V. — Eur veaj e Brest

Ar Bobl, 1909  (p. 08_18/12/1909-09_25/12/1909)



V. — Eur veaj e Brest


Bimbao, goude beza rostet eur c’hornad butun ouz taol, a zavaz war ar pont da zellet ouz an amzer, ar Peul a heuliaz anezhan.

— Ma ? an oabl a zo glaz adarre, an avel eat er roud vad ha sioulik, ar mor plean evel eul lenn eol.

Kredi ran e c’hellin breman trouc’ha hent warzu Brest, rak hast em euz da zigouezout vit gouzout pegement e verzin va marc’hadourez.

— Allo potred ! peb hini d’e labour, savit an heor, hag en hent evit Brest.

Eun hanter heur goude, ar Goulmik, kaer da welet gant e diouaskel wen digor, a gerza braoik war ar mor glaz.

Fistoulik a zo o c’houibanat war ar pont, ar Peul a renk an traou el lestr, Bidoch a zo krog er stur, Sikraouik, paotr ar bezin hag ar c’habiten a zo o konta er gegin.

Paotr ar bezin a ziskouezaz buan d’ar c’habiten n’oa ket deskard en e vicher, labourat a ree gwella ma c’helle evit plijout d’e vestr nevez, a oa bet ken mad evithan.

Senti a ree heb grozmolat, ha n’euz forz pe seurt kefridi a vije roet d’ezhan da ober, er grea raktal.

Pignat a ree ken buan a Fistoulik e beg ar gwerniou daoust d’e oad braz.

Ar mevel bihan o welet kementse a oa deut buan da gaout kasoni outhan, ha kaout a ree d’ezhan e oa gwelloc’h deut d’ar c’habiten egethan.

Eun devez deuz an abardaë, paotr ar bezin, skuizet gant al labour tenn, a c’hourvezaz e kichen e stur : buan Fistoulik a ieaz da c’houlen ouz ar c’habiten hag hen en doa kemeret paotr ar bezin en e lestr evit kousket ?

— Aze eman, sellit, astennet e goz kroc’hen ganthan eun heur zo, ha me zo va unan oc’h ober al labour !

— Te Fistoul fall, a zo droug ennoud abalamour ma z’eo paotr ar bezin kant gwech gwelloc’h eged oud !…

Karet a rafez, ouzoun ervad, e taolfen anezhan war e bennn er mor, mez laka evez na iafez da genta, rak te n’oud nemed eun tostenner, eur gatellik.

Ouspenn, n’oud ket divlam da unan, rak eur pennadik zo e kav d’in e rez lez d’am boutaillou hag ive d’am ialc’h-butun.

Kerkent ma vez troet va c’hein, pe pa vezan eat da gousket, raktal e stagez da benn ouz ar boutailladou lagoutt, hag en deiz all ne ket ta, em boa tapet ac’hanoud o karga da gorn gant ar butun a oa em ialc’h.

Kredi ran ez eo gwelloc’h d’id deski gounit bara, araok deski derc’hel eur c’horn en da veg.

Rakse ta, sarr da c’hinou, rak me zo braz awalc’h evit gouzout petra m’euz da ober deuz an eil hag euz egile ac’hanoc’h, hag e lavaran d’id, biskoaz n’eo bet plijet an dostennerien d’in.


Goulskoude an amzer dremen buan, hag eur miz a zo abaoue m’eo kavet paotr ar bezin war ar roc’h duze etal Cancale.

Hen-man zo deut breman kalz chenchamant ennhan, he vijach a zo braoeet, gwenneet, larteet, hag e gorf n’eo mui gouliet gant ar bezin.

Breman ive e oar Gallek, ha zoken meur a c’her Brezonek en deuz desket, rak aliez ne veze komzet nemed ar iez-ze el lestr.

...... Sell, eme Fistoulik d’ar Peul, gwelet a rez du-hont en dremwell tour tan Enez Verc’h ?

— Ia ! ha prestik e vezimp e Brest, nemed daleet e vijemp du-ze vardro Eusa, rak eno a vez aliez fall ar mor.

Epad an noz [e] veachont, ha deuz ar mintin d’ar zao-heol, e welont splam touriou-tan Konk-Leon. Wardro kuz-heol e tigouezchont e Brest.

Oll nemed ar c’habiten ha Sikraouik, e zachont da ober eun dro e kear deuz an noz.

D’ar mare-ze kear Brest a oa bihanik, n’oa ket kement na tost a gonverz ennhi evel a zo hirio.

Goulskoude ar baotred o doa kavet an tu da ober beb a zac’hadik, ha paotr ar bezin koulz hag ar re all, a oa ruz o c’hribel o tigouezout el lestr da zek heur deuz ar noz.

Antronoz e oe red diskarga an traou, o c’has e kear hag o gwerza.

Eiz devez oa padet al labour, hag ar c’habiten, lorc’h ennhan, on doa bet kalz arc’hant evit ar marc’hadourez penseet.

Pemp mil lur a gonte evit koueor, mil lur evit hoarn ha plom, daou vil lur evit barrikennadou boëson, ha daou vil lur evit marc’hadourez all a bep seurt.