Eizved pennad — III

R. Prud’homme, 1903  (p. 235-236)



III


Eun oferen bred e giz ar C’hresianed.


Reizet eo peb tra en oferen-man herve kustum ar C’hresianed distag deuz ar gwir Iliz, goude koulskoude eo stag outi ar re a gemer lod en ofis. Mar goc’h souezet euz ze, setu aman peadra da zispenn ho souez. Ar C’hresianed hag an holl gristenien a vro zav-heol o deuz bet a-viskoaz o doare da *lidan en o ilizo, ha, ’vit netra, na c’houlfent hen leuskel. Hini o zado-koz ec’h eo hag, ouspenn ze, kaeroc’h e kavont anean ’vit hini al Latined, en *damani ma zo gantan muioc’h a dro hag ma zo ennan muioc’h a bedenno. C’hwel perak Pabed Rom, c’hoant gante da domman oute mui ouz mui ar C’hresianed zentuz ha d’ober d’ar re all distrei ezetoc’h davede, o deuz *autreet d’ê holl miret o c’hiz da *lidan. Aman, en ti-studi Santez-Anna, e ve stummed d’ê o *c’hloer gant an tado Gwenn.

Ar re-man, ’vit-se, na *lidont ket evelte. Penauz ’ta e reont i ’vit lakat o skolaerien da heuilh ofiso al lid gresian ? Mirout a reont eur pennadik daou pe dri velek neve urzet, a lakont da zevel ouz an auter ’vit an oferen bred.

Daou d’an nebeutan a zo ezom : rak na ve ket *lidet gant eur belek hepken. Ha gant se, daou *lider a welan breman krog gant an oferen bred. Gwisket kaer int, elæc’h o heuilherien (tri pe bevar, e kav d’in) na zougont war o zæ du nemet eun *eskerb a goue a-viez deuz o skoa deo hag a zo skoulmet dindan o c’hazel gle. Kanan a reont holl, pep-hini d’e dro, pe daou pe ouspenn war eun dro. Mes o mouez o zo moug : mont a ra war rauk kazi hep sevel na disken, hag a-stlej, koulz laret.

Sin ar groaz, ’vel just, o deuz d’ober aliez : mes d’o skoa deo, ha n’eo ket d’o skoa gle, e kasont o dorn deo goude bean stoket gantan o *asgre.

Setu deut mare ar gomunion : warlerc’h an daou velek e welan an diakred o komunian, n’eo ket hepken dindan ar spez a vara, ’vel en hon bro, mes ive dindan ar spez a win. Hini ha hini a zoubont o muzello er Goad Sakr a zo ’barz ar c’hali.

Tostaat a ra d’o zro d’an daul zakr darn euz ar skolaerien, ha tud all deut euz kær d’an oferen. Int ive a gomuni dindan an diou spez : rak an hosti a lak ar belek war o zeod a zo bet glebiet a-rauk ’barz ar Goad Sakr.

En amzer gentan euz an Iliz, ha ze epad daouzek kantved, e vije komuniet dre-holl dindan an diou spez, er stum-ze pe en eur stum all. A-wejo, ’vit-se, e tigouee d’eun daken bennak euz ar Goad Sakr bean skuilhet ha *sautret. Evit mirout na vije ket græt ar seurt dismegans d’an Au. Doue, e tifennaz an Iliz da gristenien ar c’huz-heol kaout o lod euz ar c’hali.

Rouane Frans hepken, de o zakr, a c’halle komunian dindan ar spez a win, ha Charlez X hen reaz, en Iliz Reims, er blavez 1825.


————