- Petra zo henoz a-nevez
Ma ’z eus dre-holl joa levenez ?
Perak ez a a vandennou
Ar bobl en noz d’an ilizou ?(2 w).
Diskan.
Kanomp Nouel da Vab Doue,
Ganet er c’hraou dre garante(z) ;
Da Jezuz ha d’e vamm santel,
Kanomp mil gwech Nouel, Nouel !
- Perak d’an eur a hantez-noz
’Son ar c’hleier e pep parroz ?
Perak e lavar pep beleg
Teir oferenn d’an Nedeleg ?(2 w).
- Pelec’h oc’h c’houi, Patriarked,
Holl dud santel ha profeded ?
Ez oac’h pell ’zo, oc’h hirvoudi,
D’eoc’h eo breman ’n em frealzi. (2 w).
- Gloar da Zoue, tadou santel,
Kanit ganimp Nouel, Nouel !
Ar Mesiaz a zo ganet
Gant eur Werc’hez, Mari anvet.(2 w).
- Mari a zo e gwirione(z)
Gwerc’hez ha Mamm da Vab Doue.
Mamm d’ar Salver voe prometet
D’hon tad Adam ha d’e bried.(2 w).
- Eun ael eus an Nenv, en noz-se,
D’ar bastored a lavare :
« N’ho pet ket aon na spont ebet,
Rak ganet eo Salver ar bed.(2 w).
- E Betleem, en eur c’hraouig,
C’houi a gavo eur bugelig :
En-dro d’ezan eur vailhurenn,
Ha gant e vamm war he barlenn. »(2 w).
- Neuze ’voe klevet an Aelez
O kana, war eun ton nevez,
Ar Gloria in excelsis,
Gwel ’get na ganer en iliz.(2 w).
- Gant pebez stad er bastored,
P’o deus ar c’helou-mat klevet !
A lavar an eil d’egile :
« Deomp da welout Mab Doue. »(2 w).
- Kichen ar c’hraou, ar bastored
A lavar kerkent daoulinet :
« Ni hoc’h ador, Salver ar bed,
Pegen eürus n’omp-ni ket !(2 w).
- Siouaz d’imp, o Mabig Jezuz,
Ni ’zo holl peorien druezus ;
Met a-ziwar hon paourentez,
D’eoc’h hon c’halon, hon c’harantez.. » (2 w).
- Neuze ar bastored joaüs,
Graet o gweladenn da Jezuz,
’N eur zistrei daved o loened
A gan : Doue ra vo meulet !(2 w).
- Kenavo d’eoc’h, Mabig Jezuz,
Ouzimp holl ken karantezus ;
Gras d’imp da vont gant ho pennoz,
Ganeoc’h, eun deiz, d’ho Paradoz.(2 w).
|