Istor Breiz, 1893/Rann 09

J.-A. Lefournier, 1893  (p. 149-171)


NAVET NOSVEZ
————

An aotrou Lez-Breiz a lavare, d’he floc’hic iaouank, eun deiz a oe :
Dihun va floc’h ha sav alesse, ha ke da spura din va c’hleze
Va zok houarn, va goaf ha va skoed, d’ho ruzia e goad ar C’hallaoued.

An Aotrou Doue a gasti peurvuia ar bobl evit pec’hejou ar brinset ; evel-ze, goude maro Rivod, ne oe nemet malheur evit ar Vreiz ; ha pa zeu e va speret, ar pez meuz da gonta deoc’h var an traou c’hoarvezet en amzer-ze, e va bro, ar galon a vank din ha c’hoant am euz da devel. Koulskoude, ret eo lavarout ar virionez ha pa na blij ket deomp. Ha neket heman an diveza gueich em bo da gomz deoc’h euz maleuriou hor bro. En amzer-ze ta, peb hini a glaske beza mæstr euz ar Vreiz, hag ar Francisien, gant ar Saozon, hor goassa enebourien, a gemeraz an amzer ma oa ar Vretonet en em ganna etrezo evit kemerout Roazon, Naonet ha Guenet, e 814. Roazon ha Naonet oe aliez gounezet gant ar Francisien. Breiz-Izel, hag ispicial ar bro Kerne, na jomas morse ganto. Neuze ar Francisien o doa eur roue braz hanvet Charlemagn, pe Charlez-ar-Braz, hag ar Vretonet n′ho doa roue ebet d’ho c’hourc’hemen.

Dont a rejont, en divez, da anaout pegen neubeut a furnez oa da n’em zisput etrezo evel ma reent, ha kemerout a rejont evit kabiten ar c’hondt Jarnithin, lazet, siouaz, er c’henta kombat. Goude hen, Morvan, kondt a Leon, oa gret roue a Vreiz, e 824. Charlez-ar-Braz oa maro, hag he vab Louis ne oa ket ken ter d’ar brezel hag he dad. Kass a reaz da gaout Morvan eur manac’h, hanvet Viktar, evit hen alia d’ober ar peoc’h ha da anavezout a oa ar Vreiz lod euz rouantelez Frans. Morvan a choume neuze en eur c’hastel e kichen Landerne, var hent Montroulez, var eur garrek hanvet Karrek-Morvan, hag e gallek La Roche-Maurice. Viktar a lavaraz d’ar roue breton : « Anav va roue evit da roue, he c′hallout a zo kement dreist da hini evel an ee d’an douar. Gra kement-ze evit da vro, da vugale hag ar re a garez. — Lavar d’az roue, eme Morvan, ar meochou a labouromp n’int ket he re, he lezennou n’int ket hon re ; peb hini en he vir. Hen a hell gourc’hemen ar Gallaouet ; ha me ar Vretoned ; ha ma teu ar brezel, ar Francisien a velo a dinerzet eo va brec’h, »

Pa glevaz ar roue a Frans ar respount-se, dont a reaz gant eun arme braz a Francisien e Breiz-Izel, hag e teuaz ganto beteg koat Breziak. Morvan a guitaaz neuze he gastel hag he bried. O veza gret eur banne da bep ini euz he Vretoned, dont a reaz er gombat, peb taol euz he gleze oa taol ar maro. Goloet oa an dachen a gorfou Francisien, pa zeuaz unan anezo da skei var roue ar Vreiz, ha da rei d’hen eun taol en he ben. Ar roue Morvan a gouezaz d’an douar, an enebour a droc’haz d’hen he ben. Ar Gall ne oa ket guelloc’h evit an taol en doa gret, rag unan euz ar Vreiziz he lazaz raktal.

Eüruz ar re oa lazet en deiz-ze e kichen ho roue ! n’ho doa ket da souffr goaskerez ar Francisien. Morvan, hanvet ive Lez-Breiz, abalamour oa bet souten ar vro, ne oa ket ankounec’heet gant ar Vretonet. Lavarout a ra eur werz koz, a glaskaz he floc’h (e gallek, son écuyer) he gorf epad seiz vloas. Eun devez ma oa o tremen dre goat Hellean, e kavaz eun den koz o tont d’ar feunteun, hag a c‘houlennaz dezan : Piou a gousk dindan ar voden ? An den koz a lavaraz ; « Lez-Breiz a zo dindan-hi kousket ; tra vezo Breiz a vezo brudet. Dihun a rei e ber, o ioual hag a rei ho stall d’ar re Vro-C’hall. » Evit guir, evel ma lavare an den koz, eul Lez-Breiz oa kavet c’hoaz. Guiomarc’h, kar da Vorvan, oa lakeet roue e Breiz ; hag evel Morvan, goude beza gouneet e meur a gombat var ar Francisien, a varvaz erfin, trec’het ganto.

