Eil pennad — XIII

R. Prud’homme, 1903  (p. 38-41)



XIII


Piou ’zo war ar vatimant. — Ar belerined : pautred hepken. — Breiziz. — An dud a boan. — Kors en gwel


Ar belerined a zo anê daou c’hant ha pevar-ugent. Pautred holl avad, ’pez na n’euz ket bet gwelet c’hoaz bete vreman. Kement *strollad o deus kaset Tado an Assomption d’an Douar Santel aboue ugent ’la zo, e vije enne kalz a verc’hed. Mes, ar wech-man, an eus fellet d’ê kemer pautred hepken, o vean m’o doa c’hoant da oestlan Franz da Galon Jezus ’vid au ugentved kantved. Stad-vraz ’zo en hon renerien o welet pegen æzet ec’h omp da gas ha pegen braz eo hon devosion : setu perag e laront dija na vo ket heman, mar be bolante Doue, an divezan deuz ar pelerinajo pautred.

Gwir eo e sentomp evel deñved, hag e pedomp gant fe ar gristenien gentan. Evel ar re-man ive e vevomp evel breudeur an eil gant egile. N’euz forz gant piou e tigoue d’in kauzeal, e santan dioustu e ro d’in e galon hag e roan d’ean ma hini.

Emichans, ar re ’zo deuz ar memez bro en em glask da gentan. Breman hepken e teuan da c’houd ec’h omp war ar vatimant ouspenn pemp deus Kost-an-Nord : unan ’zo ha n’am eus ket c’hoaz komzet dioutan : an Au. Jan Voris, deus Loudeak.

Eus departamant ar Finister, e kavan ive unan-bennag a ro d’in hanoio ar re-all. Deut ec’h int nao belek : An Autrone Corre, kure en Sant-Lois, Brest ; Danielou, kure an Itron-Varia-Rekouvrans, Brest ive ; Fagot, euz Kastel-Paul ; Gevel, kure en Ploumoger ; Herry, kelenner en kolaj Kastel-Paul ; Kerjean, person Lampaul ; Ar Jollek, kure en Rekouvrans, ha Penven, kure en Sant-Melen Montroulez. An Au. Lamour, person Konk, a dleje bean bet hanvet da gentan, pac’h eo heñ dean ar belerined vreton. Mes bean ’m euz, siouaz ! da laret an euz græt dija ar belek santel-man pelerinaj ar bed-all. Maro eo aboue miz kerdu 1901. Mar n’eman ket c’hoaz e ine e Jeruzalem an neñvo, ra vo kaset di gant hon fedenno !

Euz ar Morbihan den e-bed.

Euz Il-ha-Vilen, c’houæc’h belek ; mes, o vean n’ouzont ket a vrezonok ha n’hellfont ket lenn ’pez a skrivan aman, na dalv ket ar boan d’in laket aman o hanoio.

P’am o laret e zo ganimp eur pelerin hepken euz eskopti Naonet, am o roet da c’hout d’am lennerien ped ec’h omp euz Breiz ; Pevarzek euz Breiz-Izel hag eiz euz Breiz-Uhel. ’Vel ma weler, eman adarre al lore gant an hini gentan.

Ya, mar na ve *niveret nemet ar belerined, hag aman e tleomp dreist-holl sellet ouz ze.

Mes bean ’zo war an Itron-Varia-Zilvidigez Bretoned-all a zo bet gopraet gant Tado an Asomption evit labourat warni, evel bageerien ; c’houæc’h pe zeiz emeint hag holl euz Breiz-Uhel. Ar c’hommandant, an Au. Pillart, a zo euz Sant-Jakut-ar-Mor, hag ar re-all, martoloded pe voused, a zo euz bro Sant-Malo pe euz koste Naoned.

An darn-vuian euz ar re ’zo implied war al lestr, merdeidi, tommerien, mekanisianed, keginerien, micherourien a bep sort, a zo ouz ar C’hreiste : gellout a ra bean anê eun tri-ugent bennag.

Kalz a dud, kwita ? Pa vo laket war-dro gante ar belerined, e vo peadra d’ober eur barrouz : tost da bevar c’hant ine, hag ineo pautred.

C’hoaz, koulskoude, na gargont ket ar vatimant ; gellout aoalc’h a raje kemer, en tu-hont d’ê meur a gant *treizer. Ar bla-man (1903), he deuz kaset d’an Douar-Neve 1200 pesketaer war eun dro.

N’am euz ket ezom dre-ze da laret d’ac’h ec’h eo al lestr hir ha ledan. Seiz metr ha kant an euz a hed ha pevarzek a ledander. Wardro pemp leo dre heur ac’h a gantan. Ar « vapeur » a gas anean war-rauk, a zav euz eur gauter-vraz a zo pemp forn o tomman anei, ha, ’vit ober tan e pep-hini anê, e zo pevar pe bemp tommer, a dle en em eilan de ha noz, Micher boaniuz mar zo ; panevet e zo tuelenno da digas d’ê avel fresk, e vougfe an dud paour-ze ouz toull o forn. Hag eun domder ! Eur boac’hidigez, ’vit laret ar wirione.

Gwech ha gwech, kemeret gante eur roched hag eur porpant, e teuont war c’horre da dennan o halan, mes n’eo ket evit pell, gant aoun e teufent da yenaat re vuhan.

O c’houlen euz o doare, o vale euz an eil penn d’egile war ar pont, o sellet endro d’in, e tremen buhan al loden gentan euz ma beurevez.

Ar chapeled ive, da nav eur, a gemer eur pennad amzer, ha setu deut dizeblant dek heur, da laret eo koulz meren, a zo hirie eun lammik abretoc’h evit an ordinal.

Ha c’hoaz vo arabad d’imp chom pell da brejan ; eman dija enezen Kors en gwel ha tostaat a reomp da Vonifasio.

Ober reomp diouz ze hag eur pennad brao ’raug unek heur, eman an holl *dreizerien war ar pont, o daoulagad troet etrezek an douar, hag, a-wejo zoken, sikouret gand lunedo a wel-hir ; c’hoant ’zo da zizolo kement tra ’zo war an aud, war ar c’herrek, ha, du-hont pelloc’h, war an tosenno a zeblant dioan an eil euz eben ; ar re-man ’zo koataet mad hag ar re bellan a larfe an nen o defe o c’hriben goloet a erc’h gwenn.

Ribl ar mor, avad, a zo e-noaz. Netra nemet rec’hel garo, warne banno touskan louet.

Netra, na keriaden, na ti, da rei da c’hout nan eo ket ar C’hors eur vro we.

Koulskoude, setu eun tour-tan ’kichen eun troc’h græt e-barz ar gouriz-mein. Sur mad, an troc’h-ze, ec’h a dour mor ennan, a dle bean an toull-dor da dremen en eur porz bennag, kleuzet a-dre d’ar c’herrek.


————