Eizved pennad — IV

R. Prud’homme, 1903  (p. 237-238)



IV


Douar Santez-Anna, douar Frans. — ’Boue pegouls ?


’C’hanta ! setu deut adarre gant ma fluen, ’vel hep gout d’in, hano Frans, hano ma Mamm-Vro vinniget.

Penegwir he deuz krog, ma stago eta dioustu da skrivan ’pez a reaz vad d’am c’halon a Fransez en kouent Santez-Anna Jeruzalem an 8ed a Wengolo 1901. — Divezatoc’h e kavo an tu da ziskargan ma c’halon a Vreizad.

War lein an ti e finv goustadik an drapo glaz-gwenn-ru. Laret ’rafe ’nen unan euz iskili æl Frans, an æl a zo karget da zioall kement hini a zo aman hirie. Petra bennag n’euz aman nemet Fransizien : Fransizien a *ouenn, ’vel ar belerined ha ’vel an Tado Gwenn a ren ar c’hloerdi, Fransizien a galon, ’vel ar skolaerien yaouank. Rag n’am euz ket ezom da laret e ve disket d’ar re-man karout Frans evel eur Vamm ha komz hec’h *yez kaer, ar gallek. Evel-se ’man kont e kement ti-skol pe ti-zikour a zo dalc’het er gær-man gant leaned pe leanezed Frans, hag hen diskoel a reont en eur stignan aliez war o zier an drapo a dri liou.

Ti Santez-Anna, avad, eman al lore gantan. E berc’hen n’eo ket hen na hen euz bugale Frans, mes Frans hec’h-unan. Prenet he deuz anean pevar bla ha daou ugent ’zo, ha n’eo ket gant arc’hant nag aour, mes gant eun dra hag a dalv kalz muioc’h, gant goad he bugale.

Goude brezel Krime, a oa bet græt d’ar Russed gant ar Fransizien hag ar Zauzon a-gevred ’vit rei skoazel d’an Turked, e fellaz d’ar re-man, deut da vean trec’h, *kinnig eun dra bennak d’o difennerien evit o zrukarekât. Napoleon III, stad ha lorc’h ennan o vean goneet, ha fæ gantan bean dic’haouet a-hent-all, a felle d’ean ober e bautr *larg, ha na c’houle kemer netra. C’houitan ’reaz eno. Dleout ’raje bean goulet eun tamm kresk war ar galloud an euz Frans pell ’zo en Douar-Santel : n’hen reaz ket, siouaz ! ha breman eo kerse ganimp.

Koulskoude e c’honeaz warnan an Autro de Barrère, a oa neuze hon *c’hannad en Jeruzalem, d’ober d’ean digemer en hano Frans eul læc’h en kær Jeruzalem, koz iliz Santez-Anna, hag eul læc’h all, koz iliz Abou-Gosch, an em gav eun taer leo bennak deus kær.

Homan a zeblante bean bet ankouaet aboue. Ar bla 1901, ’vel-kent, eo bet roet gant hon gouarnamant da venec’h sant Beneat, gant karg d’he hadsevel. Hen laret hon deuz dija, ha laret ive eo an Tad Beneat, priol beteg-hen en manati Kerbeneat (Finistèr), a zo bet galvet da ren manati Abou-Gosch. Anveet mad eo gant ma lennerien, ha c’hoaz e kavfont anean war o hent.


————