R. Prud’homme, 1903  (p. 47-50)



XVI


E læc’h kousket, e saver eur werz : gwerz ar C’horsik


D’ar gwener, an dregontved a viz est. — Eun hun a ran bete diou pe daer heur ; goude n’on ken evit advenel gant an derzien a lak ma goad da virvi. Birvi ive ’ra ma spered ha birvi ma fantazi : ha me ’en em lakat da zevel eur werz diwar-benn enezen Kors am euz gwelet dec’h hag am euz klevet komz anei ken aliez.

Ma fe ! æzet aoalc’h e teu ganin pep poz, ha na choman ket re bell da glask girio mad da glotan an eil gand egile, Mar he dije koustet muioc’h a boan d’in, he dije bet, marvad, muioc’h a dalvoudegez.

Goude holl, ’pez a dalv a dalv, Setu hi aman ’vel ma skriviz anei tom-ha-tom, ar beure goude ma lein.

Mad eo da ganan war don Fransoazik ha Pierik, eun ton hag a zo anaveet breman dre-holl, aboue m’eo bet kanet gant Marc’harit Fulup en Gwengamp, er blavez 1900. Peder rimadel a zo en pep poz. An eil a vo dalc’hmad : « Korsik bihan, ma mignon », pa gomzo al lestr, ha dalc’hmad « Lestr an Itron-Varia » pa gomzo ar C’horsik. D’an daerved e ve adlaret a-bez an hini gentan. Evel-se, e pep poz, n’euz nemet diou rimadel, an hini gentan hag an hini divezan, a ve enne danve neve : an diou-ze hepken a zo skrivet aman war-lerc’h.

DIVIZ ETRE AR C’HORSIK HA LESTR AN ITRON-VARIA-ZILVIDIGEZ


————


war don : Fransoazik ha Pierik.



\version "2.16.2"
\header {
  tagline = ##f
}
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \clef treble
      \autoBeamOff
      \key d \major
      \time 2/4
      \partial 4*1
      \set melismaBusyProperties = #'()
      \stemUp d8 [ fis16 g] | a8 a b [cis16 (b)] | a8_\fermata [a] \stemNeutral d4 | \break
      \stemUp cis8. [b16 a8] b | a4^\fermata d,8 [ fis16 g] | a8 [a] b [b] | \break
      a [a16 (g)] fis8 [fis] | d [fis] a [a] | d,4 \bar "|." 
    }
    \addlyrics{
      La -- ret c’hwi d’in -- me plac’h iaou -- _ ank,
      Fran -- soa -- zig, ma Fran -- soa -- zig_;
      La -- ret c’hwi d’in -- me plac’h iaou -- ank,
      da _ bi -- ni_’nn tri -- ze hoc’h euz c’hoant_?
        }}
  \layout { 
    indent = #00
       line-width = #140
    %  ragged-last = ##t
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 80 4)
    }
  }
}


Ar C’horsik

C’hwi ’dremen aze ken faro,
Lestr an Itron Varia,
C’hwi ’dremen aze ken faro,
Perag e touget ho hano ?

Al lestr

Da Vari ec’h on bet goestlet,
Korsik bihan, ma mignon,
Da Vari ec’h on bet goestlet,
Evit dougen pelerined.


Ar C’horsik

Me ’wel ganac’h tud a beden :
Na pelæc’h it-hu d’o dougen ?

Al lestr

Da Jeruzalem o c’hasan,
D’eun douar euz ar zantelan.

Ar C’horsik

Pe sort mouez ’zo deut d’o gervel,
Pa fell d’ê mont warnoc’h ken pell ?

Al lestr

Mouez Frans, o mam-vro vinniget ;
Ar vouez-ze he deuz o gelvet.

Ar C’horsik

’Viti petra ’deuz da c’houlen,
Pa vefont du-hont, ’n o feden ?

Al lestr

Goulen ’reint ma vo frealzet,
Rag gant ar boan ec’h eo bec’hiet.

Ar C’horsik

Mar ’n em gav Frans, ma mamm, en poan,
Me ’zo glac’haret ma-unan.

Al lestr

Goasket eo : gwelet ’m euz enni
He c’halon goasket gand tud kri.


Ar C’horsik

Piou eo ’n dud kri-ze m’o lazin :
Krog eo ma goad Kors da virvin.

Al lestr

An dud-ze ’zo tud dizoue,
A glask lazan enni ar fe.

Ar C’horsik

Doue a drec’ho warne holl :
Nan ey ket ma bro ger da goll.

Al lestr

’Vit trec’hi hec’h enebourien,
E fell d’ei dreist-holl ar beden.

Ar C’horsik

Nij neuze, gant da iskili,
Ha kas tud du-hont da bedi.

Al lestr

Ped wardro gante a galon,
A spered heuilh lestr da Itron.



Skrivet ganin ma gwerz, e c’houvean ’nei rez-mad dre envor ha ma flijadur eo mouskanan ’nei war ar pont. E skeud-ze da vihanan, e tremen buhan ar beurevez evidon. A-hent-all netra da welet ; tamm douar e-bed diragomp nag a-dost nag a-bell ; netra da glevet, nemet ar prezegenno hag ar chapelet.


————