Istor Breiz, 1893/Rann 04

J.-A. Lefournier, 1893  (p. 71-89)





PEDERVET NOSVEZ
————


Paol a Leon kerz alesse, gourc’hemenet gant Doue,
Evit savetei da ene, mont da jom e douar Kerne.


Neket dre ar brezel hebken oa douget e peb lec’h hano ar Vretonet, be oant ivez ar c’henta skolaerien euz ar bed. En amzer-ze ne oa ket eur skol ker brudet evel hini sant Iltud, en eul loden euz ar Vreiz-Veur galvet ar Glamorgan ; hag en oll gouenchou euz an diou Vreiz e vije desket an oll skianchou, ken re sakr ken re ar bed. Piou a hello lavarout mad avoalc’h pegen desket a oa an dud iaouank eno ? Pedavare a vo kavet eur seminer evel hini sant Iltud ? Euz ar skol-ze e deuet er vro-man sant Samson, sant Veltaz, sant Paol a Leon. Eno oa bet desket daou vab ar roue Rivoal, sant Pabu pe Tugdual, ha sant Lenor. Hag a hellin-me, paour-kez dall, gant ken neubeut a skiant, komz deoc’h euz a eskibien ker gouiziek, bet evel steret ar vro-man ? Ouspen meuleudiou Doue, a vije klevet e peb lec’h euz an diou Vreiz hag a ree estlam ar broiou all, e oa ive brudet mad e peb lec’h Arthur, Rivoalen, ar marc’herien pe soudardet kalounek, ha dreist pep tra Merlin an divinour ha Thaliessin, mab Onys. Rag an daou-man o deuz great guerziou kaer oa meulet gant an oll.

Deveziou a voalheur a gouezaz var an enez a Vreiz. Ar Saozon zo erruet gant eun niver spountuz a listri. An ilizou ar chouenchou zo diskaret ; e skol sant Iltud ne veler mui an niver braz euz he ziskibien. E lec’h ma oa guelet araok Samson, Maglor ha Pol o pourmen var an aod, hag o komz eno euz a Zoue, ne veler mui nemet al lapousset mor en em velc’hi pe o c’hlebia beg ho diouaskel en eon euz an toennou. Elec’h moueziou dudiuz ar venec’h, ne glever mui nemet iud ar morvrini hag ar gueleni ; rag deuet oa an amzer ker poanius evit an enez a Vreiz ha ken euruz evit ar vro-man. An oll dud pinvidik ha gouiziek a bignaz var listri evit dont e Breiz-Izel. Neuze a erruaz aman, Seva hag eun nombr braz a venec’h ; douari a rejont en enezen Kermorvan, e parrez Ploumoger. Sant Pabu a zeuaz er ger a Osismor, galvet breman Kastel-Paol, evit goull grad ar c’hondt a Leon da sevel eur gouent el lec’h hanvet breman Trebabu, var dro 520.

Pa oe klevet a oa deuet mab Rivoal-ar-Braz en he vro, he zaou vreur a zeuaz gant joa d’he zigemer. Deroc’h, kondt Guenet, hanvet ive Gueroc’h pe Erech, he gunduaz en he balez e pelec’h ar roue Rivoal II a zeuaz d’he velet. Neuze c’hoaz, en eun devez kaer meurbet evit bro Leon, oe digemeret e Osismor sant Pol, eskop Guikastel, hen, goude beza tremenet tri bloaz en enez Eussaff, a zouaraz e Kernik, e parrez Plounevez. Sant Jaoua a oe taolet grant eur bar-avel dreist mor Brest e steir ar Faou.

Sant Philibert, eur maread goudeze, a zouaraz e beg Rostudel. Renta a reas kristenien mad an tud a jome eno, hag a oa neuze paganet ; el lec’h ma zeo breman parrez mad Krozon pe Kraon, kichen Brest. Douar Krozon, ken dizolo breman, a oa neuze kasi goloët a wez dero, eno a oa ive eun iliz d’an Druzet. Guelet a reer c’hoaz menhir ha dolmen aleiz e Krozon hag e Kamelet. Sant Philibert en doa c’hoant da vont larkoc’h da brezeg an aviel ; hag araok guitaat ar Grozonis e roaz ar velegiach da Hernot, den iaouank euz ar vro, oajet a eur bloaz varn-ugent, hag hen c’hargaz da labourat da silvidigez he genvroiz. Kement a breder a gemeraz d’ho renta kristenien vad, ma savjont dezan eur japel evit he enori hag he bedi goude he varo. Pedennou kristenien vad Krozon a zo atao selaouet gant sant Hernot. Sant Philibert ne ket dizonjet kenneubeut gant Krozoniz ; savet zo ive dezan eur japelic elec’h ma zireder evit beza pareet euz certen klenvejou. Lenn a reer ive an aviel sant Iann eno da eur maread bugale vihan.