Goude maro an tri roue-man, kaloun ar Vretoned a zemplaz ; epad eiz bloaz, ar Francisien oa mistri. Bep bloaz, vije kasset da Roazon an arc’hant oa reet da baea d’ar roue a Frans. Eur Breton hanvet Neumenoiou, pe Nominoe, a c’hourc’hemenne neuze ar Vreiz-Izel, ha choum a ree e Koatloc’h, e kichen Skaer. Mab eun denchentil euz Menez Are oa eet gant ar c’hirri da Roazon evit kass an arc’hant d’ar roue a Frans, neuze Charlez-ar-Moal. Pa oa poezet ar sic’hier arc’hant, ne oa ket ar poez. Ar Gall, a boeze an arc’hant, a rebeichaz d’an den iaouank ne oa ket ar poez ; ha deuet direiz, e troc’haz dezan he ben, ruilla a reaz er skudell, hag a lakeaz ar poez. 847.

An dra euzuz-ze, o veza bet klevet er vro, tad an den iaouank a zeuaz da Goatloc’h, da gaout Neumenoiou, da c’houll digantan : Ha be oa eur reiz, eun Doue en env, hag eun den e Breiz ! Goulen a re ma vije kasset kuit ar Francisien, na oant ket gouzanvet mui er vro. Neumenoiou he gonsolaz ; ober a reaz d’he dud mont gant sic’hier var an aochou da zastum bili, hag e teuaz e Roazon gant kirri leun a zier karget evel-se. Pa oe poezet an daou genta, oe kavet ar poez ; d’an drede ne oa ket. Ar C’hallaouet a ioue ; Hola ! hola ! ne ma ket. Deoc’h-tu

Neumenoiou a gemeraz he gleze, hag o troc’hi pen ar Gall, hen taolaz er skudel evit ober er poez. Neuze a savaz eur gombat kriz etre ar Vretoned hag ar Francisien. Ar reman oa trec’het ; hag ouspen ar Vreiz-Izel, Neumenoiou a gemeraz Roazon, Naonet, Guenet hag an oll broiou tro d’ar c’herriou-ze. Pa zeuaz Neumenoiou da veza roue a Vreiz, lakaat a reaz he fizians e sant Konvoyon, a gundue eur vuhez santel e koat Redon, ha goulen a ree kuzul digantan evit traou ar feiz. He gas a reaz da Rom da c’houlen digant ar Pab ma vije an eskop euz a Dol arc’heskop, hag ar c’henta etre an eskibien a Vreiz.

Sant Konvoyon a zigassas da Nominoe, roue e Breiz, eur manac’h hanvet Louhemel, evit en em glem euz a Illoc den pinvidik divar dro, hag a ree peb seurt dismegans da venec’h abaty Redon. Nominoe, azezet var he dron, eur gurunen aour gant perlez a mein précius var he benn, eur vantel rouane var he ziouskoaz, ar vaz a roue en e zorn, mab bian Judikaël ker kaër evel ma oa en devez ma oa bet sakret, en doa en dro dezan ar re genta euz he rouantelez. En he gichen oa Eruspoe, he vab ken brudet er brezel hag he dad ; Gurvand, ar prins en doa klasket en em ganna a enep eun arme en he fez. Paskiten, teod alaouret, en doa tromplet kement a Vretonet dre he gomzou flour; he zell fall, he zaoulagat louarn en dije dleet avertissa anezo koulskoude. Merc’h Eruspoe, ker mad ha ker brao, goulennet evit pried da vab Charlez-ar-Moal, roue a Vro-Chall. Salaün, niz Nominoe, mab he vreur Paskiten. Cetu hanoiou lod euz an dud huel oa en dro d’ar roue. Nominoe o veza fellet dezan selaou ar manac’h Louhemel, heman a lavaraz : Konvoyon, rener kouent Redon, a zo mab da Konon, den nobl a renk huel ; fellout a ra dezan beva el labour, er binijen hag er beden, en eul lec’h dilæzet evel eun desert evit servicha an Aotrou Jesus-Krist gant eun neubeut beleyen nobl eveltan. Neuze Illoc e kounar a iouaz : An douarou-ze a zo din, pe seurt gwir o deuz ar venec’h da zont eno ? Den dizleal, a respountaz roue Breiz, ha ne ket guelloc’h e teufe tud santel da jom er gouelec’hiou-ze eget lezel dont eno laëron ha tud fall ? Ha dioc’h-tu ar roue a roaz ar gwir d’ar venec’h, hag a reaz da Illoc tevel. Ratuili ne oa ket evel Illoc, karout a ree kement sant Konvoyon hag he vreudeur, ma fellaz dezan aichui he vuhez en ho zouez. O veza bet seziet gant eur c’hlenvet pegus, goulen a reaz beza digasset ebarz iliz Sant-Salver e Redon. Ar venec’h deuet da bedi en he gichen, prosternet var ho zall dirag an aoter, a veljont anezan parea en eun taol.

