Kanomp holl meuleudi da Vamm Doue
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kanomp ol meulodi da Vam Doue.
Ar miz-mañ leun a vuhez
Ken kaer d’an daoulagad
A zo bet anvet mat
Miz Rouanez an Aelez
Kanomp holl meuleudi
Da Vamm Doue, da Vari.
Evel eun evnig joaus
A salud ar beure,
Me bo salud ive(z)
O Gwerc’hez karantezus.
E Miz Mae, o Mamm garet
Peu tra a ro kentel,
A lavar d’imp sevel
Betek ho tron, hon spered.
Pa c’hrougous an durzunel
Er c’hoad e-pad an deiz,
E galon ’drid ’n e greiz,
Ennoc’h e sonj ho pugel.
A-dreuz ar prad o redek,
Pa welan ar wazig,
Pell diouz ar bed, Mammig,
E fell d’in mont ’n ho trezeg,
Sioul-kaer an abardaez,
An eostig, brao, a gan :
'Vel-se me ma unan,
Da noz a gan d’eoc’h ivez
A-wechou garm ar sparfell
A daol spont tro-war-dro :
C’houi, Gwerc’hez, am miro
Breman ha betek mervel.
En ho Paradoz goude, |