Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Erwan Gwilhou.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 124-128)



ERVOAN GWILLOU
________


I


  Mar plij ganec’h a selaoufet
Ur werz a-newez gomposet ;

  Ur werz a newez gomposet,
Da Ervoan Gwillou hec’h eo grêt.

  Ervoan Gwillou a vonjoure,
’N ti ’nn Derrien koz pa arrue :

  — Bonjour ha joa bars ann ti-man,
Jannel Derrien pelec’h eman ?

  — Et eo Jannet d’al leur-newe,
Me a garje mad na vije ;

  Me a garje na vije ket,
Abalamour d’ar Rechoed ;

  Balamour da botred ar Recho,
Gwasa tud-jentil ’zo er vro. [1]


II


  Aotro ar recho a lâre
D’Ervoan Gwillou, el leur-newe :

  — Ervoan Gwillou, mar am c’haret,
Ho mestres d’in-me a brestfet ?

  — Aotro ’r Recho, ma iskuzet,
Rag ar plac’h-man a zo dimêt.


  — Ober goap ’fell d’id, michiek,
Ur plac’h a bemp mil skoed leve,

  Ur plac’h a bemp mil skoed leve,
Ha te na t’eûs gwennek anhè.

  — ’Wit-on da vea michiek,
O lipad da blajo n’on ket bet ;

  O lipad da blajo n’on ket bet,
Nag iwe plajo Recho ’bed !…

  Jannedig Derrien a oele,
Ervoan Gwillou he c’honsole…

  Jannedig Derrien a lâre
D’Ervoan Gwillou, el leur-newe :

  — Mar karet ma diwall fete,
Me ho komerro goude-se.

  — Tapet-krog en bask ma chupenn,
M’ c’hoariinn gant ma baz daou-benn !…

  Kriz a galon nep na oelje
El leur-newe nep a vije,

  O welet ar ieot o ruzia
Gant gwad ’nn dut-jentil o skuilla ;

  Gant gwad ’nn dut-jentil o skuilla,
Ervoan Willou euz ho lac’ha !


III


  Ervoan Gwillou a lavare
’N ti ’nn Derrien koz, pa arrue :

  — Setu aze ho merc’h Jannet,
Penamet on-me na oa ket !

  — Dalet, Jannedig, ann alc’houez,
Roït d’ehan gwerz un tok-newez.

  — Gwerz un tok-newez n’hen defo ket,
Me hen komerro da bried.

  Ervoan Willou ’n eûs goneet,
En Prad-Melar o vea bet,


Ur plac’h a bemp mil skoed leve,
Hag hen n’hen eûs gwennek anhè. [2]


Kanet gant Marc’harit Fulup.


__________
  1. Variante : Ann Derrien kos a lavare
    D’he verc’h Jannet, un dez a oe ;

      — Ma merc’h Jannet, mar am c’haret
    D’al leur-newez na efet ket.

      — Bet drouk gant ann nep a garo,
    D’al leur-newez me a ielo ;

      Mar be sonerienn, me dan
    Gant ma dous koant Iouenn
  2. Variante : Ann Derrien koz a lavaras
    D’he verc’h Jannet, ’vel ma klewas :

      Dalet ma merc’h, ann alc’houez-man
    Reit gwerz un tok newez d’ehan ;

      Reit gwerz un tok newes d’ehan,
    'Vô diou blumachenn war-n-ehan.

      — N’ê ket ’vel-se a c’hoarveo,
    Ho merc’h Jannedig hen defo

      — Aotro Doue, ha posubl ’ve
    Perc’henn pemp kant skoed a leve,

      Ur boesellad gwinis bemde,
    Mab ’n amunuser as be-te !

      — Bet drouk gant ann nep a garo.
    Ervoan ar Gwillou eo am bô !


    Kanet gant Jannet Ar Gall, mates
    en Kerarborn, — Plouaret 1849.