Lavarou koz a Vreiz-Izel/EIZVED STROLLAD

H. Champion, 1878  (p. 125-132)






EIZVED STROLLAD.


————


HUITIÈME SÉRIE.






I.


841

Al labourer a viskoaz
A zebr eur garg douar ar bloaz.

842

Goasa tra a hell hen hem gaout gad eur merer eo klevet killok he vestr.

843

Bleo gonifled, plun klujar,
N’int ket mad da stuia douar.

844

Iannik a vil micher a varvaz gant ann naon.

845

Eur micherour dioc’h ann deiz
A garfe ve noz da greisteiz.

846

Matez nevez da di pa zeuio
Kement a teir a labouro.

847

Glao a dol, avel a c’houez,
Da ober joa d’ar vatez.

848

Foeta fank ha foeta drez
Eo micher eur paotr lakez.


II.


849

Eur c’hemener n’e ket den,
’Met eur c’hemener ne-d-eo ken.

850

Nao c’hemener evid ober eun den.

851

Neb a lavar eur c’hemener
A lavar ive eur gaouier.

852

Kemener brein,
’Nn diaoul war he gein.

853

Ar c’hemener diwar he dorchenn
Pa gouez, a gouez en ifern.

854

Milin laz-logod, — e vez dour awalc’h d’eur zilienn pa vez glao.

855

Na pa rafe ar vilin nemet eun dro krenn,
Ar miliner ’zo sur d’oc’h he grampoezenn.

856

Krampoez hag amann a zo mad,
Ha nebeudig euz pep sac’had,
Hag ar merc’hed kempenn a-vad.

857

Na euz ket hardissoc’h eget roched eur miliner,
Rag bep mintin e pak eul laer.

858

Ar miliner, laer ar bleud,
A vo krouget dre he viz meud,
Ha mar ne ve ket krouget mad
A vo krouget dre he viz troad.

859

Ar guiader en he stern,
E-giz ann diaoul en ifern,
Oc’h ober tik-tak, tik-tak,
Hag o tenna hag o lakat.

860

Ar guiader kaotaer
A ra lienn evel ler.

861

Ar miliner a laer bleud,
Ar guiader a laer neud,
Ar fournerienn a laer toaz,
Ar c’hemenerienn krampoez kraz.


III.


862

Ar zoner war he varikenn
A ra da iaouankiz breskenn.

863

Ar glaouaer er c’hoajo
Evel ar bleiz a iud atô.

864

Boutaouer koad a ra bepret
Listri da gas tud da gac’het.

865

Pa vez ker al ler
E c’hoarz ar boutaouer.

866

N’e ket greg ar c’here a deuz ar gwella boutou.

867

Er givijeri ann ejenned
A zo bioc’hed.

868

Ar masouner, pa staoto,
Euz e labour e troio.

869

Marichal krign-karn,
Chaoker kac’h houarn.

870

Pa vez houarnet ar c’har,
Er pod e lekear ar iar.

371

Ar barazer a oar dre c’houez
Hag hen a vez tra vad er pez.

372

Ann heskenner hag ar c’halve
A blij d’ezho fest ar maout mae[1].

873

Hostiz ann anaoun
A varvaz gand ann naoun.

874

Tiez savet gant krec’hin tud
A zaver ker buhan, ken divrud.


IV.


875

Eva gwin, kanjoli merc’hed,
Setu dever ar c’hloarek.

876

Reizen manac’h a zo tenna
Digant ann holl heb rei netra.

877

Te lavar gaou, pe ma vinn manac’h.

878

Pa za eur manac’h e neb leac’h,
E teu eun allik en he leac’h.

879

Kelian ha melian,
Menec’h ha beleian,
Pevar seurt loned
Ar gwasa ’ so er bed.

880

Kazek ar c’hure
A renko bale.

881

Aotrou Personn, mar grit ho kest,
C’houi a raio ivez ar fest.

882

Ar veleienn ne garont ket
Beza distroet euz ho fred ;
Gortozit ’ ta gad pasiantet,
Pe ann absolvenn n’ho pô ket.

883

Eur belek maro, — eun all en he leac’h.

884

Harzit, harzit, emezhan,
Ma vo lekeat… en toull-man,
Ma lakefomp eur mean braz war he gein,
Ma ’z efomp da di… d’hon lein.

885

Peurvuia ar belek
A lâr en eur brezek :
Silaouet ma c’homzo,
Losket ma obero.



————
  1. On nomme maout « mouton » le vin d’accomplissement qui se distribue aux ouvriers le jour de l’achèvement d’une construction. Le mot mae qui le suit, en français « mai », me semble mis ici pour la rime.