R. Prud’homme, 1903  (p. 27-28)



VI


Ar prosision kentan war ar vatimant.


Goude meren, da div heur, ec’h er d’ar chapel a zo ’uz da leur-dre ar vatimant, hag ac’hane e tiskenner en prosision ha ’n eur ganan. Ober a rer eur wech tro al leur ha ’n em vodan ’rer war al leur-greiz, evit klevet eur brezegen a ra d’imp eil vikel-vraz autro ’n Eskop Marseilh kent binnigan kroajo koat ar pelerinaj. Intanet eo e gomzo : ouz o c’hlevet, e tom a neve hon c’halono, hag e kresk ennomp ar volante da c’houzanv hep ’n em glemm, dre garante ’vid hon Zalver, ’pez a hallfe digoueout ganimp a boaniuz epad hon beaj.

Pa ’c’h eo paouzet ar prezeger da gomz, e skuilh dour binniget war ar groaz a zo ’n he zav en e gichen, stag ouz unan eus ar gwernio. Neuze en em hadlakomp da gerzet war diou regen, hag e pozomp dirag an eil kroaz a zo harpet ouz an eil wern : binnigan ’rer homan d’he zro.

Setu an enor kentan groet d’hon c’hroajo : mes n’eo ket an divezan, nag ar c’haeran : douget e vefont war skoaio ar belerined dre ruio Jeruzalem.


————