N° CXXI. — Gouelit ma daoulagad.
- Gouelit, ma daoulagad, setu maro Jezuz,
Maro evidomp holl, pec’herien gwaleürus
Diskan.
Maro Jezuz ’vidomp war lein menez Kalvar,
Pe galon na rannfe gant keuz ha gant glac’har,
Gant keuz ha gant glac’har.
- Tosta, pec’her, ha deus, sell mat ouz da labour ;
Pep pec’hed graet ganit zo aman torfetour.
- Deus da gichen ar Groaz ha gouel d’az pec’hejou ;
Sonj c’hoaz ez int kiriek da grizder e boaniou.
- Mar deo ruziet e gorf gant ar gwad o redek,
Te a dle e walc’hi gant da zaerou dourek.
- N’eo ken met eur gouli eus traon betek e benn ;
Kurunet eo a spern. Na pebez Kurunenn !
- E gorf zo dispennet, e izili, brevet ;
E dreid hag e zaouarn gant tachou hir treuzet.
- Gant ar poultr hag ar gwad e zremm zo dislivet;
Gant eur goaf lemmet-mat, e gostez digoret.
- Pec’her ha pec’herez, c’houi gantan a sko c’hoaz ;
Ho kalon aheurtet, ’vitan, na pebez kroaz !
- Koulskoude d’ho kervel, e benn a zo stouet,
E galon zo digor, e zivrec’h astennet.
- O l breman, ma Jezuz, eo rannet hon c’halon,
Hag ouzoc’h evit mat e c’houlennomp pardon.
- Pardon, O, ma Doue, eus hon holl bec’hejou ;
Kentoc’h mervel eget nevezi ho poaniou.
|