Sant Konvoyon oe ive mignoun d’ar roue Eruspoe, mab Neumenoiou. E amzer ar roue-man oe goastet ar ger a Naonet gant an Normandet, he dad en doa roet ar ger a Naonet da eur Gall hanvet Lamber, en doa troet kein d’he roue, ar roue a Frans. An den-man oa rust evit an dud euz a Naonet, ha na ree van euz rebeichou a ree dezan sant Gohar, an eskop. Erfin kasset oe kuit gant an Naonediz. Lamber, kounaret, a c’halvaz da voasta ar ger an dud pagan-ze, meuz lavaret deoc’h na glaskent nemet laeronci ha lazeres. Eun devez-ta, pa oa pardon Naonet, ha pa oa tud ker en iliz en offeren, an Normandet a zouarjaz e ker, hag o tont en iliz pa lavare an eskop ar c’homzou latin : Sursum corda ! e lazont eno an oll gristenien, ar veleien hag an eskop sant Gohar. Ar ger a choumaz dilezet ker pell ma greskaz ar geot en iliz goastet hag er marc’had da falc’hat. 855.

An Normandet-ze a oa goassa enebourien ar bobliou christen. Ar parreziou tost d’ar mor a oa ar c’henta goastet ganto. Pa vije guelet euz a bell lien ho listri, ken niveruz evel diouaskel ar guelini, laosket a vije eur iouaden a spount var lez ar moriou. An dud paour, ar re benvidik a dec’he dirazo. Lod a gasse ho loenet hag ho ed e toullou doun er c’herreg evit ho c’huza ; ar re all a guze ho arc’hant hag ho aour, rag na choument ket da c’hortoz an enemiet na da glask ar gombat ; nemet e teufe ar roue a Vreiz he unan, ar c’hondt a Leon pe hini Kerne, d’ho sikour. Neuze peurliessa ar Vretonet a c’houneze.

Ar Vreiz en doa da zoufr euz a berz he bugale he unan. Salaün, kenderv ar roue Eruspoe, a c’hoantee kement beza roue, ma zeuaz da lakaat laza he genderv pa oe e treid an aoter o pidi Doue, e iliz Porhoet. 857. Bro Porhoet, pe Poutrecoet, el lec’h ma n’em gave ar c’hoat braz Brocilian. Piou na gredje oa Salaün unan euz ar re falla euz he amzer ? Ne oa ket koulskoude.

Salaün en doa gouneet an tron dre varo he roue ; n’en doa ket kavet ar peoc’h en he galoun. Sant Konvoyon a zisklæriaz dezan, a berz Doue, e aichufe he vuhez en doare ma en doa he genderv aichuet he hini. Salaün a reaz pinijen kalet ; ober a reaz euz he c’hallout evit renta he bobl eüruz. Ober a reaz ar brezel d’an Normandet gant ar roue a Frans, hag hen a reaz d’ar Francisien gouniz dre he skiant vraz hag he galoun. Koulskoude nag ar gurunen nag ar gloar euz ar viktoriou na helle souplat an nerz euz he chlac’har evit he dorfet. Bep noz, kerkent a ma zeue da gousket, guelout a ree skeud he genderv hag he roue goloet a voad hag a c’houli o c’hervel varnezan barnou Doue. Neuze a gemeraz c’hoant da guitaat ar bed, da zilezel ar gurunen-ze, a boeze kement var he ben. An Aotrou Doue na roaz ket dezan amzer d’he ober. Neket eul lezen a hell beza torret an hini a vir na vezo lazet an nessa ha kemeret he vadou. Hor Salver en deuz lavaret : nep a sko gant ar c’hleze a vo skoet ganti.

Salaün na zaleaz ket da c’houzout oa deuet evitan pred ar maro. Paskiten, he vab kaer, ha Gurvand, pried merc′h Eruspoe, oa en em unanet evit lammout digantan ar gurunen hag ar vuhez. Ha na ve ket guelet meur a veich tost a gement-all etre tud divar ar meaz evit diblass an hirchier ? An den paour a glask kemer divar goust ar re all eun ero douar, evel ar rouaned eur gurunen ! Salaün na glaskaz ket tec’hout rag eur maro,a oa evitan eur punition abers Doue. Kinnig a reaz he vuhez d’he vestr divin ; ha goude beza koveset ha kemeret korf sakr hor Zalver, choum a reaz er beden e treid an aoter, o c’hedal taol ar maro ; eüruz da ziskuez dre ar maro-ze peger guir oa ar c’heuz euz he voal ober. 874.

Goulennomp digant Doue ar c’hras da ober pinijen evit hor pec’hejou.

En amzer ar roue Salaün, ar c’hondt Kerne Grallon Ploneor en em dennaz euz ar bed hag en em rentaz manac’h. Tri kondt Kerne zo bet hanvet Grallon : ar roue Grallon-Meur, Grallon Flam, a veve e 814, hag heman, en em c’hret relijiuz.