Evit Goueliou mis Guenver

L. Prud'homme, 1849  (p. 521-522)


en mis guenver

D’ar gouel eus ar Circoncision an deiz quenta eus ar bloaz, e guemerrot evit Gousperou ar memes Salmou pere a so merquet evit Gousperou ar Verc’hes hac ar memes Hymn a so evit Nedelec varterc’h gousperou ar Sul etouez an Hymnou, hac ar memes Oræson, Deus , qui salutis æterne, pehini so varlerc’h Alma Redemptoris en fin Complidou.

Da vouel ar Rouanez, ar c’huec’hvet devez eus ar mis, evit gousperou e quemerrot Salmou ar Sul het-a het, hac an hymn Hostis Herodes, gant ar V/. hac ar R/. a so eno ive varlerc’h etouez an Hymnou, ha goude e leverrot an Antifonen hac an Oræson a so ama.

Antiphona.

TRibus miraculis ornatum diem sanctum colimus ; hodiè stella magos duxit ad præsepium ; hodiè vinum ex aquâ factum est ad nuptias ; hodiè in Jordane Christus haptizari voluit, ut salvaret nos, alleluia.

V/. Domine, exaudi orationem meam.

R/. Et clamor meus ad te veniat.

Antifonen d’ar Magnificat.

SOlemnisa reomp an deiz santel-ma pehini so bet ornet gant tri miracl ; hirio ê bet cunduet gant ur stereden an tri roue Majet d’ar c’hraou a Vethleem ; hirio ê bet chenjet an dour en guin evit un eureud gant hor Salver : hirio ê bet plijet gant Jesus-Christ beza badezet en rivier Jourdren gant Ian-Vadezour, evit hor sauvetei, meulet ra vezo Doue.

V/. Autrou Doue, exaucit va oræson.

R/. Ha grit ma erruo ar c’hri eus va feden betec enoc’h.

Oræson evit Gouel ar Rouanez.
Oremus.

DEus, qui hodiernâ die Uuigenitum tuum gentibus, stellâ duce, revelâsti ; concede propitius, ut qui jam te ex fide cognovimus, usquè ad contemplandam speciem tuæ celsitudinis perducamur. Per.

O Va Doue, pehini hoc’h eus en deiz hirio roet ho Map unic da anaout d’ar gentilet pere n’ho devoa quet ar feiz, o tigaç dezo ur stereden evit ho c’hundui etreze ac enna ; grit deomp ar c’hraç dre ho madelez, brema pa hon eus hoc’h anavezet dre ar feiz, ma vezimp cunduet ive betec ar guel bac ar gontemplation eus ho cloar, dre voyen ho memes Map unic J.-C. hon Autrou, etc.