IV. - Eur gavaden
Eun heur a zo abaoue m’ema an daou laër-mor o vrennika : al loar a oa sklear c’hoaz, hag an deiz na ree nemed kommans goulaoui.
A forz da vale, ar baotred a oa eat dija pell deuz al lestr. Fistoulik a oa leun e gof a vrennik hag a rigadell, ha Sikraouik, evel-d-han a oa ive reud.
Evelkent e kargent o godellou hag o bonedou evit digas ive eur guchennik brennik d’o c’henseurted d’al lestr.
Fistoulik a zo dindan eur roc’h o karga e voned, pa glev en eun taol eur garmaden skrijuz o tont diwar ar roc’h.
Ken buan hag eul luc’heden, ar paotrik a redaz en eur grial da gaout e vignon Sikraouik.
— « Petra an tanfoultr a zo o iudal war ar roc’h, a lavaraz Sikraouik. »
—« N’ouzon ket ! eun aneval-mor benag, n’anavezomp ket ! »
— « Deomp da welet. »
— « Evelkent, emichans ne zebro ket ac’hanomp ! sell finval a ra, an aneval gouez ! »
Kerkent, eur c’hrougnaden henvel deuz hini eul leon kounaret, a deuaz adarre diwar ar roc’h, an aneval a fiche gwasoc’h gwaz.
Neuze Fistoulik a en em lakeaz da redek warzu ar Goulmik, ha Sikraouik a ie war e lerc’h gwella ma c’helle, en eur chilgamat.
Kerkent ma oant erruet war ar c’haë, e tiskenchont er vagik, ha buan warzu ar Goulmik.
Pa oant digouezet el lestr, e teuaz da zonj d’ezho o doa ankoueet ar veltad dour, dindan ar c’herrek.
N’euz forz ! dihuna rachont founnuz ar c’habiten hag an daou vartolod all, ha kerkent e leverchont petra o devoa klevet ha gwelet.
— Ia kabiten ! eme Fistoulik, berr warnan c’hoaz hag ar c’hoëzen war e dâl, eul leon benag a zo du-hont war ar roc’h ! grougnal a ra, ha ficha ra ar bezinn ganthan !
— Ah ! ah ! ah ! Deac’h e lavarez d’eomp e zoa da spered e tro an euruzded, pa pije evet absint ! gwir eo evid doare ! mes en taol-man eo eat e bro an enkrez.
— Feidantortik avad ! Me zo test ive, kabiten, ha klevet em euz sklaer diou c’hrougnaden o tont deuz a douez ar bezinn a zo war eur roc’h du-hont pell en aot.
— Te deac’h da noz a ioa ken mezo a Fistoulik, ha da spered a zo trellet hirio gant litrad gwin-ardant ar Peul.
— Ma kabiten ! kredit pe na kredit, mez gwir eo ar pez a leveromp.
Sellit, deuit war ar pont, ha me ziskouezo d’eoch ar roc’h war pehini on euz gwelet an aneval.
Eur minuten goude, paotred ar Goulmik, a oa oll [war] ar pont, o daoulagad troet warzu ar roc’h.
Ar c’habiten a gemeraz neuze e lunedou vit gwelet a bell, ha prestik goude e lavaraz d’e vartoloded e oa gwir komzou Fistoulik.
— Gwelet em euz ar bezin o ficha, oc’h ober lampou, eun dra benag beo a rank beza dindan, ha prestik ni a welo petra eo.
Kerc’hit diou fun nevez, hag ar vaz houarn a vez ganeomp evit tostaat al lestr deuz ribl ar c’haëou, ha deomp da welet petra eo an aotrou-ze.
Ar botred a ziskennaz er vagik, hag eur pennad goude e oant etal ar roc’h. Neuze ar c’habiten, ar vaz houarn spegerez ganthan en e zaouarn, a dosta ouz an aneval.
Ma z’oud den, komz, eme Bimbao, ma z’oud aneval emaoud etre daouarn da vourrevien.
