Istor Breiz, 1893/Rann 02

Anna Vezmeur (Seurez Anna a Jezuz)
J.-A. Lefournier, 1893  (p. 41-55)






EIL NOSVEZ
————


E ker a Iz netra nevez, nemet ar festou ve bemdez,
E ker a Iz nemet traou koz, rag ar festou a zo bemnoz.


Erc’h oa kouezet epad an noz, hag an dud euz a Ger-Anna na laoskent ket ar paourkez dall da vont kuit. Peb ozac’h a gomeraz Iann an eil goude egile en he dy. Iann a zeske ar c’hatekiz d’ar vugale vihan en deiz ; ha pa zeue an noz e kounte istor ar Vreiz. En noz-ma-ta an dall koz a gomzaz evellen :

Eur Roue euz a behini an istor a barlant heb douetans eo ar roue Gradlon-Meur, hen oa roue er bro Kerne, hag en doa kemeret evit ker-ben he rouantelez ar ger a Iz.

Plijet gant Doue ober din ar c’hras da lavarout ervad beuzeudigez ar ger a Iz, hi zo bet kastizet gant an Aotrou Doue evel ar c’herriou Sodom ha Gomor. Klevet o peuz aliez komz euz ar ger a Iz, e mor Douarnenez ; ker ken kaer ma lavarer : « Abaoue ar ger a Iz neuz ker par da Bariz. » Kement a duchentilet oa er ger-ze gant ar roue Gradlon-Veur, ma lavarer choaz : « Pemp mantel skarlet ha tri-ugent, heb niver ar re all, a zeue bep sul euz ar ger a Iz d’an offeren da Lanval. » Ar ger a Iz a oa var lez ar mor, ha darn euz an tiez oa savet tre en aod var treujennou guez braz laket doun er mor. Klevet oc’h euz marteze ar vartolodet o lavarout ez euz en Europa, e tu ar sao-heol, eur ger hanvet Venis, pehini zo gret en doare-ze. Ar mor oa kendalc’het e kichen ker gant mogeriou braz, sarret gant doriou, a bere ar roue hebken en doa an alc’huez, hi oa eun alc’huez aour. Hen dougen a ree, stag euz he c’houzoug, evel ma lavar an istor : kaer oa guelet ar roue gant he vantel moug hag he vleo guen kan var he choug, hag he alc’huez aour euz kerc’hen he c’houg.

Ar roue Gradlon, oa o chom er ger a Iz, hen oa eur c’hristen mad. Lavaret a reer e ker na vije bemdez nemet c’hoariou. Eun devez ma oa eur c’hoari emgann eno, oa deuet kals tud estren, eun den iaouank euz ar re huela, ha karet gant ar roue, oa taolet divar he varc’h var an dachen gant kement a nerz ma varvaz var an taol. Sant Guenole, o vont da velet ar roue Gradlon, o veza klevet ar pez oa c’hoarvezet, a ieaz beteg an den iaouank kez-ze. En em daol a reaz var he zaoulin en eur lavaret : Breur, e hano an hini en deuz da grouet, sav en da za. Ker buhan an hini maro a zavaz, hag an oll souezet a veulaz an Doue oll-galloudek.

Sant Guenole, an hini a reaz an dra burzuduz-ze, a oa mab da Fragan, deut euz ar Vreiz-Veur er barrez Ploufragan. Tremen a ree he amzer er beden, o choum gant sant Kaorintin e koat Nevet e kichen Menec’hom, e parrez Ploumodiern. Na iee d’ar guer a Iz nemet pa oa mad evit ar vro. Gradlon-Veur hen gare kals, ha selaou a ree he aliou. Eur veich sant Guenole a zaveteaz ar vro, ha setu ama pe doare : An Normandet, tud a vor ha paganet, na glaskent nemet aour hag arc’hant, hag a zistruje beteg an ilizou, a ziskennaz en amzer-ze e parrez Guik-Seni, e Leon. Eur bugel, o sellet ouz ar mor, a iouaz er chis-man : « Va Doue, me a vel mil guern ! » Sant Guenole, oa neuze e Lesguen, er barrez Plouguen e Leon, — e leac’h ma jom c’hoaz chapel ar maner koz Lezguen, pe Lezven, da lavaret eo, maner guen. (Guen oa hano mam sant Guenole), — a aliaz he dad da vont eneb an Normandet. Mont a reaz ha trec’het oant gantan en eun dachen hanvet Izel-vez, e parrez Plounevez. Eur groaz zo savet e tachen Lanvengat e Guik-Seni, el lec’h m’an doa ar bugel guelet listri an Normandet da genta. Guenole zo bet ive en enez Sizun, e pelec’h em euz guelet va unan ar vorc’h hanvet borc’h Sant-Guenole. Kuitaat a reaz an enez evit mont da Gemper da velout sant Kaorintin, eskop euz ar ger-ze. Sant Kaorintin en doa bet he balez digant ar roue Gradlon evit chomm ennan. Sant Guenole a oa great abad euz eur gouent e Landevenek. Ar roue Gradlon a reaz sevel ar gouent-ze.

