Un eil seurt actou goude ar gommunion
Goude ar gommunion en ur fæçon-all. Var an ear Gallec Accourez, esprits purs, et rrendez vos louanges.
ME a gred fermamant ema presant enon me
Ho corf sacr, va Jesus, gant ho coad hac hoc’h ene ;
Rac-se me hoc’h ador gant respet, va Salver,
Oc’h anaout ez oc’h sur va Doue, va c’hrouer.
Allas, va Redamtor, biscoaz n’em eus meritet
E visen guenec’h-hu er fæçon-ma bisitet ?
Penaus hoc’h eus-hu bet quement a drugarez
Da zont en ur preon vil, leun a vreinadurez ?
Ne d’oun nemet pec’het, ordur hag impurete,
Ne d’oun nemet un neant en presanç ho majeste ;
Penaus ec’h ouffen-me anaout eta nepret
Ar vadelez estranj hoc’h eus-hu em andret ?
couscoude m’en em ofr gant guir humilite
D’ho servija, va mestr, ato gant fidelite ;
Me ro deoc’h va c’halon quer couls ha va speret ;
Evit sonjal enoc’h hac evit ho car a greis va ene.
Ia, va Zad divin, m’ho car a greis va ene,
Ha moyennant ho craç, ho carin pelloc’h ive ;
Me choase quent mervel evit ma tilesen
Ho carantez santel o terri ho lesen.
C’houi eo va oll desir, c’houi eo va oll esperanç :
D’ho c’heul ha d’ho caret roït dïn ar berseveranç ;
Na bermetit biquen, va Salver truezus,
Et teuen da gommeti nep seurt pec’het grevus,
Evit na vezin mui diouzoc’h dispartiet,
Grit ma faezin ar c’hig, ar bed hac an drouc-speret ;
Abalamour d’ec’h-hu me renonç a-vrema
D’ar plijadurou fall a gafer er bed-ma.
Va Jesus, ancouaït va fec’hejou tremenet,
Ha roït d’in anezo en c’halon ur guir regret ;
Grit ma resistin ferm ouz an dentation,
Ha ma tiouallin guell ous an occasion.
Rac-se plijet gueneoc’h sellet ouzin a druez,
O rei d’in assistanç ha nerz em sempladurez,
Ma ellint gant couraij trec’hi an oll viçou,
Dre voyen ar pratic eus an oll vertuziou.
Etre ho taouarn sacr en em lacan, va Jesus,
Pa’z on prenet gueneoc’h dre hoc’h oll goad precius ;
Cunduit va gammejou bete va zremenvan,
Ha deut en articl-se d’am difenn ouz Satan.
Hoguen grit a-vrema d’in va-unan ma varvin,
Evit dec’h-hu epquen hivisiquen ma vevin ;
Chomit guenen, Autrou, ha n’am dilesit quet,
Quen a vezin gueneoc’h eûrus en eê rentet.
O va Redamtor quer, p’eur en ho rouantelez,
E canin me dec’h-hu meuleudi gant hoc’h Ælez,
Evit an drugarez hac evit ar faver
Hoc’h eus er sacramant exercet e[m] [1] c’hever ?
Guerc’hes, mam an hini am eus brema recevet,
Sant Joseph, va Æl-Mad, ha ma faëron benniguet,
Ha c’houi oll Sænt eürus, hac oll Ælez santel,
Rentit da Jesus-Christ un enor eternel.
Ra vezo gant an oll en sacramant an auter
Meulet, trugarequeet hac adoret, va Salver,
Assemble[s] [2] gant an Tad ha gant ar Speret-Glan,
Tri ferson en un Doue, ha Doue peb unan.
Amen.