R. Prud’homme, 1903  (p. 24-27)



V


Distro d’al lestr. — Ouz taul : ma amezeien. — An Au. Neumager. — An Au. Kerjan. — An Tad Beneat. — An Dr Fauvel.


Koulskoude war dosen an Itron Varia Gard, na c’hell ket e zonj chom pell en em speret. Ac’hane e weler kement a dreo kaer, ken ec’h eo ’vel chadenned oute an daoulagad.

Eur zell divezan a roomp d’ê, an Au. C’hwerou ha me, ha neuze ec’h eomp d’an traou gant ar mekanik a zo ’vidomp breman eun « diskennerez ».

Eur oetur a gemeromp c’hoaz evid gonid amzer : Iliz koz kouent Sant-Viktor, eman enni be sant Lazar, eskop kentan Marseilh, a welomp ’n eur dremen. Neuze ec’h eomp da di daou pe dri varc’hadour ’vit prenan ’pez hon deuz ezom : gant poan e treuzomp kreiz kær, læc’h ma kaver dre-holl tud ha kirri e-leiz. Koulskoude ’benn unek heur, koulz meren, ec’h omp adarre war lestr ar Zilvidigez.

Eun taul kloc’h, eun eil taul kloc’h, ha ni d’ar pred. Mes n’hellomp ket en em heuilh : me, c’hoant ganin da vean gant an Au. Neumager, a zo deuz Gwengamp eveldon, a zisken da zal ar c’hlas kentan. E-tal d’ean en em lakan ’vit ma c’hellin sellet e zremm bepred seder ha klevet e gomzo c’houek. Mar digoue d’in bean klanv eun dro bennag gant ar velkoni, e vo traoalc’h d’in hen sellet hag hen selaou evit dont dioustu da laouennaat ha da yac’haat.

E-tal d’in c’hoaz e zo eur belek breton euz a Vro-Leon, an Au. Kerjan, person Lampaul-Gwimilio, eur gavaden evidon hag a dalv aour ! Rag an autro-man a gomz reiz evel eun doktor ha, ’pez ’zo gwelloc’h c’hoaz, bean ’nevo evidon dalc’h-mad eur galon a dad.

En tu kle d’in ive, ’vel dre chans, e zo eun den-all a galon aour, an Tad Beneat, euz a urz sant Beneat, hag a ren, aboue eun nebeut blavezio, kouent Kerbeneat, a zo tost da Landivizio. Eur zant a den eo heman : e zell a zo *kunv gant a vad eo e galon, hag e lagad lemm, koulskoude, gant a wiek eo e spered : pa gomz, e koue euz e vuzello furnez ha skiant, mes komz ne ra nemet goulennet e ve eun dra bennag dlgantan ; ne glask nemet en em izelaat.

Renerien vraz e urz, int, a oar aoalc’h e zo eun den a-bouez ’barz an Tad an euz bet savet ha dalc’het sonn en e zav manati Kerbeneat. Setu perag o deuz karget anean da vont d’an Douar Santel evit sevel, tost da Jeruzalem, en keriaden Abou-Gosch, eur manati-all. Ha taulet ple, en eur dremen, eo ar gouarnamant a c’halv eno menec’h sant Beneat. Evit se an euz roet d’ê eno eun iliz hanter-dispennet, kos tier hag eul liorz. Kaer an euz kaout kasoni ouz ar relijiuzed betek argas anê er-mæz a Frans, koulskoude e c’houl digante o zikour pa fell d’ean ober eun dra bennag a vad en broio divalo evel ar Palestin. Ober ’ra en ze ’pez na brizfe birviken ober eun den a zoare.

Pa laran ze aman, ne ran nemet adlaret ar pez a lare ma amezeien ha me pac’h omp deut da anaout doare an Tad Beneat.

Oh ! adalek breman e welomp na chomo ket hon zeodo hag hon muzello da verglan epad ar prejo. Ouspenn m’eo mad ar bevanz, e kavfomp bepred eun dra bennag da laret etrezomp. Pa ne vo digoueet netra a neve war al lestr, e vo komzet euz Breiz-Izel : meur a wech zoken e vo laret eur gir brezonek bennag : ne vo ket, avad, laret nemeur, rag ze vije ober dismeganz d’hon amezeien, na anaveont ket hon *yez kaer.

En em c’hichen e zo tri den yaouank euz koste Pariz ha nan eo ket c’hoaz peurc’hraet gante o studi. Stummet int euz ar gwellan ha plijout a ra d’in a-wejo kauzeal gant ma amezek deo. Mes a-wejo ive e vemp dispartiet gant an doktor Fauvel. Heman eo medesin ar *bourz, am euz beajet gantan etre Pariz ha Marseilh. Eun den a zoare hag a galon vad, mes ec’h eo kuriuzer eston : c’hoant gouzout an holl doareo an euz. Gwech e weler anean en eur penn euz an daul da dibri, gwech e weler anean er penn-all. N’onn ket petra a harz anon da c’houl gant ma c’henvroiz en brezonek : « Daoust ’ta petra ’n euz heman, pa na hell ket chom azeet pelloc’h er memez læc’h ? »

’C’hanta ! stad vraz a ve ennon pa deu an Au. Fauvel da zibri ’n em c’hichen. Komz a ra neuze d’in euz e diegez ha rei a ra d’in da c’hout e toug eur garante vraz da bep-hini euz ar re an euz lezet er gær. Fentuz eo gwelet anean, goude pep pred, o tapout diwar an daul eur paper livet ha skeudennet kaer a ve skrivet warnan hanoio ar meujo a dle bean servijet d’imp, hag o klenkan anean en e c’hodel : « Ma zud, emean, a roo ar paper-man d’ê ar brasan plijadur ; ma bugale a gavo ennan peadra da zellet ha ma gwreg peadra da ziski evit urzan ervad he frejo. »


————