Eizved pennad — X

R. Prud’homme, 1903  (p. 252-253)



X


Dilost ar pardon ; eur bale war leuren zakr Mahometiz. — Pegoulz e pedont.


Na reomp, koulz laret, nemet treuzan an hent, ha setu hi en eul læc’h a c’hoantaomp gwelet pell ’zo, war al leuren a douge gwech-all Templ ar gwir Doue. Diou voskeen, da laret eo diou iliz goestlet da Vahomet, a zo breman warni, hini Omar ha hini El-Aksa : Muzulmiz, e ziskibled, a ro d’ei an hano a leur-gloz-sakr (Haram-el-Sherif), abalamour m’eo evite, goude kærio La Mecque ha Medina, santelan læc’h a zo war an douar. ’Rauk brezel Krime (1856) n’helle den nemete kerzet warni. Hirie c’hoaz, ’vit hen ober, eo red goulen *autre ar pacha, ha bean ambrouget gant eur c’hawa, pe eur zoudard turk. Gant rei d’ean ha d’ar varabouded (beleien) eun tamm bakchich, e c’hell ar gristenien en em dremen oute ezet aoalc’h. Ar Judevien, avad, gwech ebed.

Al leuren-man a zo bepred enni tregont devez arat. Kompez aoalc’h eo, nemet he c’hreiz, ’læc’h eman an diou voskeen, a zo savet c’houæc’h troatad uheloc’h ’vit ar peurrest, Ar c’hreiz ive a zo paveet gant marbr gwenn ; elæc’h-all, avad, netra nemet eur gwisk sabren a vout ennan, duman ha duont, yeot hesk hanter dizec’het, ha gwe sipre pe gwe oliv : danve eur c’haer a vali, mar vije bet aman tud a boan, c’hoant d’ê d’ober eun dra, ha n’eo ket d’ober sin.

’N eur dreuzan al leuren e taulomp ple d’eun den a zo pignet war veg eur minaret (tour henvel ouz eun tour-tan) : huchal ’ra a-bouez e benn, ’n eur gas e vouez ’trezek pevar c’horn ar bed : « Pedet, pedet, emean. Doue ’zo Doue ha Mahomet eo e brofet. » Ar c’homzo-ze a dle ar muezzin laret evel-se pemp gwech bemde : da zav-heol, da hanter-veure, da greiste, da hanter-enderv, d’an abarde.


————