R. Prud’homme, 1903  (p. 58-60)



XIX


*Helebini etre heol ha loar — Etre toull ha roc’h, — *Raz Messina


O sonjal er Stromboli e santan c’hoaz eul levenez vraz en em c’hreiz. Ha, koulskoude, n’eo homan nemet eun divlaz euz an hini a zanten neuze. Petra bennag, pa oa tremenet an enezen ha tavet ar mouejo, e teuaz eun dra all d’am laouenaat c’hoaz muioc’h. Teul a riz ple d’al loar a oa o sevel euz ar mor, *kelc’hek ha ru-tan : ’n eur drei d’ei ma c’hein, ’vit-se, e weliz an heol, ru-tan heñ ive, o vont da gousket pe gentoc’h d’en em veuian en *goeled ar mor. Mes sklerijen al loar a deue d’imp a-dreuz d’an oabl teñval, hag, o tansal war c’houre an dour lugernuz, e seblante heuilh eur wenojen arc’hant gwenn, Ar c’huz-heol heñ a oa tanet gant ar sklerijen : alaouret an oabl, alaouret ar mor a du gantan.

Chom a riz sebezet dirag kement-se, mes na chomiz ket pell, rak kloc’h koan a zonaz raktal, ha ne oa ket re abred ’vit kof ; seiz heur e oa, ha ’boue unek heur an nevoa bet amzer ar paour kæz da vean kleuzet.

Prejan ’reomp eta gant kalon digor, ha gant hast ive. C’hoant ’zo gant pep-hini da distrei adarre war ar pont evit gwelet striz-mor Mesina.

Ober ’ran dious tapout eur plas mad tost da rauk ar vatimant, hag eno, harpet war ar gleud-tro, en em lakan gant ar re-all da *niveri an tanio a lugern a lajado war aud ar Sisil.

’Trezek hini Faro e kerz ar vatimant. Dre ma tosta d’ean, e tro diwarnan eun nebeudig ha, pac’h eo arru a-geñver d’ean, e tro krenn war *dribourz, da laret eo war an tu deo : eman o vont er oazien en em gav enni a-gevred daou dour, dour ar mor Tyrenien ha dour ar mor Yonien. He geno, emomp ennan, n’an euz ket eul leo a ledander. Ouspenn ze, souezuz eo krenv aman red an dour ; en tu deo zoken, a du gant ar Sisil, e zo eur poull-tro, a dro ennan an dour, hag a jech ennan al listri. Brudet ha goall-vrudet eo aboue pell ’zo. Piou n’an euz, gwech pe wech, klevet komz euz Karibd ? — « Ha Silla ’ta ! a zeblant d’in klevet ma lenner o c’houlen diganin, ha Silla ’ta, pelæc’h eman, penegwir, herve eur c’hrenn-lavar koz, pa bellaer re euz Karibd e koueer war Silla ? » Silla ’zo war hon dorn kle, a du gant an Itali. E læc’h bean eun toull, eur roc’hel eo, eur roc’hel heuzuz, hanval aoalc’h ouz Roc’h-Allaz, a zo du-hont, en Breiz-Izel, ’kichen al Leo-Dræz[1]. Ma vije komzet brezonek en Itali, e vije bet hanvet ive Silla Roc’h-Allaz, rag talveet ’n euz o maro da galz a dud, da vihanan herve lavar ar re goz.

Hon lestr-ni, a drugare Doue, henched mad gant ar c’hommandant Pillart e-unan, a dro diwarnan hep tostaat re da Garibd hag evel-se e tremen æzed ha dizrouk.

Setu ni breman dinec’h aoalc’h evit ’n em didui o sellet ’pez a diskoe d’imp ar Sisil. Adalek tour-tan Faro bete Mesina, war hed diou leo, e zo eur chapeledad goloio. Herve ’seblant, e zo eno tier penn-da-benn ha tier euz ar c’haeran a dremen dirake eun hent braz, dalc’hmad goloet a valeerien. Hent-houarn a zo ive, rag digoueout a ra d’imp gwelet ha klevet eun tren o tremen.

C’hoant an euz ar c’hommandant da dostaat d’an douar war an tu-ze evit hon lakat da welet Mesina a-dost ; mes eur vatimant vraz, na ro ket kaer da c’hout pe war raug pe war dre e fell d’ei mont, a harz anomp da delc’hen gant an hent hon deuz kemeret. N’eo ket hep keu evidomp, rag ’oamp en gortoz da welet a-uz da gær, sklerijennet gant eur bern goloio, ar C’hampo santo, da laret eo ar Park santel pe ar vered ; bean eo homan unan euz ar re gaeran euz an Itali. Darn euz ar beio a zo mentek evel palezio, ha warne skritur ken braz ken e c’heller lenn al lizerenno a ziwar al listri a dremen dre ar *raz.

Siouaz ! noz eo ; na welomp netra nemet eur *strollad goloio a diskoe d’imp pelæc’h eman kær.

Ha neuze pellaat a reomp diouti mui-ouz-mui ; bremazon e lezfomp war an tu dorn kle kær Reggio a zo bet ken aliez distrujet gant ar c’hreno douar.

Mes me n’he gwelan ket : ’benn e tremenomp diraki ec’h on æt da gludan ’barz ma c’hamprik.


————
  1. En Lo-Mikæl, tost da Blistin.