Instruction evit demerc’her al Ludu

L. Prud'homme, 1849  (p. 225-226)


INSTRUCTION PROFITABL.
Evit demerc’her al ludu, an deiz guenta eus ar Choraïs.

AR ceremoni eus al ludu, pe dre hini e commanç an lIis ar c’horaïs, a ro deomp un instruction quer caer ha quer touchant, na dleomp quet mancout oa ober reflezion outi erfad. Gueichall en em servije an Ilis eus ar ceremoni-ma evit lacat en pinijen ar bec’herien pere a espere da reconcilia ouz Doue en fin ar c’horaïs. Brema en em servij anesi en andret an oll gristenien fidel, quen pec’herien, quen re just, pere en em bresant da receo al ludu. Recita a ra da guenta ar Seiz Salm a binijen assambles gant certen pedennou, evit goulen ouz Doue ur guir regret d’he veza offanset hac ar remission eus hor pec’hejou. Ha goude beza benniguet al ludu, pehini eo ar represantation eus an humiliation hac eus ar binijen, e laca deomp anezan var hor pen, o lavaret da bep-unan ac’hanomp : Ho pêt memor, va den, ez oc’h poultr ha ludu, hac e tistroot en poultr hac en ludu. Memento, homo, quia pulvis es, etc.

Lacat a reot ho poan eta d’en em gaout er ceremoni hac er venediction eus al ludu het-a-het. Recita a reot devotamant var ho taoulin ar Seiz Salm a binijen pere so en latin hac en brezonnec en fin al levr-ma, oc’h unissa ho pedennou gant ar re a ra an Ilis evidoc’h, e c’houlennot ouz Doue ar c’hraç da ober pinijen ha da cheinj a vuez, ha da dremen erfad ar c’horaïs. Endra vior o venniguen al ludut, e c’hou- lennot ouz Doue ur galon contristet ha brusunet quer boug hac al ludu, hac ur guir doujanç rac he jujamanchou, pehini doujanç eo ar gommançamant eus ar furnes hac eus ar binijen, ba pe gant hini e oe sesiet calonou ar bobl a Ninivez gueichall, pe en em c’holosont a ludu evit appæsi coler Doue. Chetu ase an exempl a dleit da heul hac an intantion a dleit da gaout o guemeret al ludu, pe da hini en em bresantot gant un humilite vras ; hac endra vezo ar belec oc’h he lacat var ho pen gant sin ar groas e lequeot evez ouz an avertissamapt pehini a ro deoc’h er memes amser da sonjal er maro. Neuse ho pezo memor eta penaus ho corf o veza great a zouar, a vezo rentet souden eant ar maro en breinadur, en douar hac en poultr, na penaus ar vuez-ma oll ne d’eo nemet vanite , hac e consist ar guir furnez eus an den oc’h en em diatachi diouti, o veza en donjanç Doue, o viret he c’hourc’hemennou ha re an Ilis, hac oc’h en em brepari d’ar maro, hac oc’h ober ato pinijen. Assista a reot er procession, mar bez, hac en oferen hac er bredication, hac e pedot Doue da gonservi enoc’h ar santimanchou-ma epad ar c’horaïs hac epad ho puez memes.