Ar bern bezinn a gren, hag eur iouhaden spontuz a deu euz a douez.
— Evit an eil gwech, ma z’oud den, komz, n’euz forz e pe iez ! — Evit an eil gwech, eur c’hrougnaden hirroc’h ha skiltrusoc’h a a zav deuz a zindan ar bezinn.
— Evit an trede gwech, hag ar wech diveza, lavar d’eomp a den oud, ha ma ne respontez ket, va baz houarn a zo en da groc’hen.
En eun taol krenn neuze ar bern bezinn a zav en e zao sounn, a ziskennaz divar ar roc’h, hag en em lak da redek dre an aot.
Mez allaz ! ar Peul, hirr e ziwesker a dapaz anezhan founnuz, a dremenaz ar funien dre e gorf, hag en taolaz d’an douar.
Fistoulik a zikouraz en liamma en eur c’hiz ma ne c’helle mui finval nag e ziwesker nag e zivrec’h.
Pa en em zantaz tizet da vat, Paotr ar bezinn a leuskaz teir c’hrougnaden skiltruz meurbed.
— Ne vezi ket avansetoc’h evit grougnal,
eme Fistoulik, aze m’oud hag aze e chomi
keit ma plijo ganeomp-ni.
Ar botred neuze evit gwelet mad pe seurt kavaden o doa great, a en em lakeaz a-zivri da douza ar bezinn diwardro o aneval.
— Eun den eo, evel a welan, eme Bimbao, setu aman e benn.
— Ha setu aman e ziwesker du, eme Fistoulik.
— Mez petra raimp ganthan, pe gwir ne gaoze, a lavaraz Bidoch.
— Kaoze ta ma n’oud ket mud !
Eun nebeudik goude, an den du, hanter varo e zaoulagad en e benn, a c’hrozmolaz eur gerik bennag dre e zent, mez hini deuz ar baotred na gomprene ar pez a lavare.
Dre e gomzou, a forz da gaozeal, e lavaraz :
— Danemarck ! Danemarck !
Neuze ar s’habiten a gomprenaz e ranke an den beza deuz ar vro-ze, pe gwir e gomze diouthi.
Sikraouik, aliez en e iaouankiz, a oa bet er vro-ze asamez gant Gwillou koz e vestr, ha desket en doa meur a c’her euz ar iez a gomzet eno.
Setu eta Sikraouik ha paotr ar bezinn a c’hell en em entent braoik.
— Lavar d’ezhan ez oun kontant d’her reseo em lestr, ma kar, hag e kasin anezhan heb dale d’ar gear.
Kerkent paotr ar bezin a roaz da anaout d’ar c’habiten ec’h asante mond ganthan el lestr.
Ar botred neuze a dennaz al liammou diwar e dro, hag e oe lezet da vale. Prestik goude e pigne er vag asamez gant ar pemp laër-mor.
Pa oe digouezet er Goulmik, e oe laket paotr ar bezinn da domma etal an tan. Neuze Sikraouik a c’houlennaz outhan e hano.
— Me, emezhan, a zo hanvet Frederic Killson, va zad a oa euz Bro-Saoz, ha va mam euz an Danemarck.
Tregont vla em oa pa oan penseet e mor ar Franz, ha setu aman penaoz, hervez em euz sonj.
— Marlolod e oan war eul lestr braz, unan euz ar re vrasa vije great d’ar mare-ze, ha va lest a oa karget ken a venne mont d’ar goueled bep taol avel.
— Petra e oa ganeoc’h !
— Eur garg koat e oamp o vond da gas da Vourdell, pa zigouezaz warn’omp eur barr arne skrijuz… A vihanoc’h eget eun hanter-heur e oa eat al lestr e goueled ar mor doun.
Ah ia ! va spered a zo enkrezet hirio c’hoaz, pa zonjan en nozvez skrijuz-ze a lakeaz an disparti etre va mignoned ha me, ha seblantout a ra d’in c’hoaz breman klevet ar iouc’haden spontuz-ze a lavaraz ar c’habiten en eur goueza er mor :
— Sauve qui peut !…
Me neuze a ziframaz eur planken, n’ouzoun mui deuz peleac’h, ha ganthan ec’h en em daoliz er mor sklaset.