Breiz huel a zigemeraz ive neuze sant Samson hag he niz sant Meen. Sant Veltaz ha Thaliessin, mab Onys, en em dennaz en eneziou euz ar Morbihan, ha sant Malo a zeuaz er ger a Aleth. Sant Luner, mab Rivoal-ar-Braz, a zeuaz e Pontual gant he vreudeur a oa neuze mignonet. Ho c’harantez an eil evit egile ne badaz ket pell. Komor, unan anezo, en doa bet Kerne evit he lod, ha c’hoantaat a ree ouspen kaout lod ar re all ; hag evit-ze eo reaz laza Rivoal, hanvet ive Jona Reith, he vreur hag he roue, gant Budik, eur breur all dezan. Klaskout a reas ive laza he nis Alan, pe Judual ; mez an diaoul, en doa kemeret evit he vestr, neket galloudek dirag Doue. Sant Luner, o klevout oa maro he vreur Rivoal II, a zeuaz d’he balez hag a gemeraz he nis evit he gundui da balez ar roue a Frans. Komor, leun a fulor, a ieaz da dy he vreur hag a c’houlennaz digantan he nis, ma na felle he unan beza lakeet d’ar maro. Sant Luner na reaz dezan respount ebet, en em gontanti a reaz da ziskuez al lestr, gant he lien guen en avel, a gasse da lez ar roue a Frans ar guir roue a Vreiz.

En amzer-ze, evel ma leverer, sant Paol a drec’haz eun dragon euzuz, a ree distruj er vro en dro da Osismor. Den na grede mont gant sant Pol beteg toull an dragon, nemet eun den iaouank euz a barrez Kleder, hanvet abaoue Kergournadec’h ; ouz ar famill-se eo bet lavaret : « Araok ne oa aotrou e nep lec’h oa eur marc’hek e Kergounadec’h. » Ha c’hoaz : « Mar ezoc’h euz Kergounadec’h, savit ho pen d’an ec’h. » Sant Pol oa gret eskob a Leon, hag o velout ne oa ket ar roue er vro, mont a reaz d’he glask beteg lez ar roue a Frans e pelec’h Judual he zigemeraz gant kalz a garantez. Sant Pabu, eskop Landreger, a oa deuet eno ive evit guelout e nis ker. Evel ma na ouie ket ar gallek na elle ket komz gant ar Francisien nemet e latin. Judual a gomze gant he yountr e brezonek ; rag eun den euz a Vreiz na glaske ket neuze disonjeal he vrezonek.

Pa zeuaz sant Pol en dro en he eskopti, e reaz sevel kouenchou : unan en enez Vaz, eun all e parrez Kerlouan, unan e Plougar hag eun all c’hoaz e Lampol. Epad ma oa sant Pol o sevel ar c’houenchou-ze, eun den iaouank, hanvet Gurguy, a zeuaz d’he gavout evit goulen digantan pinijen abalamour da eur muntr en doa gret nevez oa. Gurguy a oa mab d’an aotrou euz a gastel Tremazan, e parrez Landunvez, e bro Leon. An aotrou-ze, hanvet Galon, a oa demezet da Florença, unan euz ar guella itrounezet euz he amzer. Bed o oa daou grouadur, eur paotr hanvet Gurguy hag eur verc’h hanvet Eodez. Ho mam a varvaz pa oant c’hoaz iaouank. Galon, ho zad, a gemeraz evit eil pried eun introun euz an enez a Vreiz, hag hi heretik. Houman a voal-gassaz an daou grouadur. Gurguy na choumaz ket pell ganti, rag kasset a voe gant he dad da lez ar roue a Frans, pe Bro-C’hall, da heul Judual he roue. Eno a zeuaz da veza brudet, ha karet a oe gant ar roue. Evit Eodez, beva a ree evel eur zantes. Be en devoa a bep seurt dismegans da zouffr gant ha lez-vam. Houman a ree dezi labourat evel eur vatez. Gurguy o veza deuet da Dremazan da velout he dad hag he c’hoar, n’en doa ket guelet pell a oa, na gavaz en ty nemet he lez-vam. Hi a lavaraz dezan kals a draou fall var ben he c’hoar Eodez, na hell mui choum e ty he zad, emezi. An den iaouank, direizet gant ar c’helou-ze, a redaz beteg al lec’h ma oa lavaret dezan a oa he choar. Houman, spountet o velout eun den iaouank o redek var zu dezi, a dec’haz dirazan. Gurguy a gredaz neuze a voa dre ar vez euz he buhez dibordet e tec’he he c’hoar ; hag o tont diskiant gant ar glac’har, a roaz dezi eun taol kleze hag hen dibennaz.