Ma oa ar roue Gradlon douget kals d’ar relijion, ma iee kement a duchentilet d’an offeren peb sul, an darn vuia euz an dud er ger a Iz a veve evel paganet, ha ma voa aliez e kichen ar roue eun æl evel sant Guenole, e oa bemdez gantan eun diaoul. Merc’h ar roue, hanvet Dahut, oa unan euz ar re falla, ha skuiza a reaz madelez Doue dre he dizurchou. Eun nozvez-ta oa klevet e ker ar iud spountuz-man : « Laosket ar puns, beuzet ker ! » Piou en doa kemeret an alc’huez ha digoret an noriou euz tu ar mor ? Den ner goar. Neuze a zeuaz eun trouz euzuz evel pa zav ar mor er goal amzer. An dud oa dihunet dre mouez spountuz ar mor ; re zivead oa. Sant Guenole a zeuaz da zihun ar roue : Aotrou, emezan, sav diallen, bas da varc’h, ha kuit a gren ; ema ar mor o redek dreist he lenn. Ar roue a zentaz, hag o kemerout he varc’h, hag he verc’h Dahut a dreon, a reaz kement a diz ma zeue an tan euz he hern. Pegen buhan bennak ma iee, ar mor a zeue buhanoc’h c’hoaz var he lerc’h ; ha glebiet oa treid ar marc’h, pa glevaz ar roue Gradlon eur vouez euz an env, pehini a lavare : « Taol er mor an diaoul divar an dalben ! » Ar roue, spountet, a daolaz en traon he verc’h, hi a gouezaz er mor el lec’h hanvet breman Poul-Dahut.

Evel-ze, a leverer, eo bet beuzet ar c’haëra ker zo bet e Breiz. An dud a oa enni en em roe d’ar vezventi, hag a ree kalz a fallagriez. Bepret e bet lavaret : Ar Vretonet a oar gouzanv gant kaloun peb labour ha peb poan ; o ma c’hellent ive gouzanv ar sec’het ! O utinam possint sic tolerare sitim ! Doue a roaz d’ar vezverien euz ar ger a Iz beteg re da eva.

Aliez oun bet e Landevennek, ha guelet em euz, e va amzer vad, ar mogeriou koz euz kouent sant Guenole. Er gouent-ze a oa bez ar roue Gradlon-Veur oa sebeliet eno : ha guechall ar veleyen euz ar parreziou tosta, evel Sant-Nik, Argol, Telgruk, Dineol ha Krozon, a iee dy peb bloaz da bedi evit repos ene ar roue Gradlon. E parrez Kraon pe Krozon, e kichen Kerbeneon, e veler eur bern bili, bez Rivoalen. Heman oa mab da Gradlon-Veur hag en deuz gouarnet bro Krozon ha great lezennou dezi. Evel-ze kement hini a dremen dre Vreiz a hell guelout e pep lec’h testeni euz ar pez zo c’hoarveet enni.

Landevennek, ar sonj euz da amzer tremenet a zo trist evel ar mogeriou distrujet euz da abaty, e pelec’h ne gaver mui nemet drez ha spern var bez ar roue Gradlon-Meur ! An douar a vresser dindan an treid en da iliz a zo santel ! Nag a venec’h leun a zantelez o deuz bevet hag a zo douaret e Landevennek : sant Guenole, sant Guenaël, sant Riok, sant Deï, sant Konogan, sant Morbret, sant Ydunet, sant Gozian hag eun niver braz a re all. An aotrou Iann Langoueznou, maro santelamant er bloavez 1359 pe var dro.

Mogueriou an abaty a zo breman dizoloët ha kempennet dre sourci an Aotrou kondt de Chaluz.

An hini a sell a beb tu euz an abaty hag a zalc’h he zaoulagad var ar mor, a c’hleb aochou al lec’hik dudiuz-ze, a zant he galon douget d’ar beden ha d’an orœson ; ha n’en em souez ket m’an deuz bet abat Landevennek komposet ar c’han latin kaer evit soulajamant an eneou euz ar Purgator : Languentibus in Purgatorio. Evit derc’hel sonch euz ar mirakl erruet e kichen Lesneven euz bet savet tost da Landevennek eur chapel dindan hano an Intron-Varia ar Folgoat, evel ma zaver e peb leac’h chapeliou dindan hano ar Verc’hez ar Salet. Ar re na ouezont ket an istor euz ar Vreiz, ha ne deo ket studiet avoalc’h, o deuz sonjet en doa bevet Salaün e kichen Landevennek. Cetu petra lavar var gement-ze abat Landevennek he unan : « Salaün oa eur paourkez innosant a glaske an aluzen er c’herriou tost da Lesneven : Me va unan, eme Iann Langoueznou, em euz guelet ar mirakl (eur fleurdelizen a zeue euz al leac’h ma oa douaret Salaün ha var he deliou oa merket e lizerennou aour : Ave Maria). Gret em euz e latin eur c’hantik evit soulajamant eneou ar Purgator, enni meuz skrivet c’huec’h gueich : o Maria ! o Maria ! hag a zo kanet brema e va abaty Landevennek hag er c’houenchou stag outy. »

Divar ben ar roue Gradlon em euz klevet c’hoaz e oa eun devez e koat Nevet gant kals a noblanç. En em gavout a reaz var dro kreizde el lec’h ma joume sant Kaorintin. Ar sant n’en doa da ginnik d’ar roue nemet dour hag eur pesk bihan : troc’hi a reaz dezan al lost, hag hen roaz da keginour ar roue evintan hag he duchentilet. Ar c’heginour oa goal souezet o velout ken neubeut evit kement a dud. Senti a reaz koulskoude euz sant Kaorintin hag a lakeaz lost ar peskik da boaza. O tra burzuduz ! Lost ar pesk a zeuaz braz avoalc’h evit terri ho naon dezo oll. Eul Leoniard diskredig pe inkredul, a fellaz dezan guelout ar pesk burzuduz-ze a veve e feunteun sant Kaorintin, hag a oa choumet beo en despet ma oa troc’het he lost dezan, ha troc’hi a reaz he unan eun tam euz ar pesk. Evit punissa an den kurius, ar pesk a zisparissaz, hag abaoue n’er gueler mui o redek ebarz ar feunteun. Evel-ze a ree an Aotrou Doue burzudou evit ma vije kresket ar feiz en hor bro. Ra vezo meulet da viken.