Kristenien, bobl eürus

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Var ar memes sujet (benediccion ar Sacramant) ha Christenien, pobl evrus.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 28-29)


N° 18. — Kristenien, bobl eürus.
War an ton N° 18.


  1. Kristenien, bobl eürus, bugale da Jezus,
    Deut, adoromp hon Tad karantezus :
    Hen eo hon Roue ha Roue an Ele.

Diskan.

Ni hoc’h ador a galon,
Ni hoc’h ador a galon,
Ni hoc’h ador gant gwir devosion.


  1. O pebes karante ec’h euz, Zalver ar bed,
    Da chom genimp en Hosti konsakret,
    Evit dont bemde da vagan hon ine.
    Ni hoc’h ador… etc.

  2. Stouet ol d’an douar dirak ho majeste,
    Ni hoc’h ador, Jezus, gwir Vab Doue :
    Reit d’imp, ni ho ped, ho penediksion.
    Ni hoc’h ador… etc.