Instruction evit ar C’horaïs
AR c’horaïs a so un amser santel a c’huec’h sizun ha anter, instituet en Ilis gant an ebestel evit pemp ræson : da guenta, evit ma teuimp d’en em occupi gant Doue oc’h he bidi alies ha gant ferveur diouz an exempl eus a Voyses, a Elias hac eus hor Salver he-unan, pere so bèt en em retiret a douez an dud evit ar memes sujet en spaç a zaou uguent dez hep dibri nac eva hed an amser-se ; d’an eil, evit enori ar iun-se a zaou-uguent devez hac a zaou-uguenr nosvez pehini a eureu Jesus-Christ en desert ; d’an frede, evit en em greât ouz tentationou ar c’hic, ar bed hac an drouc-speret, adversourien hon ene, o castia hor c’horf hac o vortifia hon inclinationou fall epad-ar c’horaïs ; d’ar pevare, evit ober mui a reflexion var ar myster eus hon redamption, pehini a so bet c’hoarveset var dro ar poent-ma, o compatissa gant hor Salver en he bassion hac en he varo ; ha d’ar pempet, evit ma teuimp d’en em gonvertissa ha da cheinj a vuez, ha da repari dre voyen hor iunou, hon alusennou hac hon oræsonou, an amser hon eus coilet er rest eus ar bloaz, eus a pehini e pæomp da Zoue evel an deog, o consacri dezan an daou uguent dez ma pere a ra tost-da-vad an decvet loden eus ar bloaz, evit ma c’hallimp dre ar voyen-se ressuscita gant hor Salver da Basq en ur vuez nevez. En intention ma eo a c’hour’c’hemen hor mam santel an Ilis ar iunou gant quement a bredication epad ar c’horaïs.
Evit tremen erfad eta an amser santel-ma, e tleomp en em lacat en stad vad, mar rebeich deomp hor c’honsianç e vemp en goall stad, o vont da gofes en commançamant ar c’horaïs, evit ma vezo agreabl ha meritor dirac Doue hor iuniou hac hon oll œuvrou mad, pe veus a recollemp ar merit, mar bemp en stad a bec’het marvel. Goude-se e rencomp iun bemdez ; pidi Doue stard, rei an alusen gant liberalite, assista devotamant da sul ha da vouel er servij divin, er sermoniou hac en instructionou muia ma vezo possubl, e-pad an amser santel-ma , evit en em zispos da ober ur pasq mad. Quement so deut en oad a ur bloaz varnuguent a so oblijet da iun dindan boan a bec’het marvel, nemet infirmite, pe baourentez, pe labour terridic hac a ve necesser, pe ur ræson all bennac lejitim ho excuse, hervez an ali eus a ur c’hofessour prudant ; ha ma ne aller quet iun bemdez, da viana iun un devez bennac er sizun ha d’ar goueliou berset.