Eizved pennad — I

R. Prud’homme, 1903  (p. 230-232)



EIZVED PENNAD


————


EN JERUZALEM : PEMPED DEVEZ


————


SANTEZ-ANNA. — MOSKEEN OMAR


————


I


’Trezek Santez-Anna : diavæz ar gouent hag an iliz .


Etouez an devezio am euz tremened en Jeruzalem, heman eo an hini an euz græt ar muian a vad d’am c’halon a Fransez ha d’am c’halon a Vreizad.

N’ho peuz ket ezom da c’houlen diganin ha bet he deuz lod en o dudi ma c’halon a gristen : rak hep ar gwir fe n’hellomp ket kaout eur garante wirion ’vit hon diou Vamm-Vro, an hini vraz hag an hini vihan.

Setu aman penauz an euz talveed an devez-se d’in ha d’ar belerined all kement a evurusted.

Da gentan e zo stad vraz ennomp o sonjal e c’hellfomp fete, ni, bugale d’ar Werc’hez Gloriuz Vari, *lidan gouel he Ginidigez el læc’h e tigoueaz d’ei genel, el læc’h e oa o chom he zad, sant Joachim, gant he mamm, santez Anna. Bean ’zo eno breman eun iliz goestlet da zantez Anna, goude koulskoude ma tougaz gwech-all hano an Itron Varia ; ar ru a sko an iliz warni, hag an nor vraz a zo toullet en moger kær e penn ar ru-ze, a doug c’hoaz hano santel hon Itron : Sitti Mariam, en arabek.

’Trezek di en em doug hirie ar belerined, ha beure mad, ar veleien dreist-holl, a fell d’ê ofernian ’raug an oferen bred, a vo kanet da eiz heur. Æz eo ar c’herzet ar beure-man : fresk eo an amzer, hag ar ruio didud : netra en harz ’met eun toullad chas a zo o peurober o zroio noz, o fri gante gwech ha gwech er bernio louzoni, da c’houl ha kavout a refont enne eun dra bennag da chakat.

E-tuont da ze an hent a zo penn da benn war zisken, o vean m’hon deuz da heuilh hent ar Groaz bete ti Bons-Pilat. Eun nebeudik pelloc’h, treuzet ganimp kær a-bez, e kavomp, war hon dorn kle, eur regennad lojeiz a dle bean ar gouent a glaskomp.

Rak Iliz Santez-Anna n’eman ket he-unan. Aboue ar blavez 1878 e zo bet savet en he c’hichen gant ar c’hardinal Lavijeri, arc’heskop Aljer, evit e visionerien, an Tado Gwenn, eun ti-studi elæc’h ma ve stummed kloareged a bep noad ha græt gante beleien ’vit ar C’hresianed Melkit. Ar re-man, goude mac’h int katoliked euz ar gwellan, o deuz koulskoude eun doare da *lidan dishanval diouz hini an Iliz latin, a heuilhomp holl en bro ar c’huz-heol.

An Tad Santel ar Pap, Leon XIII, c’hoant gantan da rei d’ê beleien a zoare, eo a bedaz hag a zikouraz ar c’hardinal da zevel ’vit se *kloerdi Santez-Anna.

Fe vad, kentan tra a weler ennan ’n eur vont ebarz, eun dra hag a ziskoe eman an Au. Lavijeri aman ’vel er gær, eo e skeuden, Æt ’zo d’ober ’nei koevr, sten ha plomm bet ’teuzet war eun dro ; an danve-ze, a rer anean « bronze » en gallek, ac’h a ive d’ober hon gwenneien.

Mes n’am euz ket amzer breman da chom da zellet ar skeuden-ze, na kennebeud da zellet diavæz ha diabarz iliz Santez-Anna. Em-berr e vo pleet gant se. Breman eo ofernian a fell d’in ober.


————