Christenien, pobl eurus, bugale da Jesus,
Deut, adorit ho Tad carantezus ;
En eo hon Roue ha Roue an Æles :
Adoromp-èn a galon, bis.
Adoromp-èn gant guir devocion.
Jesus a zo presant èr Sacramant Santel,
Jesus a so Mab d’an Tad Eternel ;
Jesus, Mab Mari, ni a deu d’ocvh adori :
Ni hoc’h ador a galon, bis.
Ni oc’h ador gant guir devocion.
O pebes carantes oc’h eus, Salver ar bed,
Da chom ganeomp en hosti consacret,
Evit dont bemde da vezur hon ene :
Ni oc’h ador a galon, bis.
Ni oc’h ador gant guir devocion.
Prosternet d’an douar, Dirac ho Majeste,
Ni oc’h ador Jesus, guir vab Doue :
Roït deomp, ni ho ped, ho penediccion,
Ni oc’h ador a galon, bis.
Ni oc’h ador gant guir devocion.
GOUDE AR VENEDICCION.
Ælez demeus an ên, oll sperejou eürus,
Canomp ni oll melodi da Jesus ;