Jezuz ken dous d’ar sonjezon

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Jezus, ken dous er zonjezon.

A. Prud’homme, 1934  (p. 159-160)



N° CXIX. — Ar « Jezuz dulcis memoria ».



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=60
      \key f \major
      \time 3/8
      \partial 8*1
      d8 g4 bes8 | a4 g8 | a( g) f | g4.~ | g8 r g \break
      bes4 c8 | d4 bes8 | c4 d8 | d4.~ | d8 r bes \break
      d4 c8 | d( c) bes | c( bes) a | g4.~ | g8 r d
      g4 bes8 | a4 g8 | a( g) f | g4.~ | g8 r \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Je -- zuz, ken dous d’ar soñ -- je -- zon, holl
      domm -- der, holl nerz ar ga -- lon_; dou --
      soc’h ez oc’h e -- vit ar mel, d’an
      neb ho kar, d’an neb ho kwel.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


  1. Jezuz, ken dous d’ar soñjezon,
    Holl dommder, holl nerz ar galon ;
    Dousoc’h ez oc’h evit ar mel,
    D’an neb ho kar, d’an neb ho kwel.

  2. Netra ken flour ne vez kanet,
    Netra ken kaer ne vez sonjet,
    Netra ken brao ne vez klevet
    Evel hoc’h Ano binniget.

  3. Jezuz, holl fizians ar pec’her,
    Peoc’h bet ken prim d’e zegemer,
    Mil gwech eürus neb hoc’h anav,
    Ho klask a bep tu, hag ho kav !

  4. N’eus teod a c’hallfe diskleria,
    Na pluenn a c’hallfe skriva,
    Ret eo tanva ’vit lavarout
    Pegent c’houek oc’h-c’houi da garout !

  5. Bemnoz, serret ma daoulagad,
    Ano Jezuz, ha beure mat,
    Eus ma c’halon deut em genou,
    Ha ’pad an deiz em oberou !


  1. Bezit, Jezuz, hon levenez,
    Da c’hortoz joaiou ho palez :
    En ho kloar, neuze, dianken,
    Ni ho meulo da virviken. Amen.