Lavarou koz a Vreiz-Izel/SEIZVED STROLLAD

H. Champion, 1878  (p. 97-122)






SEIZVED STROLLAD


AR MIZIOU


————


SEPTIÈME SÉRIE


LES MOIS





I


MIZ GENVER.


663

Ann armanach ne lar ket gaou :
Pa ve erc’h ’ve gwenn ann traou,
Pa ve avel fich ar bodou,
Pa ve glao ’ve vil ar poullou.

664

Miz Genver,
Kalet pe dener.

665

Miz Genver, hirio vel kent,
A ziskouez eo hir he zent.

666

Pa ve tremenet dent Genver
E ve diskouloc’h ann amzer.

667

Ne vezo ket leun ar zolier
Mar bez heol tomm da viz Genver.

668

Gwell eo gwelet ki en kounnar
Evit heol tomm e miz Genvar.

669

Aliez ar wenn reo
A zeu araog ar glao.

670

Reo gwenn war ar c’hresk,
Amzer gaer ha fresk.

671

Reo gwenn war loar nevez
A denn d’ar glao aliez.

672

Reo gwenn en diskar,
Amzer c’hleb hep mar.

673

Pa vez ann erc’h war ann douar
Ne vez na tomm na klouar.

674

Re a erc’h, re a gerc’h,
Re a skorn, re a zegal.

675

Pa skorn ann dour en ti,
A koll ar c’herc’h he fri.

676

Pa varv ar gerc’hen gand ar riou,
Unan a chomm a dalv diou.

677

Genvirig a lavar
Ez euz vi gand ar iar.


II


MIZ C’HOUEVRER.


678

Hanter-Genver eun eur a hed,
Da c’houel Chandelour diou abred.

679

Da c'houel ar Chandelour,
Deiz da bep micherour,
Nemet d’ar c’hemener
Ha d’al luguder.

680

Da c’houel Varia Goulou,
Kuzet ar c’hantoleriou
Ha torret ar c’higelou ;
Hanter-greun, hanter-bloaz,
Ann had diaveaz,
Ann ozac’h en eaz.

681

Miz C’houevrer a c’houez, a c’houez,
Hag a laz ar voualc’h war he nez.

682

Gand dillad tomm ha bevans mad
Pep miz goanv zo deread.

683

Da c’houel Mathiez,
Vi e reor ann houadez,
Hag ar bik a choas he barez.

684

Tremenet gouel Sant Mathiaz,
Ann heol d’he liv, ann dour d’he flaz,
Ha lezenn ann hent da vean glaz.

685

Genver a garg ar foz,
C’houevrer hen dalc’h kloz.

686

Avel gevret, da ziwada moc’h
Diwallit ho kountel gan-e-hoc’h.

687

Erc’h a dreon, glao a viz,
Gwasa diou amzer a weliz.

688

Meurlarjez kaillarek,
Arc’h ha solier barrek.

689

Mar teuje Meurlarjez teir gwech ar bloaz,
E lakafe ann dud da redek e noaz.

690

Red eo lakat piz e gleac’h,
N’e ket hirio evel deac’h. (Al ludu.)


III


MIZ MEURS.


691

Ber, ber, miz C’houevrer, karg ann and hag ar foz,
Me ho dizec’ho en eun deiz hag eun noz.

692

Meurs gand eur c’houezadenn
A zizec’h ar foz penn-da-benn.

693

Miz Meurs gand eur c’houezadenn
A laz meur a vagadenn.

694

Ar miz Meurs gand he vorzoliou
A zeu da skei war hon noriou.

695

Miz Meurs gand he vorzoliou
A laz al lueou en ho mammou.

696

Meurs a laz gand he vorzoliou
Ann ejen braz e korn ar c’hraou.

697

Miz Meurs gand he vorzoliou
A zo ker gwaz hag an Ankou.

698

E mis Meurs glao hag avel foll
A rai lakat evez d’ann holl.

699

Meurs, gand he veurzeri,
A ra d’ar c’hrac’h staota barz ann ti,
Ha d’he merc’h kerkouls hag hi.

700

Deuet Meurs e-giz ma karo,
Grac’h e korn ar c’hleun a dommo.

701

Da c’houel sant Guennole,
Stanka ’r foennek oc’h ar c’hole.

702

Da c’houel Pol,
Lakad mern vihan war ann daol.

703

Tri de goude ma kan ann drask,
Ez ia ar vioc’h joaüs d’he nask.

704

Pa glewfet ann drask o kanan,
Serret keuneud mad da doman ;
Pa glewfet ar welc’h goude-ze,
Tolet ho chupenn a goste.

705

D’ar zul Bleuniou,
A lamm ar zaout dreist ar c’hleuziou.

706

Da Vener ar groez
A kroaz ar bik he nez.

