Armorica, 1935  (p. 21-23)
◄  Treger Leon Gwened  ►



LEON
————

Kenta ’m eus bet gwelet, ’touez ar Vrezoned all,
Al Leonard o font, savet uhel e dal,
Dispak gantan kement tamm gwenn vê ’n e roched,
Stign dindan ar c’houriz e greiz hag e vruched,
Hag o tigas gant poan beteg e vuzellou
Eur vouez gorrek sachet diouz deun e vouzellou,
Deus a varn aneañ war ar stum a zougê
’M eus hen bet kemeret vid eun dén a fouge.

Mad ! difaziet on war gont al Leoniz.
Evit gwir, e veulont o fanez, o gwiniz,
O brezoneg dinam, yeot druz o frajeier,
Hag o c’hezeg buhan ha zaout lard o c’hrêvier,
Hag o ilizou kaer hag o zouriou uhel ;
Met pelec’h, va zud kêz, pelec’h vo kavet gwell ?
Daoust hag i n’o deus ket eul lec’hig fougeal
P’o deus dre forz labour tremenet ar re-all ?

Baleit bro Leon koulz hag ar vro Pagan,
E welfet burzudou krouet e-kreiz ar boan :
Gwaremmou, koajeier, douarou yén gwechall,
Trôet en parkou tomm hag a vag da Vro-C’hall,
Da Vro-Zaoz ha d’ar Spagn, ha tre d’an Amerik
Primoc’h frouez vit ne zav er broiou pinvidik ;
Prajou leun a geot-med, hag a voa kos geuniou ;
Balaneier uhel ha don vel hunvreou ;

Eur ouenn gezeg dispar deût ganti meur a vaout,
Hag er peurachennou an dibab eus ar zaout.

An holl draou-ze, kredabl, n’int ket deût o-unan :
Meur a wech ’n eus réñket Léonard ha Pagan
Drasta korf ha spered, skuiza brec’h ha lagad
A-zioc’h irvi ar park ha gwazigou ar prad.
N’eo tamm souez eta mar gint muioc’h pounner
Eged ar Vreiziz all ; na zoner na kaner
Na glever peurvuia war dro o labouriou ;
Ne vent distagellet awalc’h ’med er foariou.
Eno, ’vat, ’talc’hont penn d’ar re dilikata,
Ha forz Tregeriz flour gav gantê da gotta.

Dreist holl o deus dalc’het gant eur fe divarvel
Kredennou o zud koz, ar re ’man er garnel,
E-kever an iliz, o eskern binniget.
Oh ! d’ar zul, pa goueont d’an daoulin, daoubleget,
En o ilizou leun a zent hag a draou kaer,
’Kreiz an drouz kantikou hag ar zoniou kleier,
Dour leiz o daoulagad zavet ’trezek an nê
Ha digor dirakê dorojou an ene,
Daoust piou o c’hemerfê evit kalonou yen ?

Ar seurt tud rénk beañ ouspenn marc’hadourien.
O spered n’emañ ket gant ar bed-mañ hepken :
En tu-hont d’an Ankou, en tu-hont d’an anken,
Dre sklerijenn o feiz ha dre nerz o hunvre
E welont broiou splann prientet evitê.

Ar vuhe boanius-man dremenont o c’hedal,
Met pep tra, tro-war-dro, gomz d’ê deus ar bed all :
Ilizou kizellet, alaouret ha pentet,
Héñvel en bihanik ouz palez an Drinded ;

Touriou moan uhel spont o tiskleria d’an dén
Gant o biz prezeger kentel vraz ar bedenn ;
Kalvariou burzudus, kaera re ’z eus er bed,
Feunteuniou ar zent koz, chapeliou koant meurbed.
Kement a gavê mad o zud o deus miret,
Yez, feiz ha gwiskamant, hag a virfont bepred.

————

Sav eta, Leonard, da benn uhel d’an nec’h :
Rak te d’ar Vreiziz all ’n hini zo skouer ha trec’h ;
Da zorn-te zalc’h hon Breiz ’n he zav starta ma c’hall ;
Te vo an diveza vo debret gant Bro-C’hall.


————