Spountet dre he voal-ober, Gurguy a redaz da gaout he dad, hag o veza klevet gant an oll peger santel oa he c’hoar, ha pegement he doa bet gouzanvet gant he lez-vam, a zeuaz da veza mantret he galoun. Pa voant oll o vouela var maro ar santez, a leverer, tra souezuz, e oa guelet Eodez o tont er zall e Tremazan gant he fen en he dorn. Komz a reaz d’he breur dre gaer, hag o veza gret aliou mad dezan, a varvaz gant he sakramanchou. He lez-vam a oa lazet deoc’h-tu gant eun taol kurun. Neuze a zeuaz Gurguy da Gastel-Paol evit kovez he bec’het, hag o veza gret ar binijen roet dezan gant sant Pol, e teuaz adarre d’he gaout evit goulen digantan hen digemer etouez he venec’h. Pa zeuaz Gurguy da zall an eskop, el lec’h ma oa sant Pol gant c’huec’h bælek, an dud eno a oa souezet o velout en dro da ben Gurguy eur gurunen tan. Deuz an dra-ze a reaz sant Pol dezan an hano a Danguy, ha rei a reaz dezan da c’houarn eur gouent nevez savet e Lou-Maze an traon, evit digemer relegou sant Vaze digasset dy gant martolodet euz ar vro-man, o tont euz an Egypt.

Abbaty sant Vaze zo bet savet en eul lec’h gouez ha dishenvel euz al lec’h kaer ha dudiuz ma oa savet abbaty Landevennek. Abbaty sant Vaze oe savet evit c’huec’h manac’h. Daou euz ho dadou abbat oe hanvet : Palud ; an aotrou Robien oe an diveza euz he abbaded.

Dont a reaz neuze da sant Pol ar c’helou deuz ar pez oa c’hoarvezet, nevez oa er Faou. Sant Jaoua, he nis, a oa bet var ar poent da goll he vuhez. Person Braspartz a oa, hag o veza eun devez en eun ilis gant abbat Landevennek hag eur manac’h all o lavarout an offeren, an aotrou euz ar Faou, ha ne oa ket kristen, o tont en iliz e kreiz an offeren, en amzer ma lavare a bælek : Nobis quoque peccatoribus, a dennaz var abbat Landevennek hag he lazaz gant eun all. Sant Jaoua a hellaz savetei he vuhez hag en em dennaz en he barrez Braspartz. Doue a gastiaz tud ar Faou evit eur seurt torfet hag a zigassaz dezo goalheuriou. Tud ar Faou a bedaz sant Pol da zont en ho zouez. Sant Pol a zeuaz dy gant sant Jaoua. O veza prezeget d’ar bobl, a rejont ar vadiziant d’an aotrou ar Faou, hy a lavarjont dezan sevel eur gouent var al lec’h ma en doa lazet an daou vanac’h, kouent galvet abalamour d’an dra-ze, Daoulaz. Sant Jaoua oa gret abbat euz ar manaty-ze. Ar c’houenchou pe manatiou euz an amzer-ze, savet e peb tu er vro, a oa digor ato d’an dud paour, d’ar veaichourien. Eno vije gret skol evit netra d’ar vugale, e vije kemeret evez euz an dud klan. Ar paourkez, ha n’en deuz na guele na ty, a elfe c’hoaz kaout eno eul lec’h da gousket, ma na vijent bet oll dizmantret.