Grasou resevet e Rumengol
Aotrou Person Rumengoll a scrif :
« Ne roan ket, emezhan, ar pez a vercan, evit burzudou ; ho c’hemeret a heller avad evit grasou bras deut dre zaouarn ar Verc’hez, ha cridi a c’heller eo hi e deus tennet anezho digant he map evit ar re o deus bet anezho. »
Setu eno ive petra zonjomp o verca ar pareou burzudus ma comzomp anezho ; ken n’e deuz an ilis douget he barnedigez ne c’hellomp lavaret ken ; hogen merca a reomp an traou-ze evit creski feiz ha devosion ar gristenien e kenver hor zalver hag he vam santel. Ni christenien catolig a c’hoar ervad, pa ve meneg a draou burzudus, ne goust ket hirroc’h d’an Aotrou Doue rei ar vuez da eun den maro eget berraat euz eun dervez pe eun heur epken ar c’hlenvet crog en eun den.
« Lizer digant M... da Ch... Miz even 1864.
Eur poder iaouank, bet epad daou vloaz o labourat var he vicher e Daoulas, hag o veza bet ac’hano an eur vad da vont da bardona da Itron-Varia Rumengoll, en deus dalc’het sonch mad euz al leac’h-ze dre ar grasou a scuil gant largentez Itron Varia remed oll var he bugale vad pa en em erbedont outhi. Dalc’het oa gant eur c’hlenvet a beultrin, hag e taole ar goad couls lavaret bemdez. Implijet en doa a bep seurt louzeier, hag e crede ervad n’oa pare ebet evithan, pa deuas da zonch dezhan euz a c’halloud an hini a zo iec’hed ar re glanv. En em erbedi a reaz oc’h ar vam vad-ze, hag e voestlas rei dezhi daou bod da lacat bokedou, euz ar podou fin a rer e Langeais (Indr-ha-Loer).
Itron Varia Rumengoll a zilaouaz he beden ; pareet eo dre vurzud ha dre c’hallout mam Doue.
An den iaouank-ze eo va breur caer ; ema o chom e Langeais, ha digaset en deus din an daou bod oc’h va fidi d’ho c’has beteg iliz an itron Varia.
Mar oc’h eus c’hoant da c’houzout hano va breur caer, setu hen ama : Felix Pichot, podeur e Langeais. »
Per M...
1867. Eun intanvez ha ne deus nemet eur verc’h, a vele ar verc’h-ze clanv, hag ar vedesined n’o doa esper ebet d’he farea. Dont a reaz ar zonch dezhi d’he goestla da Itron-Varia Rumengoll. Nebeut amzer goude en em gave eürus ; bet e doa he goulen digant ar Verc’hez. An intanvez-ze zo deut da seveni he goestl ha da rei eun ofrans d’an Itron-Varia evit diskuez he anaoudegez vad.
30 Even 1867. Eur verc’h euz a L… a zo bet meur a vloaz ep bale, hag a zo deut ar c’herzet dezhi kerkent ha ma zeo bet erbedet gant he c’herent oc’h Itron-Varia remed oll.
1° Gouere 1867. Eur verc’hik vihan euz a B… oajet a bevar bloaz anter, a ioa dallez c’hoec’h miz a ioa, e deus resevet ar guelet kerkent ha ma o deuz he c’herent prometet dont da bardona da Rumengoll.
Eur c’hreg, chomet mudez epad pevar mis goude lacat eur bugel er bed, en em voestlas da vont da Rumengoll ; kerkent e c’hellas lavaret eur ger bennag, hag abaoue ma zeo bet o pardona e coms calz esoc’h.
17 Guengolo 1867. Eur mous euz a enez Eussa a goeze aliez e drouk sant trivac’h miz a ioa ; he gerent o deuz he voestlet da Itron-Varia Rumengoll, hag abaoue ne ket coezet.
