Eil pennad — XXII

R. Prud’homme, 1903  (p. 69-72)



XXII


Servij ’vit an anaon. — Tri dreizer bet kemeret war ar marc’had


D’al lun an eil a Wengolo. — N’hon deuz ket da glemm ar beure-man diwar doare ar mor. Gellout a reomp holl en em gavout er chapel ’benn 8 h. : eur zervij a ganer neuze ’vit an anaon ha, dreist-holl, evit ar belerined a zo digoueet d’ê, aboue ugent ’la zo, mervel war vor pe en Douar-Santel. N’euz ket savet a varc’h-kaon evit al libera. Mes achu gantan e oferen, ec’h a an Tad Bailly da lost ar vatimant hag e chom eno epad kan al libera, troet ’trezek ar mor ’vel ’trezek eur vered : kement hini a deu da vervel war al listri a ve taulet o c’horfo er mor.

D’ean eta e ro an Tad dour binniget ha moged ezanz evit e vinnigan ha, goude, en em denn, o lezel pep-hini ac’hanomp da ziskenn ennan e-unan ha da zonjal e c’hallfe marteze e gorf paour bean moret e læc’h bean douaret. Goude holl, forz ’zo pelæc’h ec’h ey hon c’horf da c’hortoz adkrigi da vevan, de ar varn divezan, betek mac’h ey hon ine dirag an Autro Doue ?

’N eur vont, n’hon deuz ket ken kalz aoun da vervel war vor, rag, an de war-lerc’h arc’hoaz, e tleomp bean en Jaffa.

Eur pelerin hepken, Jozef Holvecq, euz al Lorrenn, an euz kleñved : aboue Marseilh eo bet skoet gant an drouk-izili hag, aboue, ’man war e wele en hospital. Na ra ket gwell kalz, ha, ’met eur chanz braz an nefe, e renko chom en Jaffa da wellaat, e læc’h mont bete Jeruzalem.

Ar belerined o defoa an drouk-mor a zo pareet holl abenn breman, Gellout a ra an nen breman bale war al leur hep kaout da dioall euz e dreid, hep bean risklet da gerzet war gorfo astennet du-man ha du-hont, liou ar maro war o *dremm.

War raug ar vatimant, avad, e kavan hirie, ’vel an deio-all, daou den lived fall, azeed war gadorio. O vean na valeent gwech e-bed, me ’gave d’in e oant pelerined klanv gant an drouk-mor. Mes hirie on difaziet.

Goude meren, e c’houlan gant Yan Voris (eur pelerin euz Loudeak) hag heñ ec’h anve an daou den-ze. — « Ya vad, emean ; n’int ket pelerined, mes Arabed bet oc’h ober konvers en Amerik : emaint o tistrei d’o bro. Meur a wech am euz kauzeet gante ; mar keret, e lakin anoc’h d’ober anaoudegez gante. » — « Ya, aoalc’h ! » emon-me, ha setu ni o vont d’o c’haout.

O bonjouri a ran ha kentan gir a glevan digant unan anê ec’h eo « katolik ! » Komz a reont ar gallek rez aoalc’h evit bean intentet ganin hag, evel-se, e teuan da c’hout ec’h int daou varc’hadour euz Betleem, æt da Vale bro ’vit gonid o bara. Seiz ’la ’zo, e oant o chom en Porz-ar-Prinz, unan ouz kærio enezen vraz Haiti. Ar vro-ze, ec’h a, bep pla, kalz a visionerien yaouank euz Breiz da labourat enni, goude ma vent bet stummet en kloerdi Sant-Jakez[1]. Nan eo ket yac’huz, hag hon daou Vetleemad, goall-gaset gante o yec’hed, a oa poent d’ê dont d’ober eun dro d’o bro evit adneveaat o goad. Deut int, eta, da Vro-C’hall, ha prenet o deuz en Pariz, ’n eur dremen, eur bern marc’hadourez a gasfont gante pa distrofont d’Haiti ’benn seiz pe eiz miz. Da c’hortoz, o deuz kemeret o zro euz beaj an Itron-Varia-Zilvidigez evit dont da welet o mamm-vro, wardro ganimp.

E-kreiz mac’h on oc’h ober kauz gante, e teu davedomp eun autro-all hag a zeblant bean eur mignon d’ê ha pleustri anê kazi dalc’h-mad. Hag, evit gwir, bean eo unan euz o c’henvroiz. Arab eo evelte, pac’h eo ganet en Jeruzalem. Eur pennadik ’zo, eman o chom en Lourd e læc’h e talc’h eur stal hag eun hostaleri gant eur breur d’ean ; Jozef Marroum eo e hano. Stad vraz ’zo ennan o tiviz ganimp. Rag setu digare d’ean da bedi anomp da zisken en e di pac’h efomp da Lourd, ha da vont d’ober ive hon frenao ’ti eur breur-all d’ean a dalc’h eur stal en Jeruzalem, ’kichen ’ti Itron Varia Frans, ’læc’h e tleomp disken. Hag heñ o kontan d’in gant plijadur piv eo e vreur Franses, pesort den a zoare eo en Jeruzalem, penauz eo bet kemeret a neve zo da rener gant Breuriez sant Visant a Baul ar Be-Santel, ha me oar petra c’hoaz ? Red eo d’in hen ansav breman : na blije ket kaer d’in neuze e stumm da veuli kement-se e dreo, e vreudeur, ha treo e vreudeur.

Aboue, e zo digoueet d’in gwelet, me ma-unan, na lare nemet ar wirione, da vihanan diwar-benn e vreur Franses. Bean eo heman eur c’hristen euz an dibab. ’Læc’h ’mo da laret divezatoc’h ar vad a ra en Jeruzalem.


————

  1. Tost da Landivizio.