Seizved pennad — XVIII

R. Prud’homme, 1903  (p. 226-229)



XVIII


En pe doare eman hirie kleuzen an Agoni ha liorz Jetsemani.


Kleuzen an Agoni a zo c’hoaz breman, war bouez nebeud a dra, ’vel ma oa en amzer Jezus, — ha well a ze. Ar vein a ra ar volz ’uz d’hon fenn, a zo chomet e-noaz kazi dre-holl. Æz eo gout n’omp ket aman ’ti ar C’hresianed : ar re-man o dije kuzet ar vein dindan eur gwisk livaj.

’Pez o deus græt aman Sant-Fransesiz, eo laket taer auter er c’hernio : n’am euz ket ezom da laret e teuin d’oferenni aman ’vit an deio.

Araug kwitât ar Gleuzen zantel, gwelemp petore ment he deuz : tregont troatad a hed, pemp war-nugent a ledander ha c’houæc’h a uhelder.

Lennomp ive ’pez a zo skrivet en latin ’uz d’an auter vraz : « Aman e tiveraz euz korf Jesus eur c’houezen a oad. » Mann ’met ar wirione, ’vel m’hon deuz gwelet uheloc’h.

E-mæz breman, ha da liorz Jetsemani a zo e-kichen.

« Liorzik » eo e tlefen laret : rak mar zo enni eur gorden douar, n’euz ket ouspenn. N’eo ket hanval ouz ’pez a oa gwech-all : klozet eo gant eur voger a zeiz pe eiz troatad a uhelder. Koulskoude, ma tistrofe war an douar ’vit he gwelet an dud a veve amzer hon Zalver, na vije ket c’hoaz goall dishanav evite. An eiz gween oliv a zo enni, a zo bet testio, herve ’larer, da dorfet Judaz. Ha hep poan hen kredomp : rak seblantout a reont bean koz-koz. Petra bennag ar ween oliv a c’heller yaouankat anei keit hag a garer : ’vit se n’euz netra d’ober nemet dibennan nei ; ar c’horf a chom bepred sap ennan ; teñvât a ra zoken, ha dont a ra dioutan, ’vel deuz eur vammen, taulio neve a deu d’o zro da vean barro. Setu perak, ’vit tapout d’ober an dro da zarn euz gwe oliv Jetsemani, eo red kât eur gorden a bemp troatad war-nugent. ’Vite da vean berr a gorf, n’o dije ket gellet koulskoude chom ’n o zav o-unan, gant a goz ec’h int. ’Pez a gleuz a oa ’n o c’hreiz, ’pez a c’houllou a oa etre o izili (rak larout ’rafe ’nen o dije divræc’h ha diouhar) a zo bet leuniet a vasoniaj : skoaziet eo ar barro gant ar vein en hevelep doare ma seblantont bean dioanet dioute.

Eun dra c’hoaz a zikour anomp da gredi ec’h eo koz *iskiz ar gwe-man ; an *aket a laker d’o ’mirout. Aboue pemp kant vla ’zo, m’eman ar Fransiskaned o tioall anê, n’euz bet græt d’ê gaou e-bed. Na lez ar venec’h den da dostat d’ê, aon gante na deufe ar belerined da ziwiskan ’nê tamm ha tamm gant o c’hontel. N’hellomp ket zoken tapout dioute eun disteran delien. Eur gwiad neud orjal a harz anomp da zevel hon daouarn beteg an delio, hag er memez amzer a digemer ’nê pa goueont o-unan. Staget ’vent goude war baper, ha setu peadra da rei d’ar belerined a fell d’ê delc’hel sonj euz Jetsemani. Ouz moger al liorz, en tu diabarz, a zo fichet pevarzek taulen evit ober hent ar groaz : gellout a ret kredi na vout ket ar yeot war ar wenojen a dremen dirake.

En tu ’traou e weler meur a sipreen a zav uhel-uhel o fenn moan ha du.

Dindan ar gwe e zo bleunio euz ar bravan, maget gant eur Breur euz urz sant Fransez : rei a ra d’imp bep a voket dioute, hag ive, mar keromp, bep a werennad deuz an dour a gemer evit doura ’nê : dour fresk heb bean noazuz, dour-sav, mar plij, ’pez a zo eur burzud er vro-man. « Trugare ! » a laromp a greiz kalon d’ar Breur koz, ha goude dioustu : « Kenavo ! » gant kalon ive, pe gentoc’h gant eur galonad ; rak poan ’ve en em zistagan deuz al læc’h binniget an euz bet diskoueet Jezus ennan kement a garante en hon c’heñver.

C’hoaz, da vihanan, ec’h omp en gortoz da zistrei aman ’vit an deio, ha ze a diboan ac’hanomp.

Mont a reomp neuze da gichen pont ar Sedron, hag eno e kavomp hon goetur : dek munuten goude ec’h omp distro d’hon hostaliri, ha ’keit all c’hoaz goude ec’h omp azeet ouz taul evit koanian.


————