e lec’h all. Hed a hed gant ar ruio dre ma tlee ar Zakramant tremen, e oa d’ê da vean bet laket, pe e giz had war ar pave, pe e giz bokedo ouz an tier. Ar bleuio-man eo a zo deut a vagoniado eus Frans. Gwir ê e vije bet kavet en Londrez peadra da gempen an tier hag an hent : adalek dec’h e oad krog da stagan ouz ar mogerio pezio koton pe voulous ru, plego mistr enne ha warne rozenno spilhennet ha girienno skrivet en aour evit enori Jezus-Hosti ; garlantezenno ive a weled e meur a lec’h o vont eus an eil tu d’ar ru da gât an tu-all. Pegen kaer eta e vije bet hent ar prozision, ma vije bet deut, war ar marc’had, bleuio Frans d’hen kaeraat ! Mes siouaz ! aboe dec’h d’abarde, pa deujed da c’hoût n’aje ket ar Zakramant e-mêz, e laras an dud, ha droug enne, kenavo d’ar c’hempen.

Na petra ober neuze gant bleuio Frans ? Dioustu e oa kavet impli d’ê. Kaset e oant d’ar gatedral ha marellet gante ar pondale a ren etre ar piliero.

Dre ze e vo c’hoaz muioc’h a dro hirie gant an oferen bred evit ne vije an deio all.

Ha mad ê ze : rak an hini a dle he c’hanan a zo ive dreist an eskibien all : kannad ar Pab, an Otro Vannutelli hen e unan, a vo an ofiser.

Benn eiz heur hanter, da laret ê eun heur rôk ma tle al lid digeri, ec’h ê tost da leun an iliz. Panevet e oa bet miret plaso ispisial d’ar gendalc’herien, am mije bet poan, daoust d’am « ziket », o kaout eur skabellig. Ma skrivjen evit Londreziz, na ve gwej ebet evite tro awalc’h gant lido an iliz, ha dreist oll evit ar re anê n’int ket katolik ha nan int ket boazet da welet ofiso ken lidus, e lakjen aman penn da benn doareo an oferen bred a ganer hirie. Mes ar Vretoned, a drugare Doue, o deus gouelio kaer awalc’h en o bro evit lakat an doareo-ze dirak o spered. Ha neuze, displeget am eus uheloc’h penôs e oa kanet an oferen bred dirio gant arc’heskob Paris : lakomp ec’h ê homan kaeroc’h c’hoaz hag hon devo eun ideig anei.

Koulskoude n’hellomp ket lezel krenn a goste ar brezegen a reas goude an Aviel an otro ar c’hardinal Gibbons, arc’heskob Baltimor. Ar prezeger a zo unan eus ar re ar muian brudet hag e arc’heskopti unan eus ar re vrasan hag ar re gosan eus Stajo-Unanet an Amerik : dre-ze e zo hast da glevet anean. En sôzneg e komz, evel tud e vro. Rak ar re-man o deus miret yez ar Zôzon aboe m’o deus, breman zo c’hwec’h ugent vla, en em dennet eus a zindan o domani.

N’am eus ket me klevet eur gir eus ar pez a lavaras (d’ober petra laret am eus ?) : re bell e oan eus e gador hag a-dre d’ei. E vouez ive n’ê ket eus ar c’hrenvan. Mes skrivagnerien an Daily Telegraf a oa eno hag en lec’h da glevet : diwar o skrid eo bet kemeret pez a zo aman warlerc’h.

Komz a ra ar c’hardinal da gentan eus al liammo a zo etre Bro-Zôz hag ar Stajo-Unanet : liamm ar memes gwad, liamm ar memes lezenno, lezenno a frankiz, ha, vit katoliked an diou vro, liamm ar memes relijion.

’N eur gomz eus ar relijion, e pouezas ar C’hardinal war greskans souezus ar fe gatolik etouez ar zôznekerien, hag e teuas da laret :

« E konsil Trent, eur c’honsil en em dalc’has e kreiz ar c’hwezekvet kantved, ne oa nemet pevar eskob hag a gomze hon yez : unan deut eus Bro-Zôz ha tri eus Iverzon. Eus Bro-Skos ne oa hini ebet. An Amerik a oa neve dizoloet hag an Ostrali a oa eun douar-disanav. Breman e zo wardro 200 eskob er broio hag eman enne an trec’h gant ar zôzneg, da laret ê en Bro-Zôz, en Iverzon, en Bro-Skos, er Stajo-Unanet, er C’hanada, en Indrez ar Zav Heol, hag an Ostrali. Mar bije eur c’honsil evit ar bed katolik epad ar c’hantved mac’h omp ennan, e vije a dra zur etouez an eskibien kalz a zôznekerien, hag i stag gant fe hon zado ouz an Tad santel ar Pab. »

Ar prezeger an neus ive eur gir evit Iverzon, c’hoar hon bro garet Breiz-Izel :

