Fantik ar Pikart
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Fantig ar Pikart.
Aotro Lezhildri a lare
D’ann itron Lezhildri ’n dez oe :
— O chaseal er c’hoad ’on bet,
Hag ul levrenn ’m euz rankontret ;
Me ’m euz rankontret ul levrenn,
’R bugel bihan gant-hi ’n hi fenn :
’R bugel bihan gant-hi ’n hi fenn,
Zo henvel euz ar Bikardenn. —
Itron Lezhildri, pa glewaz,
D’hi fajik bihan a laraz :
— Dibret d’in ma inkane gwenn,
M’inn da welet ma mererienn. —
Itron Lezhildri a lare
’N ti ’r Pikart-koz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ho merc’hed, pa na ho gwelan ? —
— Diou ann-ez-he ’ zo o kanna,
Ha diou-all ’ zo o tiwaska,
Ha diou-all ’ zo o paluc’ha,
Ha diou-all a zo o kriba.
Diou-all ’nn ez-he ’ zo o neza,
Ha diou-all ’ zo o tibuna ;
Diou-all ’nn ez-he ’ zo o ferri,
Ha diou-all ’ zo o ampezi ; [1]
Hag un’ all a zo er gambr-wenn
O kriba flour hi bleo melenn :
Fantik ’ zo klan war hi gwele,
A grenn ’nn derzienn diou-wes bemde. —
— ’Nn hini ’ zo war hi gwele klan,
Hounnes ann hini a glaskan……
Penaoz, ’me-z-hi, ma fillores
Ma oc’h-c’hui bet ur vuntreres ?
Mar karjeac’h bout d’in anzavet,
Me ’m bije ho pugel maget ;
Me ’m bije ho pugel maget,
Bikenn den ’n dije gouveet. —
— Me ’m euz aoun-braz, ma mamm-baeron,
Na veac’h et war ar marc’h-Hamon. —
— Mar on-me itron Lezhildri,
Me reï paea ar gomz-se dit ! —
War-benn ar merc’her ar beure,
’N doa Fantik kezelo newe ;
Arru archerrienn a Razon,
Da gerc’had Fantik d’ar prison.
Fantik ar Pikart a lare
Di-war ar chaffaut, un dez oë :
— Me ’well ’ c’hann noblanz Lezhildri, [2]
Me garrie ’nn tân euz ho dewi !
Me garrie ’nn tân euz ho dewi,
Ann aotro a zo kiriek d’in. —
Renaou ar Boutaouër-koad, a Dregrom. — 1854.
’Nn itron a Lezhildri, ’r vroeg-vad,
A zavaz un de, beure-mad ;
A zavaz un de, beure-mad,
Hag a deveuz gret ur c’havad.
Arruet er ger ’l levrenn-wenn,
Gant-hi ’r plac’h-bihan ’dreuz ’n hi fenn,
Hag ur c’horf lienn hen pakan,
Hano Fant ’r Pikart war-n-ezhan.
’Nn itron a Lezhildri lare
D’hi faotr marchosi, en de-se :
— Dibret d’in-me ma inkane,
M’inn d’am mereriou da vale ;
Dibret d’inn ma inkane gwenn,
Laket brid arc’hant en he benn,
M’inn da vereuri Lezhildri,
Pell-zo na on ket bet en-hi. —
’Nn itron Lezhildri a lare,
’N ti ’r Pikart-koz pa arrue :
— Ma c’homper, d’inn-me lavaret,
Pelec’h emedi ho merc’hed ? —
— Diou ’ zo war al lenn, o kanna.
Diou-all o lakad da zec’ha ;
Diou-all o lakad da zec’ha,
Ha diou-all ’ zo o tiwaska ;
Nemet hounnes, ho fillores,
’Zo war hi gwele klanvoures. —
’Nn itron Lezhildri a lare
D’ Fantik Pikart eno, neuze :
— ’Baoue pegoulz, ma fillores,
Ma ’z oc’h c’hui em gavet dies ? —
— ’Baoue ’r mintinn-ma, maerounes,
Ez on-me chomet klanvoures. —
— Ma fillores, d’in-me laret,
Pelec’h ’man ar boan a zoufret ? —
— Ur boan ar vrasa ’m euz em penn,
Siouas ! d’am c’halon a tiskenn. —
’Nn itron Lezhildri a lare
D’ Fantik ’r Pikart eno neuze :
— Lakit ewes, ma fillores,
Na veac’h-c’hui bet ur vuntreres ! —
— Ma maerounes, petra laret ?
Me n’am euz bloaz nemet c’houezek !
Et oc’h are war ar bidet,
Ha n’oc’h euz ket lec’h da vonet ;
Ha n’oc’h euz ket lec’h da vonet,
Rag den honest eo ho priet. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’Nn itron Lezhildri a lare,
Euz ti ’r Pikart e-meaz pa ’z ee :
— Ha pa goustfe d’in pemp-kant skoed,
Fantik ar Pikart vo krouget ! —
Fantik ar Pikart a lare,
’R vaz huella ’r skeul pa bigne :
— Me well ’c’hann noblanz Lezhildri,
Me garrie ’nn tân euz hen dewi !
Me garrie ’nn tân euz hen dewi,
Ann aotro ’n he greiz o loski ;
Ann aotro ’n he greiz o loski,
Rag hennes a zo kiriek d’in !
P’ vijenn kasset d’ann ofern-bred,
En Lezhildri vijenn kavet ;
Me a vije en Lezhildri,
Ebars ar c’hambriou, pe en ti ;
O c’hoari ’nn dinz hag ar c’hartou,
’Sambles gant bugale ’nn aotrou ;
Pa vijemp skuiz c’hober ’r jeu-ze,
Ni gouske hon daou ’n ur gwele ! —
Kanet gant Mari-Job Kerival, mates
en Kerarborn. — 1849.
- ↑ Il y a quelque chose de semblable dans la pièce du Barzaz-Breiz qui a pour titre : Notre-Dame du Folgoat (page 272, 6ème édition).
- ↑ Il y avait une maison noble de Lezhildri, ou Lesquildry, en la commune de Plouguiel, au pays de Tréguier. En la commune de Goudelin, il y avait également un manoir de Lezhildri.