707

D’ar zul Bask,
A lamm ar zaout dreist ho nask.

708

Da c’houel Sant Joseph pe Sant Benead,
Gounid ar panez hag al lin mad.

709

Da zul Bleuniou, kont’ ar viou ;
Da zul Bask, terri ho fennou ;
Da zul ar C’hasimodo, frik’ ar c'hoz podou[1].

710

Epad ar zizun santel,
Amzer goloet, avel.

711

Deuz ann heol, Meurlarjik,
Deuz ann eteo Paskik.

712

Ann ened seac’h, Pask kaillarek
A lak ann arc’h da veza barrek.


IV


MIZ EBREL.


713

Ebrelik, Ebrelik,
Digor da ziou askellik.

714

Pask a dost, Pask a bell,
Pask a vo en Ebrel ;
Pask en Ebrel a vo
Pe ar C’hasimodo.

715

Deuet Meurlarjez pa garo,
Pask pe Gasimodo
En Ebrel hen em gavo.

716

Etre Pask ha Meurlarjez,
Seiz sizun nemet daou dez.

717

Etre Pask ha Pentekost,
Seiz sizun penn ha lost.

718

Pask gleborek,
Eost baraëk.

719

Pa zav al loar abarz ann noz,
Had ar panez antronoz.

720

Ar ran a gan kent miz Ebrel
A ve gwelloc’h d’ezhan tevel.

721

Pa gan ar ran e kreiz an deiz,
Neuze vez poent gounid ann heiz.

722

Pa gan ar ran e kreiz ar prad,
Neuze vez poent gounid peb had,
Nemet al lann hag ar pilad [2].

723

Evit ar raned da gano,
Ma bioc’hik paour-me a varvo ;
Pa gano ar goukou d’eomp-ni,
Ma bioc’hik-me ne varvo mui.

724

Dre ma tosta hanter-Ebrel,
E kousk ann oac’h hag ar mevel ;
Ar vroeg a lâr en miz Mae
D’ar vatezik : demp ive !

725

Er bloaz biseost nep a ve finn.
A laka kanab el lec’h linn [3].

726

Da c’houel Pêr, planta kignenn ; (15 avril)
Da c’houel Pêr, skoulma kignenn ; (29 juin)
Da c’houel Pêr, tenna kignenn. (1er août)

727

Ebrel c’harw,
Porc’hel marw.

728

Blavez gliz,
Blavez gwiniz.

729

Bleun e Meurs, feurm en Abril,
A ia holl gand ar morzil.

730

Sant Jorc’hdik diwar he dorchenn
A lak’ ar goz saout da vreskenn.

331

Da c’houel Mark,
Meren bihan d’ar park.

732

Pa vez ann deillo er wevodenn
Kement ha diou skouarn eul logodenn,
’Tle advern beza war wenojenn.

733

Da c’houel Mark,
Diodet ar park.

734

Da c’houel Mark
Ann had divezan er park.

735

Pa ve glao da chouel Mark
E kouez ar c’hignez er park.


V


MIZ MAE.


736

Digant kala — Mae goulennet
Pe da zeiz e teuio Nedelek,
Ha mar na gredet ket c’hoas,
Goulennet da zant Jerman Bras.

737

Goude miz Ebrel da fin Eost,
Da dan ebet na-d-a tost.

738

Da viz Mae,
Ar medisin a ve gae.

739

E miz Mae,
Ar c’hezek a dol ho zae.

740

Da viz Mae
’Lamm ar segal dreist ar c’hae.

741

Meurs e skoulm,
Ebrel e vodenn,
Mae e bleunvenn,
Even e greunenn,
Gouere e gwastel wenn.

742

E miz Mae,
Kanab gae.

743

Pa gano ar durzunel,
M’em bô lez eleiz ma skudel.

744

Glao bemdez a zo re,
Re neubeut bep eil de.

745

Pa vo barvou kelvez e miz Mae
Kalon ann ijuler a zo gae.

746

Bleun en Abril, feurm e Mae,
Euz ar re-ze e kargimp hon zae.

747

Ann deliou ’zigor en dero
Kent evid digeri er fao.

748

Da c’houel ar Pentekost,
Al linn a ra ann dro da gern ann tok.

749

Brumen du pa vez
A bad tri dervez.

750

Brumen vor,
Tomder en gor.

751

Mogedenn diwar ar mor,
Heol tomm ken a faouto ann nor.

752

Seiz blavez sec’hour ne reont ket eur blavez kernez ;
Eun devez glebour hen grafe.


VI


MIZ EVEN.


753

Serret ar gwaziou,
Douret’ ar prajou.

754

Sant Ronan dilost Mae
A laka kerc’h e-leac’h na ve.

755

Miz Even a ra al linn
Ha Gouere hen gra finn.

