Jezus, Zalver adorabl
Ti René Prud’homme, 1924 (p. 29-30)
N° 19. — Jezuz, Zalver adorabl.
War an ton N° 19.
1. Jezus, Zalver adorabl, zellet ho pugale,
Stouet int ol d’an daoulin Dirak ho majeste :
Hoc’h adori a reont euz a greiz o c’halon,
Zellet he gant madeles, euz an Oter, ho tron.
2. Evit-he ec’h euz roet ho koad hag ho pue,
Hag evit-he e chomet en Hosti noz ha de :
Evit-he c’h euz digoret porjou ar Barados ;
Gret ma z-imp di d’ho meuli ha genac’h da repos !
3. Zoursen euz an ol c’hrasou, skuillet gant abondans
Ho faveuriou presius war ar bobl euz a Frans :
Miret enomp ar gwir fe, ar gwir relijion,
Ha roet d’ho pugale ho penediksion.
4. Ele, zent ha zentezet, sperejou evurus,
Glorifiet evidomp hon Tad karantezus ;
Ha ni meulomp-han ive dre hon bue zantel,
O c’hortos kanan dezan eur c’hantik eternel.