— Brema ez euz eun nebeut bloaveziou, an Itron Varia Remed oll a ziskuezaz he madelez e kenver daou bried euz a L.... o parea eur bugel dezho. Ar bugel-ze en doa pevar bloaz ha n’en doa great c’hoas camed. He dad hag he vam, leun a fizians er Verc’hez santel, a deuas gant ho bugel da bardona da Rumengoll. He lacat a rejont var eur gador epad ma pedent calonek, daoulinet dirag imach mam Doue, Epad ma pedent, pe ger bras ne voue ket ho zouez hag ho levenez, o velet ho bugel, deut divar he gador, en he za en ho c’hichen, hag o vale couls ha pephini ! Ar Verc’hez e doa roet ho goulen dezho var al leac’h.
E 1859, eur c’hrek dougerez a voue pareet ha tennet a boan gant itron Varia Rumengoll. Ar c’hrek-ze, tost d’he zermen, a grogaz enhi ar red-corf, (dyssenterie), en eun doare ma credet ervad oa collet ar vam hag ar bugel. En em erbedi a reaz oc’h Guerc’hez Rumengoll, ha kerkent ar vam a bareaz hag ar bugel a deuas da vad. Daou ex voto, (daou brezant goestlet) a zo en ilis Rumengoll digaset en anaoudegez vad evit ar pare burzudus-ze.
Brema ez eus trizek pe bevarzek vloaz, an aotrou P… a reaz eur c’hlenved braz, hag en em erbedaz oc’h itron Varia Rumengoll evit goulen beza pareet. Ervez an ex voto zo e Rumengoll, ar Verc’hez en em ziskuezas dezhan. Prometi a reas dezhi, mar pareje, digas d’he iliz eur merk euz he anaoudegez vad. O veza deut e iec’hed, an aotrou P… micherour ijinuz, a reaz hag a zigasas da Rumengoll unan euz an tamou arrebeuri-ze, kizellet caer, a zo sell an oll varnezho en ilis-ze.
Comzet ez eus din euz eur bugel eis vloaz, a ioa mud pevar bloaz a ioa, hag a deuaz ar goms dezhan epad ma edo he vam o pidi dirag imach an Itron Varia remed oll. An dra-ma zo digouezet, a leverer, brema ez eus pevar pe bemp bloas.
24 a vis Mae 1860. Eun den mac’haniet, ha ne c’helle bale nemet var bouez eur ganen, a vale brema ep harp ebet abaoue ma zeo bet o pardona e Rumengoll. Lezet en deuz eno he vaz evel testeni ez eo bet pareet eno.
27 Mae 1868. Eun demezel iaouang euz a L., oajet a 14 vloas, e doa poan o vale ; ne dea nemet var bouez branellou. He mam a brometas mont teir guech da bardona da Rumengoll var droad, evit goulen pare he merc’h. Great e deuz ar pez e doa guestlet, deut eo gant ar brasa fizians da bidi mam Doue, ha ma ne deus ket bet oll he goulen, e deus bet da viana eul loden anezhi. Ep beza pare tre, e vale brema eb en em skuiza ; ober a ra beachou hir ep bas na branel ; o veza deut he unan da bardona da Rumengoll e deus lezet eno he branellou evel eur merg a anaoudegez vad.
15 Guengolo 1868. Eun den iaouank trivac’h vloaz a ioa eat ne vouiet ket peleac’h. Caer a ioa he glask n’her c’havet ket. He dud a brometas rei eun ofrans da itron-Varia Rumengoll, hag eun dervez bennak goude e tigouezaz er gear distro euz eur veach en doa great var vor.
Eur vaouez euz a Heussa e devoa eur bugel tri bloaz hag a ioa mac’haniet. Erbedi a reaz he bugel oc’h Itron-Varia remed oll, ha brema ez eo pare tre. Ar vam a gred mad e deus bet ar c’hras-ze dre zaouarn Mari pehini, evel ma lavar, ne ziles morse ar re a laca ho fizians enhi.