756

Eur park a zo gwall fall
Mar da viz Even ne dalv.

757

Kurun dioc’h ar gwalarn,
Tol ar varr er sanaill.

758

Kurun dioc’h ar gevret,
Marrad bepret.

759

Ann avel su ha gevret,
Mad d’ar goullo ha d’ar garget.

760

Avel a c’hreste,
Glao hep dale.

761

Gwalarn kalmet diouz ann noz,
Su pe gevret antronoz.

762

Pa val ’r vilinn diwar ar c’hoad,
’Ve trist doare ar merdead.

763

Diwallit rag ar merwent koz
Hag ar gwalarn iaouank.

764

Pa vez ann avel er gornaouek,
E vez tapet meur a c’henaouek.

765

Da c’houel Barnabaz,
Gand eur fourniad poaz
Hag eun all en arc’h,
E paseo awalc’h.

766

Hanter-Mae dilost goan,
Hanter miz Even hen lakan.

767

Pa vez ker ar piz,
E vez ker ar gwiniz.

768

Blavez hoginn, blavez ed,
Blavez irinn ne ve ket.

769

Blavez c’huiled, blavez ed,
Blavez gwenan ne ve ket.

770

N’ê ket ganet gand he vamm
’Nn hini glev ar goukou nao devez goude gouel Iann.

771

Da c’houel Iann,
Ia-l-ar goukou d’al lann.

772

Da c’houel Per,
Ia-l-ar goukou d’ar ger.

773

Pa vez ar bleun er gwiniz,
E vihanna leaz liviriz.


VII


MIZ GOUERE.


774

Heol a zavo re vintin,
A zo tec’het da wall fin.

775

Ann heol gwenn
Da c’hlao a denn.

776

Heol gwenn a ro glao
Hag heol ruz amzer vrao.

777

Ruijenn deuz ann noz,
Glao antronoz.

778

Ruz dioc’h ann noz, gwenn d’ar mintin,
Laka joaüs ar perc’hirin.

779

Hanter Gouero
Fals en ero.

780

Da c’houel Maria Karmez,
Gwelloc’h gavr eget eur vioc’h lez.

781

Biskoaz foar Sant Weltas ne vez
Na zans en hi bara segal nevez.

782

Pa vez glao da c’houel Madalen,
A vrein ar c’hraon hag ar c’hesten.

783

Sant Iann a oa eur sant braz,
Ma sant Kristof brasoc’h c’hoaz.

784

Da gann Gouero
Eost e peb bro.


VIII


MIZ EOST.


785

Pa grosmolo ar mor,
Paourik, sarrit ho tor.

786

Mar-d-a ann arne d’ar menez,
Kemer da freill ha kerz er mez :
Euz ar menez mar-d-a d’ar mor,
Sarr war da gein prenestr ha dor.

787

Da c’houel Itron-Varia ann erc’h,
Pa vez avel grenv e vez ann ed ker.

788

Kaneveden dioc’h ann noz,
Glao pe avel antronoz.

789

Gwarek-glao euz ar beure,
Stignit ho tevez koulsgoude.

790

Kaneveden dioc’h ar mintin,
Sin vad d’ar perc’hirin.

791

Kaneveden araog deg heur,
Rei he lein d’al laboureur.

792

Kaneveden araog deg heur,
Treac’h ar zec’hor d’ar glebor.

793

Kelc’h loar dioc’h ann noz,
Glao pe avel antronoz.

794

Kelc’h a dost,
Glao a-bell ;
Kelc’h a-bell,
Glao a dost.

795

Mar bez glao da chouel hanter-Est,
Kenavezo d’ar c’hraon kelvez.


IX
MIZ GWENGOLO.
796

E miz Gwengolo
En abardae ’ma ann dorno.

797

Hirio ema gouel Sant Jili,
Kant levenez, mil prediri.

798

Da c’houel Sant Jili
'Teu ar goanv e penn ann ti.

799

Da viz Gwengoulou
E teu dour er poullou.

800

Frimm er bloaz koz,
Avalou leiz ar foz.

801

Da c’houel Maze,
Ar frouez holl’ zo dare.

802

Da c’houel Mikel, da c’houlou-de,
Ann Tri Roue vez er c’hreiz-de.

803

Gourmikaël hag ann Ankou
Laka kalz a chanchamanchou.

804

E foar-ann-Drogerez
Eun ebeul evid eur gwennek.

805

Gounid oc’h diskar loar Gwengolo
Ne vez na greun na kolo.

X
MIZ HERE.
806

Tremenet pardon Bulai
A beb goabren, peb gaouad.

807

Da foar Paol,
Kefelek war ann daol.

808

E miz Hero,
Teilit mad hag ho pezo.

809

Foar Here e Goueznou
Poent eo skuilla ann trempou.

