Eil pennad — XVII

R. Prud’homme, 1903  (p. 51-54)



XVII


Mene-tanek ar Stromboli gwelet euz a-bell hag euz a-dost


Da eun heur, ’velkent, e roer d’imp peadra d’en em didui : an Tad Bailly a ra neuze eur brezegen diwar-benn an enezenno Lipari hag ar Sisil, a dleomp gwelet a-rauk noz.

Fe vad, war-dro div heur, e lavar d’imp pautred al lunedo hir-gwel, e welont du-hont pell-pell, beuet ’barz ar vougen, enezen Stromboli, unan euz ar seiz Lipari, e zo enni eur mene tanek.

Me n’eo ket lemm aoalc’h ma daoulagad evit he gwelet c’hoaz, mes war-dro taer heur hanter, ’benn eo achu hent ar Groaz, n’eo ken kuzet evidon. Eun dosen uhel, d’ei eur beg moanoc’h hanter-guzet en eur vogeden wenn : setu ’pez a diskoueer d’in evel ar Stromboli. Ouz e zellet e teu sonj d’in euz unan euz ar poullado glaou am euz gwelet o vogedi en Koat Malane[1]. A-wejo zoken e me c’hoant da welet ennan eur peulvan dioanet e-kreiz ar mor, krog da vevan… ha da vutunad. Penauz ive harz ma spered da ziskenn, dre siminal ar mene, bete *goeled an douar ha da gavout eno… Petra ? Eur forn leun a dan, hag o c’hori anei… Piou ? An diaoul e-unan. Da c’hout eo d’imp ha bean ’man an ifern e-kreiz an douar ; mes, a dra-sur, bean ’zo eno tan braz. Ar meneio a daul tan du-man ha du-hont, a zo evel siminalo, lezet distouf gant an Au. Doue, p’an euz yenaet hon flaneden, evit ma hellje dont er-mæz dre eno flamm, moged, soufr berv ha bep sort treo *teuzet ; anez-ze e vije ar c’hreno-douar kalz stankoc’h evit nan int.

En Bro-C’hall na n’euz mene-tan e-bed hag a ve beo ; mes bet ’zo meur a hini, gwech-all goz, ’barz an Alvern. Breman int maro ha stoufet o zoullo.

En Itali e zo c’hoaz tri o teul tan : ar Vezuv, tost da Napl, an Etna, ’barz ar Sisil, hag ar Stromboli.

’Kichen heman e zo bet eur wech bennag eun all, ’barz eun enezen vihan a hanver hirie Vulkano. Forn heman, herve kreden ar baganed, a dalvee da govel da Vulkan, eur fals-doue hag a dremene evit labourat an houarn : heñ, endeün, an euz roet e hano, an hano a volkan, d’an holl veneio tanek.

Pemp enezen-all a ra gant an diou-man, Stromboli ha Vulkano, *stroll al Lipari : hadet int ouz aud hanter-noz ar Sisil ’vel stroll hon Seiz-Enezen a-dal da gerrek Perroz ha Tregastel.

Gellout a reomp *niveri anê o seiz : unan hepken, avad, a welomp a-dost, an hini a daul tan.

Gwir eo, er mare-man, etre pemp ha seiz heur (koan a zo bet dilerc’het hirie evit ober plijadur d’ar zellerien), er mare-man na zav euz forn ar Stromboli na tan na fulen ; teul a ra hepken moged gwenn-kan, a chom pell da zac’han a-uz d’ar mene, hag a ra d’ean ’vel eur pikol pez koeff. Ken e vefomp o hadtremen, ’n eur zistrei d’ar gær, ne welfomp ket anean o flaminan.

Koulskoude na skwizomp ket o sellet ’trezek d’ean. Dre ma tostaomp, e taulomp ple d’eun dra bennag a neve. N’eo ket koadek an enezen : koulskoude e larfe an nen e vefe warni eur gwisk glazur. Du-hont, dreist-holl, war-du ar c’huz-heol, eo goloet an douar a we bihan hag a zo, marvad, gwe freuz. Eur bodad tier gwenn, eman an heol o paran warnean, a zav seder en o c’hreiz ; me ’gred eo homan kæriaden Sant-Bartolo.

Pegen dishenvel euz an tu-ze eo tu an hanter-noz, da vihanan eul loden anean ! Noaz-pilh ec’h eo ! Koulskoude, biskoaz tra na weliz da dalvout muioc’h ar boan da vean sellet. Heman eo tu toull-diskarg ar mene-tan. Euz ribl ar mor e sav sonn eun dachen douar ; *tizout a ra bete geno ar forn, a zo war veg ar mene, tost da bemp kant metr a-uz d’an dour. Gellout a ra kaout kement-all a ledander. Ancho e-leiz, darn moan, darn ledan ha don, a disken an eil a-genver egile : henvel int ouz ar re e ve troc’het gante an aud, pa ve æt ar mor en traou.

N’eo ket dour an euz kleuzet ar re-man. ’Pez a red enne eo eur oazad treo *teuzet, a ve enni mein, houarn ha dreist-holl gwer ; teuzet int bet gant nerz an tan e-kreiz an douar, hag ober a reont eno eur stank tan a blij d’ei, gwech ha gwech, teul he dour bervet dre c’heno ar mene-tan.

Pa deu an treo teuzet-ze da yenaat, neuze ne redont ken ; kaletaat a reont hag i neuze da c’holo krab ar mene ’vel gant eur greunen koc’h-houarn.

Wardro gante ive e ve dislonket ludu ha boulo tanet, a ruilh beteg ar mor hag a goll eno o zanijen ’n eur ober trouz ha ’n eur leuskel moged evel an houarn ru pa ve trempet en dour.

Ni na digoue ket d’imp gwelet ze hirie ; keu braz hon deuz, rak eun didu ouspenn o dije bet hon daoulagad, evel o deuz bet re galz a belerined. Gellout a reomp da vihanan gwelet piz petra a lez war e lerc’h an *deuri gwer teuzet, ha ludu tanet, ha ze a lak stad vraz ennomp.


————
  1. Ar c’hoat-ze ’n em gav etre Gwengamp ha Kastelaudren.