Neui a riz epad eun nozvez hag eun devez, heb gouzout da beleac’h e ieen gant an dour.
Skrijuz oa beza beza beo en nozvez-ze : ar c’hazarc’h a goueze puill warnoun, ar mor dirollet a zeblante va lonka bep minut dindan e gwagennou kounaret, ouspenn, aoun em oa da veza bet lonket gant eur pesk braz benag, evel eul logoden gant eur c’haz.
Mez ar pez a ree muia poan d’in ekreiz an danjer, e oa ar zonj deuz va fried muia karet, deuz va bugaligou em oa lezet du-ze en Danemarck.
Goulskoude, goude beza stourmet ouz ar mor epad eun nozvez hag eun devez, ec’h en em gaviz war ribl eun aot, en eur vro n’anavezen ket.
Abaoue emaoun oc’h en em vaga gant brennik, rigadell, eur peskik benag, hag aliez gant boued loened.
Pell zo n’em euz tam dillad, ha va c’hroc’henn, evel a welit, a zo goloet gant ar bezin.
Evit ti n’em oa netra nemed eun toull bennag kleuzet gant an dour dindan ar reier. Setu aze va buez abaoue pense va lest.
M’o pije ar vadelez da lavaret d’in e pe vro emaoun aman, e vijen euruz.
— Al lestr ma a zo war mor Breiz.
— Ah ! Breiz ! Breiz ! ar vro gaëra zo er bed !
Bet oun e Sant Malo, e Sant Briek, e Brest, en Naoned, gwechall pa oan o kommans lavigat.
Ato ar Vretoned a zo bet martoloded dispont ekreiz an danjer, hag ato o deuz kalonou aour evit o breudeur dianket.
Ma z’oc’h c’houi martoloded ganet e Breiz, e c’hellan kaout ennoc’h ar fizians em bije em breudeur.
— Bretoned omp ! hag evit eun den en enkrez, hor c’halonou ato a zo digor-frank, rak-se ta deuz a hirio, em lestr, emaoc’h etre daouarn ho preudeur.
Koz oun dija evit gwir, mez evelato em bo sonj da zic’haoui ac’hanoc’h deuz ar vadelez o peuz evidon.
Va divesker a zo skanv c’hoaz evit sevel e beg ar gwerniou, ha kredi ran n’euz ket kalz a vartoloded treac’h d’in da vleina eul lestr, ha d’he c’has da benn eur veach.
— Geier a leverez, eme Fistoulik, rak ma vijez bet ar pez a leverez, ne vije ket bet c’hoarvezet ganez ar pez zo.
— Ro peoc’h ta, marmouz fall, hag arabad
eo d’id ober goap deuz da dad koz !…
Hennez, an den-ze en deuz gwelet muioc’h a
vor fall eget na veli te biken !
— Ouspenn-ze, azalek va unnek vla beteg va daou vla war nugent, oun bet gant eur c’habiten braz euz va bro o laërez pense e kement mor a zo er bed.
Er giz-ze eo em euz goneet en berr amzer ar muia amzer.
Sonjal a ren zoken chom er gear da veva deuz va leve, pa vije echuet ganen va beach e Bourdell ; mez allaz ! ar gwall-eur ne lavar ket e pe boent ec’h erru, ha d’an ampoënt ma sonje d’in e oan o vont da veza euruz gant va bugaligou, ez oun kouezet er brasa dizesper.
Goulskoude breman ne gollan ket ar fizians da welet va zud, ha red e vezo d’in kas d’ezho deuz va c’helou kenta ma c’hellin.
— Lenn ha skriva ouzoud da viana, eme Fistoulik.
— Ro peoc’h ta amprevan fall, ha lez anezhan da gonta d’eomp e vuez penn da benn.
— Ha da vreg, eme Sikraouik, ne gomzez ket d’in diouthi.
