Evit elumi carantez Jesus goude ar gommunion

L. Prud'homme, 1849  (p. 159-160)


----

CANTIC EVIT ELUMI CARANTEZ

Jesus en hor c’halon mui-ouz-vui goude ar gommunion santel. Var ton guers ar Gananeen.

O Va Jesus, ra viot meulet
Epad an oll eternite,
Da veza deut hirio d’am guelet
Gant quement a humilite ;
Ra viot enoret, va Jesus,
Er sacramant eus an auter
Da veza bet quen trugarezus
Em andret, ha me quen dister.
Me garre ven capabl da zisquez,
O va Jesus ! en hoc’h andret
Eus va c’halon an anaoudeguez
Dre ur garantez vras meurbet :
Guerc’hes Vari, hac oll Sænt eûrus,
Ha c’houi oll Ælez benniguet,
Ma secourit da garet Jesus
Ha d’he veul[i] [1] diouz ma ê dleet.
Evit Jesus ar bed a lesan,
Rac ne d’eo nemet un drompler ;
Da Jesus eo en em adressan,
Jesus a ra va oll douçder :
Jesus a so scrifet em ene ;

Gravet ê Jesus em c’halon ;
Jesus a so brema guenê-me,
Ha ne quitat quet ac’hanon.
Hep va Jesus netra ne garan,
Jesus eo va mad souveren ;
Jesus epquen eo a zesiran
Da chom bepret enon da ren :
Jesus [so va] [2] c’honsolation,
Jesus eo va rejouissanç,
Jesus eo en peb affliction
Va refuj ha va oll fizianç
Jesus epquen eo va c’harantez,
Jesus eo pried va ene ;
Va Jesus hervez he volontez
A zisposo ac’hanon-me ;
Da Jesus oun ha dezan vezin,
Ne zispartiin quet diouz Jesus ;
Jesus atô queit ha ma vevin,
Vezo ma zensor precius.
O va Jesus leun a drugarez,
Ouzoc’h em izom e clemmin ;
Va Jesus em oll sempladurez,

C’houi d’am sicour a c’houlennin ;
C’houi eo va nerz em infirmite ;
Нас eus va olladversourien
Е trec’hin an importunite,
О va Jesus, dre ho moyen.
О va Jesus, me [a] [3] gred enoc’h ;
Me esper enoc’h, va Jezus ;

Me ho car hac ho caro pelloc’h,
Gant hoc’h asistanç vertuzus ;
Ra vezo consumet va c’halon
Dre garanrez en hoc’h andret ,
Na zeuin, va Jesus, en nep fæçon
Da zisplijout deoc’h mui nepret. Amen.


  1. Moullet : -lit.
  2. Moullet : va so.
  3. Moullet : ha.