15 Eost 1870. Eur verc’hik nao bloaz euz a Zouar-nenez, a vije kemeret evit eur bugel pemp bloas, ken disterig ha ken astudig oa, a voue goestlet gant he c’herent da Itron-Varia Rumengoll. Ar verc’hig-ze a voue er prosesion e Rumengoll d’ar 15 a Eost 1870, var breac’h he zad rak ne chelle ket poeza var he divesker. Fizians an dud-ze e Doue ne ket bet collet. Ar verc’h a zo pareet tre. D’ar 15 a eost diveza (1872), eo deut adarre, da Rumengoll da drugarecat ar Verc’hez, ha goude beza communiet e deus goulennet gant prez ha laouenidigez guelet ar guiton e doa douget en he dorn epad ar brosesion brema ez eus daou vloas, hag e deus lezet e prof (en ofrans) gant Itron-Varia Rumengoll.
Unan euz ar veleien zo bet e pardon Rumengoll da zul an Dreindet 1869, a zigouezaz eno d’ar zadorn da bardaez. Mont a reas dioc’htu da zaludi Itron Varia Rumengoll ha da lavaret he vrevier er c’hoeur. Eno e velaz eur c’hreg, iaouank c’hoaz, hag en he c’hichen eur potrik daouzek pe drizek vloaz. Ar potrik-ze, couls hag he vam, a bede ker calonek, ma vije kemeret evit eun æl. Guir eo an oll bardonerien a voa eno a bede caloneg ; hogen an daou-ma gouscoude a ioa dreist ar re all, ar pez a lakeaz ar belek ma comzan anezhan da evesaat outho. Goude beza tremenet var dro eun heur dirag aoter ar Verc’hez, ar potrik-ze hag he vam n’o doa ket finvet euz al leac’h ma voant.
Antronoz ar belek-ze o veza deut da lavaret he oferen var dro c’huec’h heur, a gavas adarre ar mab hag ar vam o pidi er memes leac’h. Map ha mam a gommuniaz en oferen-ze, ha ken devot, ma voa anat e tremene en ho ene eun dra bennak dreist ar pez a dremen peurvuia e calonou an dud. Guelet a reat en daou gristen-ze, ar potrik hag he vam, eun dra bennag euz ar pez ne veler ket aliez, eun dra bennag euz ar pez ne gaver nemeur var an douar, eul laouenidigez, eun anaoudegez vad ha ne vouient ket penauz he diskuez. Abenn eur pennad goude he oferen, ar beleg, oc’h ho guelet o pidi ato er memes leac’h, a c’houlennas digantho en eur dremen.
— C’hui oc’h eus bet, a dra zur, eur c’hras bennak digant Itron-Varia Rumengoll ?
— Ia, eme ar vam ; buez ar potrik-ze.
— Ha penaus ?
— Ar potrik-ze a voa toc’hor bras ; maro oa zoken a gredan. He vouestli a ris da Itron-Varia Rumengoll, en eur brometi hen deskchen da veza eur servicher mad dezhi mar plicheze ganthi he lezel ganhen e buez. Va goulen am eus bet ; va map zo pareet dioc’htu, en eun taol ; ha setu perag em guelit ama hirio deut gant va map, da drugarecat mam Doue.
Epad ma comze ar vam ; ar potrik ne droe ket he benn hag a bede ato. Neuze ar beleg a droaz outhan en eur lavaret :
— Ahanta, va bugel, pa e deuz ar Verc’hez roet deoc’h ar vuez, e viot fidel ha devot dezhi epad ho puez ?
— O ia, aotrou Person, biken ne ancounac’hain ar pez e deus great Itron-Varia Rumengoll evidhon.
O velet pe ger caloneg e pede ar bugel-ze, e c’heller cridi ervad e talc’ho mad d’he c’her, ha me zo tromplet bras ma na vez ket ar bugel-ze eun deiz eur servicher mad d’ar Verc’hez.