— Va hini goz, a zo maro breman, kredabl, rak pa oan deut euz ar gear e oa krog ar boan izili ennhi da vad, ne c’helle mui loc’h deuz e gwele.
— Lavar d’ezhan, Sikraouik, echui ar gont-ze, rak gwelet a ran an daëlou o ruilla deuz e daoulagad… peb den a zo c’houek e dud d’ezhan.
Sell, Peul ! kerz d’ar strad david al litrad Lagoutt, ha marteze paotr ar bezin a ankounac’heo buanoc’h e anken.
Mes evelkent, p’e gwir e chomo ganeomp breman da vartolod, ez eo koulz d’in mont da glask eun tam dillad benag d’ezhan da c’holo e groc’hen.
Ar c’habiten neuze a ziskennaz, hag eun hanter-heur goude, paotr ar bezinn a oa great eun aotrou anezhan.
— Trugarekaat a ran ac’hanoc’h oll deuz ar vadelez oc’h euz evidon, tennet oc’h euz ac’hanoun deuz ar brasa dienez, ha breman oun deut adarre da veza eun den henvel euz ar re all.
Mez breman lavarit d’in piou oc’h, pe seurt marc’hadourez zo ganeoc’h, ha da beleac’h e zit ?
— Ni, eme Sikraouik, a zo laëron-mor evel oc’h bet gwechall, hervez a livirit.
— Ia, eme Bimbao, hag abalamour da ze eo am euz digemeret ac’hanoc’h em lestr, rak c’houi marteze a anavez gwelloc’h an doareou er broiou pell eget na reomp-ni.
Anaout a rit ive iez an Danemarck, hag e sonjan a ve mat d’eomp mont wardro eno da ober eun dro.
— Oh ! ma ve o madelez ! neuze da viana em bezo an eur vad da welet va zud, ma z’int beo c’hoaz, ha da bokat d’ezho !
— Kabiten, me m’euz naoun !
Sonet ar c’hreide, ha Sikraouik n’euz hano ebed ganthan da aoza lein.
— Sikraouik a zo red kaout anezhan aman da gomz gant paotr ar bezinn, te Bidoch, kerz da gerc’hat eun dousen viou, eun tam kig sall, ha gra d’eomp eur fritaden vad, rak naoun hon euz oll moarvad.
— Mardandoustik avad ! me ne ket naoun hebken em euz, mez prest oun da grevi gant ar zec’hed, ha bep a vanne gwin a rafe mil vad d’eomp.
— Allo ! krener an derzien, eme ar c’habiten o c’hoarzin, ne peuz ket a vez !
N’ouzoun ket penaoz eur potr trizek vla evel-d-oud, bleven ebed c’hoaz war da vuzellou, a veac’h ma c’houzout boutona da vragou da unan, ha dija mar plich, e c’houlennez Lagoutt da eva ouz da zec’hed !…
Eur vez d’id, sell !… Evelkent en enor d’ar martolod nevez, e lakin al litr war an daol, keiz da vid eur voutaillad, Peul.
— Mar kirit, kabiten, me ielo da zikour anezhan, me zigaso ar gwer.
— Nan, nan, chom aze te, lapouz finn, rak abenn ma vijez en em gavet d’an nec’h, e vije dija eur c’halopinad en da gof.
Prestik ar Peul en em gavaz gant an hini melen, ha deustu war e lerc’h, Bidoch gant eur fritaden.
— Allo ! paotr ar bezin, debr hag ev breman ar pez raio vad d’id, an dra-ze a zigaso da zonj d’id deuz an amzer dremenet, gwechall pa oaz gant al laër-mor ec’h euz komzet anezhan, hag a ziskouezo d’id e oar martoloded Breiz digemer an estren koulz lavaret evel o breudeur.
Eur c’hart-heur goude e oa lipet ar plad,
ha goullonteret ar voutaill. Fistoulik a lipe
e vuzellou warlerc’h al lonkaden diveza
eat en e gof.