« Sur on, emean, hag oll e vefet a du ganin, sur on ec’h ê bet grêt he dever gant an Enezen-C’hoar (ar Sôzon a ro ive an hano-ze d’Iverzon) evit ’pez a zell ouz ar misiono katolik. Daoust pegen glac’harus eo an abego a lakas ken lies a Iverzoniad hag a Iverzoniadez d’en em divroan, bepred ê ec’h ê bet o harlu eun dra talvoudus etre daouarn an Doue Oll-C’halloudek : gantan an neus laket da zont da vat mennozio uheloc’h ha santeloc’h. Gallout a rêr laret, ha den n’am dislaro, e vefe poan o kaout er Stajo-Unanet pe en Ostrali eur gêr ha na vefe ket bet kaset d’ei ar relijion gatolik gant beleien ganet en Iverzon pe beleien kar da Iverzoniz. »

Bro-C’hall na oe ket ankouaet ken nebeut, daoust d’ar brezel a rêr enni breman d’an Iliz Roman :

« Bean zo, eme an Otro Gibbons, eur vro all, en tu all d’ar Manch, hag he deus roet skwer vat da Vro-Zôz ha d’an Amerik ’n eur labourat a-greiz kalon evit ar fe gatolik. Da Vro-Zoz da gentan : war zibenn an driwac’het kantved, e teuas al loden an noplan eus kloer Frans, argaset eus bro o c’havel gant barr-korve ar Revolusion, da glask repu en Bro-Zôz, ha kaout a rejont eno digemer kalonek ha peadra da vevan. Int, eus o zu, an oll hen goar, a glaskas plijout d’ar Zôzon hag a c’honeas o c’halon ken dre o doaero c’hwek a dud jentil savet mat, ken dre ar volante didrec’h a lakent da c’honit ineo da Zoue, ken dre o bue divlamm.

Hag an Amerik ? Epad tri c’hant vlâ goude ma oa bet dizoloet, ne baouezas ar visionerien a galon deut eus bro gatolik Frans da labourat eus o gwellan evit kristeni ha sevenaat an dud hanter oue a veve neuze hag o devoa bevet a viskoaz war douar an Nord-Amerik : mont a rênt drezan a dreuz hag a hed, dalc’hmat en riskl da skuilh o gwad hag alies ouz hen ober. »

’N em gomz eus ar misiono, e tro ar c’hardinal Gibbons e spered ’trezek ar vad o deus talveet d’ê an ijino neve, hag e lavar :

« Ya, ho pinnigan a reomp, tud a ouiziegez, evit an ijino neve ho peus bet kavet. Ni ho salud evel oberourien an Otro Doue. Ni a fell d’imp implian ho kavadenno evit mad ar relijion, ha laret wardro gant ar Profet Royal : « Heol ha loar, binniget an Otro Doue ; tan ha tommder, binniget anean ; luc’hed ha koumoul, binniget anean ; krouadurien Doue, binniget oll ho Toue, me ho ped, ha meulet-an da virviken. »

Setu aze ar pez an neus kavet a vravan skrivagner an Daily Telegraf en prezegen an Otro ’n Arc’heskob Baltimor, ha setu aman petra an neus da laret diwarbenn ar peurrest eus an oferen : muioc’h a dalvoudegez an nevo marteze e skrid evit eul lenner bennak, dre ma n’ê ket eur c’hatolik, ha nan eo ket techet aman da lakat an treo kaeroc’h evit nan int. « Goude ar brezegen, emean, e teu al loden ar muian lidus eus an Oferen ; mes ne zere ket komz diouti evit an oll, ha n’ê ket zoken êzet displegan an doare anei. N’hallomp ket koulskoude tremen hep laret eur gir eus ar muzik, a zo bet kaer dispar. Ouz he c’hilaou, en em zante an nen evel dibradet eus an douar-man, ha vel savet, dreist an oabl, en eur vro ha n’ê ket hon spered evit hec’h anaout ».

Hag ar gazetenner breman da laret penôs ha pegouls (ar blâ 1565) ec’h ê bet savet gant ar muzisian bras Palestrina, diwar beden eur Pab, an oferen war gan a rêr anei oferen ar Pab Marcel : honnez eo a ganer hirie en katedral Westminster.

« En gwirione, emean, an Iliz katolik a c’hall bean lorc’h enni o vean perc’hen d’an tensor-ze ha da reo-all a sort gantan. Mes n’ê ket stank al lazio-kanan hag a vefe gouest da zont a benn d’o dispakan ervat. E-tuhont m’eo ret bean aroutet mat war ar muzik, ec’h ê ret c’hoaz d’ar mistri kan bean bet disket, digant mistri all bet skolaet mat en o rôk, an doare da laket war droad ar sort oferenno. Mes ni hon deus kollet an doare-ze pell-zo, torret ganimp ar chaden a stag hon c’hanerien iliz ouz ar re gentan (komz a ra ar gazetenner en hano ar brotestanted).

Kent ma achuas al lid kaer a ziframmas, koulz laret, hon spered diganimp, e weljomp c’hoaz eur prozision Roman en e splander, ha me lar d’ac’h an nevo poan ar gatoliked a oa eno oc’h ankouaat ar vad a reas d’ê eun ofis hag a oa bet roet d’ean kement a dro. »

Ha c’hwi, ’ta, ma mignon, c’hwi ma breur dianket, daoust hag-en e kollfet ar zonj eus ar pez an neus talveet d’ho pluen eur pennad-skrid ken mistr hag an hini ho peus skrivet evit ho kazeten ? Ne gredan ket : evit skrivan evelse, ec’h ê ret d’ar galon bean bet stoket.