R. Prud’homme, 1903  (p. 66-68)



XXI


Sulvez gant oferen bred, hep gouspero, avad. — A-biou da Gret. — Violanso war an daul.


D’ar zul, ar c’hentan a Wengolo. — War ma zu mad ive e savan ’vit ar beure. Sioul eo ar mor : na zav ken a oagenno warnan, hag ar belerined, holl pe gazi-holl, na zantont ket o c’halono o sevel en o c’hreiz. Leun eo ar chapel ’vit an oferen-bred evel nan eo bet gwech e-bed. Eman enni war eun dro an *dreizerien hag ar *verdeidi. Ar re-man zoken a dalc’h al læc’hio a enor, ar re dostan d’an auter-veur. Ya, ha delc’hel ’reont anê ’vel eo dleet : ofiserien, martoloded ha moused, holl e tiskoeont bean kristenien vad hag e fell d’ê heuilh gant aked o oferen. Evit kriski c’hoaz o fe, e rer d’ê, goude an Aviel, eur gaer a brezegen gant eur belek a zo aluzenner en ti Breudeur Marseilh. Eun dra, dreist-holl, a ra d’ê plijadur : gwelet tri velek ouz an auter war eun dro ; sonjit eta : « Eun oferen a daer wern ! » evel ma leront. Honnez eo an hini a *zere oute.

Goude meren e hadkrog ar mor da finval hag al lestr da zansal. Koulskoude, en despet da drouz an avel, na c’houit ket an Tad Leopold war ar brezegen ec’h omp ’boue ar beure en gortoz da gaout diwar-benn enezen Kret. Tostaat a reomp d’ei ha hast hon deuz d’he gwelet, rag an dud a vor hag an Tado a lar d’imp e harzo hi an avel hanter-noz da c’houean warnomp. Epad tost d’eun heur e komz d’imp diouti ar prezeger : ’pez eo bet ’barz an amzer goz ha ’pez eo breman. Gwechall e oa eur vro binvik ha brudet : unan euz he meneio, ar mene Ida, herve kreden ar baganed, e oa ganet warnan Jupiter, mestr ar fals-doueo. Eno ive e renaz Minoz, eur roue euz ar furan. Abred e teuaz Kret da anvout al lezen gristen hag he mirout a reaz betek ar c’houezekved kantved. D’ar c’houlz-ze, an Turked he flastraz hag a labouraz da vougan enni ar gwir fe. Aboue neuze ive e tigoueaz d’he c’honverz kouean hag he zud ac’h eaz da baour. Paour int c’hoaz hirie ha goall-eüruz, pac’h int goasket bepred gant an Turked. Koulskoude, aboue pemp bla ’zo, e zo roet d’ê eur rener kristen, ar prins Jorj a C’hres. Hep dale e kreder e voint distaget a-grenn deuz an Turki ha staget ouz ar Gres, ’vel m’o deuz c’hoant.

Meur a dra-all a lavar d’imp an Tad Leopold : mes n’eo ket hep poan. Re grenv eo red d’ean komz, p’an euz da drec’hi war vouez an avel.

Ha homan ac’h a bepred war grenvaat.

Dre ze na vo ket a c’houspero. D’ober petra ? N’hallfe ket an holl mont d’ê, penegwir eo krog adarre an drouk-mor d’ober e reuz.

War-dro pemp heur, evelkent, en em dres an amzer ; ec’h omp adaleg breman er goasked, o vean mac’h omp o paouez lakat enezen Kret etre an hanter-noz ha ni. Rei a reomp d’ei hon grad vad abalamour da ze. A-hent-all he deuz nebeut a dra evit plijout d’imp. Na diskoe d’imp nemet kerrek a goue a-blomm ’barz ar mor ha tosenno uhel a zav an eil war eben, Na dalv ket a boan, en gwirione, dilerc’han, ’vit he sellet, kouls koan, ha da bemp heur hanter e tiskennomp d’ar zal-da-dibri.

Eun dra iskiz a gavomp eno. War an daul, penn-da-benn e zo laket kareo koat, unan dirag pep debrer hag en pep-hini anê ar pez hon deuz ezom evit dibri : ar plajo, al loaio hag an treo-all : ar boutailho a zo en o gourve, skoliet a bep tu gant eur spoue. Evel-se na vo taulet na distaulet netra, daoust d’an daul da vranskellat gant al lestr.

Mes na dalvee ket ar boan kempenn an daul evel-se. Deut eo, ’n eun taul, an amzer da *habaskaat ha breman na zanter ket, koulz laret, a finvadenno. Lemel a rer eta ar violanso (evel-se a hanver ar stern a zo war an daul), ha prejan a reomp evel ar gwecho-all.

Goude koan e choman pell war ar pont, ’vel kalz a re-all, da zellet al loar o sevel a-uz da Gret : ru-tan eo, nemet eo sautret gant tammo melg, hag he *c’helc’h a zo reiz, nemet eo troc’het eun nebeudig war an tu deo tost d’ar kroec’h[sic], ’vel eun dorz vara voulc’het. ’Benn arc’hoaz ne vo ken ennan troc’h e-bed, rag arc’hoaz en em gav an daouzekved. Biskoaz na zo digoueet ganin gwelet al loar o sevel ken kaer, nemet digwener divezan. He sklerijen a zo distaulet gant ar mor ’vel gant eur mezelour : ken sioul eo an dour ha ken plen !

Nebeutoc’h c’hoaz evit an nozio-all e skwizan fenoz war ar pont. Pegement e vo kerse ganin brema-zouden santout tomder ar gabinen ! Koulskoude e tiskennan enni d’ar c’houlz ordinal ha tremen a ran enni eun nozvez vad.


————