Eizved pennad — XI

R. Prud’homme, 1903  (p. 253-256)



XI


’Pez a oa gwech-all war al leuren zakr. — Templ ar gwir Doue. — E istor


Gwech ha gwech e reomp eur poz, bodet endro d’eun Tad yaouank a zo roet d’imp ’vit hon henchan, ha displegan d’imp pep tra. Hen ober a ra gant eur ouiziegez a lak anomp souezet.

’N eur diskoel d’imp an dra-man hag an dra-ont e kav an tu da laret d’imp ’pez eo mad gouzout diwar-benn an Templ koz ha relijion ar Judevien, diwar-benn an amzer gentan euz ar relijion gristen, ha diwar-benn relijion Mahomet.

E berr ha berr, setu aman ’pez a digoue d’ean laret d’imp.

Al læc’h-man eo ar mene Moriah, a laraz an Au. Doue d’Abraham pignal warnan, ’vit sakrifian eno e vab Isaak, war eun auter. Aman ive an Au. Doue, goude bean skubet 70,000 den gant ar vosen, ’balamour da bec’hejo ar roue David, a bardonaz d’ean hag a lemaz diwar e zujidi ar oalen a gasti. Mes gourc’hemenni a reaz d’ean sevel en e enor eun auter war ar Moriah ha *kinnig d’ean eur zakrifis a drugare. Ar roue a zentaz dioustu, ha kement a stad a oa ennan, ma lakaz en e spered sevel aman eun templ kaer d’an Au. Doue.

N’hellaz ket heñ ober e oestl, mes e vab Salomon hen reaz, hag en eun doare kaer meurbed, hep sellet ouz an dispign. Daouzek devez arat a c’holoe an Templ, ha, ’vit hen kempen, ne oa bet espernet nag an arc’hant, nag an aour.

Adalek neuze e teuaz da vean, ha chom a reaz epad mil ’la, penn ha kalon pobl Israel : ken e vo dispennet da vad, ne vo ket diskaret da vad rouantelez ar Judevien.

Diou wech e tigoue d’ean bean dispennet : mes diou wech hen adsaver, hag an dried templ a zo kaeroc’h ’vit an daou gentan.

Gantan eman al lore, ’balamour an euz bet an enor da zigemer Salver ar bed. Ennan eo bet digaset Jezus gant e Vamm hag e Dad mager, ’vit bean goestlet d’an Au. Doue, e wir Dad ; ennan e oa bet kavet gante o prezek d’an doktored ; ennan e teue da bedi bep pla, da amzer bask. Eno e prezege aliez d’ar Judevien. Eno, dreist-holl, e plije d’ean ’n em dennan en e zeio divezan. Unan euz an deio-ze, ar meurz d’abarde, pa oa deut e-mæz deuz an Templ, e lavaraz unan euz e ziskibled d’ean : « Sellet ’ta, Autro, pegen kaer eo an Templ, ha pegent stard azeet war vein braz. » — « Sellout a ret, eme Jezus, ouz ar pikol pez lojeiz-ze : ma ! na chomo ket dioutan men war ven : mont a rei a-bez d’an traou. » Dek vla ha tri-ugent goude, e teue da wir komz hon Zalver : eur zoudard Roman deuz arme Titus, a lake an tan en Templ hag, eur pennadik goude, ne oa anean nemet ludu. An impalaer a reaz diskar e vogerio.

Græt e oa e amzer : na oa ken ezom euz an auter deverez[1] ’vit *kinnig da Zoue goad ha kig loened, aboue ’nefoa redet en e enor war aoter ar c’halvar ar goad divin a ginnige d’ean an hini hen skuilhe. Ar zakrifis-man a lem o zalvoudegez digant ar re all. Ha n’eo ket en Templ Jeruzalem e tle bean kinniget, mes dre-holl ’læc’h ma vo ’laret an oferen.

Wardro tri c’hant ’la goude ma oa bet distrujet an Templ, e c’hoantaaz Julian, eun impaler roman an nevoa troet kein d’ar relijion gristen, tremen da c’haouiad Jezus-Krist, an nevoa laret na chomje ket euz an templ-ze men war ven. Intenti a reaz adsevel anean ha setu krog e vicherourien gant al labour. Mes sevel a reaz deuz an douar flammo heuzus a harzaz ’nê d’azean ar gwele-mein a dlee dougen an Templ neve : na rejont evel-se nemet peurdispenn an hini koz beteg an donan euz ar mogerio ha lakat da vean muioc’h anat pegen gwir an nevoa komzet hon Zalver Jezus-Krist.

A c’houdevez e teuaz leuren an Templ da vean eul læc’h-diskarg ’vit bep seurt louzoni.


————

  1. En gallek : autel des holocaustes.