810

Glao da zul, glao da lun,
Glao epad ar zizun.

811

Glao a zeu diwar greisteiz,
Glao epad ann deiz.

812

Glao dioc’h ar viz,
Glao epad ar miz.

813

Glao, glao,
Ken a zimezo
Merc’h ar Maho.

814

Merc’h ar Maho ’zo dimezet
Hag ar glao na ehan ket.


XI
MIZ DU.
815

Eat miz Here en he hent,
Da hanter-noz gouel ann Holl-Zent.

816

Hadet da galan-goanv, stanket ann toull karr,
Poent eo d’ar mevel mont gant ar gounnar.

817

Kal-ar-goanv, kal-ar-miz,
Nedelek a-benn daou viz.

818

Da galan-goanv ed hadet,
Hag ive frouez dastumet.

819

Pa ziverr ann dour euz korn ann ejenn,
E vez poent gounid ar vinizenn.

820

Goanv abred,
Goanv bepred.

821

Pa gler ann dour da c’houel Marzin
Ez ia ar goanv war benn he c’hlin.

822

Da Zantez Katel
Ez ia ar mestr da vevel[4].

823

Mad eo hada ann douar
War ann diskar euz al loar,
Hogen segalik Sant Andrez
Deut Nedelek pa deu er mez.

824

Hag o neza emoc’h-hu c’hoaz !
Gouel Sant Andrez a zo warc’hoaz.

825

Gouel ann Holl-Zent’ ziraou ar miz.
Ha sant Andre gamm hen finiz.

826

Sant Andre gamm na vankas ket
Ter sun tri deiz kent ’n Nedelek.


XII


MIZ KERZU.


827

Tremenet gouel Sant Andrew,
Aret don hag hadet tew,
Ha diwallet dirag al loened bew.

828

Han-goanv betek Nedelek :
Diwar neuze ve goanv kaled,
Ken e vezo bleun en halek,
Hag ac’hano goanv tenn
Ken ne zavo bleun er spern gwenn.

829

Miz Kerzu, miz ar gouelio,
Eo miz ar gwadagenno.

830

Mar-d-eo ien ha kriz ar goan
Da gof oc’h taol, da gein d’ann tan.

831

Gwell eo moged forn
Evit avel skorn.

832

Nao grozadenn forn
A ia gand eur bar avel skorn.

833

Erc’h kent Nedelek,
Teil d’ar zegalek.

834

Pa ve loar wenn d’ann Nedelek,
E ve lin mad e pep havrek.

835

Nedelek ha gouel Iann
A laka ar bed etre diou rann ;
Kalan Ebrel ha gouel Mikeal
A laka e-leal.

836

Eur gelienenn d’ann Nedelek
A zo kouls hag eur c’hefelek.

837

Ema Guillou oc’h ober he dro,
Nevezinti a vezo.

838

Here, Du ha Kerzu,
A c’halver ar miziou du.

839

Nedelek seac’h, Pask kaillarek,
Laka ann arc’h da veza barrek,
Hag ann ozac’h da veza bouzellek.

840

Pa vez da zul deiz Nedelek,
Hada da linn war ar garrek,
Ha d’ brena ed gwerz da gazek.



————
  1. La très-ancienne coutume de briser, le dimanche de la Quasimodo, les pots hors de service, est toujours en vigueur dans les vieilles familles bretonnes. Bien que les jeux bruyants auxquels elle sert de prétexte, semblent dépourvus de toute signification, il ne serait pas impossible qu’elle n’eût eu dans l’origine un caractère sérieux, et ne se rattachât par quelque côté à certaines pratiques, touchant la purification des vases, dont font mention les Codes religieux de plusieurs peuples de l’antiquité.
  2. Le pilat, aujourd’hui inconnu en Bretagne, mais très-souvent nommé dans les anciens titres, était, si l’on en croit Cambry qui pourrait en avoir vu les derniers échantillons, « une espèce d’avoine ou de blé avorté qu’on ne pouvait manger qu’en bouillie. On n’en donne point aux chevaux, dit-il, ses extrémités trop aiguës pourraient s’attacher à leur gosier, et leur causer une toux dangereuse ; ils le refusent et le rejettent. » (Voyage dans le Finistère, par Cambry, avec des notes par le comte de Fréminville, Brest, 1836, in-8°, p. 130.)
  3. Var. Bloavez biseost, nep a ve finn,
    A losk ar c’herc’h hag a had linn ;
    Nep a ve finn, ar bloaz warlerc’h.
    A losk al linn hag a had kerc’h
  4. A la Sainte-Catherine, les travaux des champs sont tellement pressants que le chef d’exploitation se voit réduit à partager les fatigues de ses serviteurs, sous peine de compromettre sérieusement ses intérêts.